Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/644

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
642
lizer san̄t paol abostol

Té a zô ar bélek peûr-baduz, hervez urs Melkisédek.

18. Râg ar gourc’hémenn all a zô bét torret dré ma oa gwân ha didalvez.

19. Râg al lézen na gâs kéd d’ar c’hlôkder ; eunn derou eo da gaout eunn espéran̄s gwelloc’h, dré béhini é tôstaomp ouc’h Doué.

20. Ouc’h-penn, ar vélégiez-zé né két bét lékéat hép lé.

21. (Râg ar ré all a zô bét lékéad da véleien hép lé ; hôgen hé-man̄ a zô bét lékéat dré lé gan̄d ann hini en deûz lavaret d’ézhan̄ : Touet en deûz ann Aotrou, ha n’en dévézô kéd a geûz, pénaoz oud ar bélek peûr-baduz.)

22. Ha gwîr eo pénaoz Jézuz a zô deûed da gréd euz a eunn testaman̄t gwelloc’h.

23. Ével-se kalz a véleien all a zô bét gréat, ô véza ma viré ar marô out-hô na choumchen̄t bépréd ;

24. Hôgen hé-man̄ ô véza ma choum da-vikenn, en deûz eur vélégiez peûr-baduz,

25. Dré-zé é hell savétei da-vikenn ar ré a dôsta ouc’h Doué dré-z-han̄ ; pa eo béô bépréd évid erbédi évid-omp.

26. Râk déréad é oa hor bijé eur bélek-brâz san̄tel, dizrouk, dinam, rannet diouc’h ar béc’herien, hag uc’héloc’h égéd ann én̄vou :

27. Péhini né két bét réd d’ézhan̄ bemdéz, ével d’ar véleien all, kinniga hostivou da gen̄ta évid hé béc’héjou hé-unan, ha goudé évit ré ar bobl ; ar péz en deûz gréat eur wéach oc’h en em genniga hé-unan.

28. Râg al lézen a laka évit béleien tûd gwân : hôgen gér al lé, péhini a zô deûet goudé al lézen, en deûz lékéat da vélek ar Mâb, péhini a zô klôk da-vikenn.


————
VIII. PENNAD.


l. Ann diverr eûz ar péz hon eûz lavaret diaraog eo, Pénaoz hon eûz eur bélek ker braz, ma’z eo azézet enn tu déou da gador ar veûrdez enn én̄vou,

2. Bélek ar san̄tuer, hag ar gwîr dabernakl, en deûz savet ann Aotrou, ha nann eunn dén.

3. Râk péb bélek-brâz a zô lékéat évit kinniga rôou, hag hostivou : dré-zé eo réd en défé ivé hé-man̄ eunn dra-bennâg da ginniga.

4. Ma vijé éta war ann douar, na vijé két bélek : pa ioa anézhô évit kinniga rôou hervez al lézen,

5. Hag a zervich Doué hervez skouériou ha skeûdennou eûz ann én̄v ; ével ma lavaraz Doué da Voizez, pa réa ann tabernakl : Laka évez, émé-z-han̄, da ôber pép-trâ hervez ar skouér a zô bét diskouézet d’îd war ar ménez.

6. Hôgen bréma eo gwelloc’h ar vélégiez, ô véza ma eo han̄térour enn eur gévrédigez gwelloc’h, ha ma eo savet war wéstlou gwelloc’h.

7. Râk ma vijé bét difazi ann hini gen̄ta, na vijé két bét klasket léac’h d’ann eil.

8. Hôgen oc’h hô zamallout é lavar : Don̄d a rai eunn amzer, émé ann Aotrou, é péhini é rinn gan̄t tî Israel ha gan̄t tî Juda eur gévrédigez névez ;

9. Nann hervez ar gévrédigez em eûz gréat gan̄d hô zadou, enn deiz é péhini hô c’hémériz dré ann dourn évid hô zenna euz a zouar ann Éjipt ; râk n’in̄t két choumet em gévrédigez, ha mé em eûz hô dilézet, émé ann Aotrou.

10. Râk chétu ar gévrédigez a rinn gan̄t tî Israel goude ann deisiou-zé, émé ann Aotrou : Va lézennou a likiinn enn hô spéred, hag é skrivinn anézhô enn hô c’haloun : ha mé a vézô hô Doué, hag hî a vézô va fobl.

11. Ha pép-hini anézhô na zeskô két hé nesa, hag hé vreûr, ô lavarout : Anavez ann Aotrou ; râg ann holl am anavézô, adaleg ann distéra bétég ann uc’héla.

12. Râk trugarez em bézô évid hô drougiézou, ha n’am bézô mui a goun eûz hô féc’héjou.

13. Hôgen ô lavarout eo nevez ar gévrédigez-man̄, en deûz diskouézet pénaoz eo kôséet ar gévrédigez gen̄ta. Hôgen ar péz a zeû da véza oadet ha kôz, a zô tôst d’hé zivez.


————