Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


LEVR


AR PROFED JÉRÉMIAS.


————


I. PENNAD


Diougan disman̄tr Jéruzalem hag ar Judéa.


1. Geriou Jérémias, mâb Helsias, eûz ar véleien a ioa é Anatot, é douar Ben̄jamin.

2. Gér ann Aotrou a zeûaz d’ézhan̄ é deisiou Josias, mâb Amon, roué Judas, enn trizékved bloaz eûz hé rén.

3. Don̄d a réaz c’hoaz é deisiou Joakim, mâb Josias, roué Juda, bété divez ann unnékved bloaz eûz a Zédésias, mâb Josias, roué Juda, bété dizougadur Jéruzalem, er pempved mîz.

4. Ha gér ann Aotrou a zeûaz enn-oun, ô lavarout :

5. Diagen̄t ma toaréiz ac’hanod é kôv da vamm, em eûz da anavézet ; ha diagen̄t ma teûjez er-méaz eûz a gôv da vamm, em eûz da zan̄télet, hag em eûz da rôet da brofed é-touez ar brôadou.

6. Ha mé a lavaraz : A, a, a, Aotrou-Doué ; chétu na ouzoun két komza, ô véza ma ounn eur bugel.

7. Hag ann Aotrou a lavaraz din : Na lavar két : Eur bugel ounn ; râk da béléac’h-bennâg m’az kasinn, éz î ; ha kémen̄d a c’hourc’héminn d’id, a liviri.

8. N’az péz kéd a aoun ra-z-hô ; râk mé a zô gan-éz évid da zieûbi, émé ann Aotrou.

9. Hag ann Aotrou a astennaz hé zourn, hag hé stokaz out va génou ; hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Chétu em eûz rôet va gériou enn da c’hénou.

10. Chétu em euz da lékéat hiriô war ar brôadou, ha war ar rouan̄télésiou, évid diframma, ha dispenna, ha kolla, ha skiña, ha sével, ha plan̄ta.

11. Ha gér ann Aotrou a zeûaz enn-oun, ô lavarout : Pétrâ a wélez-té, Jérémias ? Ha mé a lavaraz : Eur wialen évésiek a wélann.

12. Hag ann Aotrou a lavaraz din : Gwélet mâd éc’h eûz, râg évésaad a rinn war va gér évit ma vézô sévénet.

13. Ha gér ann Aotrou a zeûaz enn-oun eunn eil wéach, ô lavarout : Pétrâ a wélez-té ? Ha mé a lavaraz : Eur pôd leûn a dân a wélann, hag hén̄ ô ton̄d eûz ann han̄ter-nôz.

14. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Ann droug a zeûiô eûz ann han̄ter-nôz war holl dûd ann douar.

15. Râk chétu é c’halvinn holl dûd rouan̄télésiou ann han̄ter-nôz, émé ann Aotrou ; hag hî a zeûi, hag a lakai pép-hini hé drôn é-tal persier Jéruzalem, ha war holl drô hé muriou, ha dirâg holl gériou Juda.

16. Ha mé a lavarô gan̄t-hô va barnou war holl zrougiez ar ré hô deuz va dilézet, hô deûz dévet ézan̄s dirâk douéed all, hag hô deûz azeûlet labour hô daouarn hô-unan.

17. Té éta, laka da c’houriz enn-drô