Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/630

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
628
ken̄ta lizer san̄t paol abostol

4. Mar deûz eunn intan̄vez-bennâg mipien pé nized, ra zeskin̄t da ken̄ta da véra hô zî, ha da zisteûrel d’hô c’héren̄t ar péz hô deûz bét digan̄t-hô : rak kémen̄t-sé a zô hétuz dirâk Doué.

5. Hôgen ann hini a zô gwîr in̄tan̄vez, ha dilézet, ra espérô é Doué, ha ra gen̄dalc’hô nôz-deiz er goulennou hag er pédennou.

6. Hôgen ann hini a zô enn dudi, a zô marô, hag hî béô da wélout.

7. Gourc’hémenn ann dra-man̄, évit ma vézin̄t didamall.

8. Ma éz eûz unan-bennâg ha n’é deûz kéd a bréder évid hé zûd, ha dreist-holl évit ré hé zî, é deûz dilézet ar feiz, ha gwasoc’h eo égéd eunn dén difeiz.

9. Ra vézô dilennet évit béza lékéat é ren̄k ann in̄tan̄vézed, ann hini é dévézô da vihana tri-ugen̄t vloaz, ha n’é dévézô bét néméd eunn ozac’h ;

10. Eûz a ôberiou mâd péhini é vézô testéni : mar é deûz diorret mâd bugalé, mar é deûz rôed digémer, mar é deûz gwalc’het hô zreid d’ar zen̄t, mar é deûz fréalzet ar ré c’hlac’haret, mar d-eo en em rôet d’ann holl ôberiou mâd.

11. Hôgen pella diouc’h ann intan̄vézed iaouan̄k. Râg hô likaouérez hô laka da derri iéô ar C’hrist, hag é fell d’ézhô asdimizi :

12. Hag é kavon̄t ar varnédigez, ô véza torret ar feiz ken̄ta.

13. Hôgen ouc’h-penn é teûon̄d da véza didalvez, hag é rédon̄t a di é tî ; ha nann hép-kén didalvez, hôgen ivé labennek ha debronuz, ô komza eûz ar péz ha na zéré két.

14. Gwell eo gan-én̄ éta é timézché ar ré iaouan̄ka anézhô, hô défé bugalé, é teûjen̄t da bennou-tiégez, égét na rôjen̄t abek é-béd d’hon énébourien da damallout ac’hanomp.

16. Râg hiniennou anézhô a zô faziet évid heûlia Satan.

16. Mar en deûz eunn dén féal-bennâg in̄tan̄vézed eûz hé géren̄t, ra skoaziô anézhô, ha na vézet két bec’hiet ann Iliz ; évit ma é dévézô a-walc’h évid ar gwîr in̄tan̄vézed.

17. Ar véleien a vér ervâd, ra vézin̄t énoret diou wéach ; ha dreist-holl ar ré a labour d’ar brézégen ha d’ar gélen.

18. Râg ar Skritur a lavar : Na éréi két génou ann éjen a zourn ann éd. Ha c’hoaz : Ann hini a labour a dâl hé c’hôbr.

19. Na zigémer kéd a ziskuliadurez a-éneb eur bélek, némét gréad é vé gan̄d daou pé dri dést.

20. Ten̄s dirâg ann holl ar ré hô deûz péc’het, évit ma hô dévézô aoun ar ré all.

21. Mé az péd stard dirak Doué ha Jézuz-Krist, hag ann élez dilennet, da virout kémen̄t-sé hép râk-varn, héb ôber nétrâ a drô all.

22. Na astenn két da zaouarn war zén gan̄d diévézded, ha n’en em gra két kévrennek é péchéjou ar ré all. En em vir glân̄ da-unan.

23. Na év mui dour hép-kén, hôgen év ivé eunn nébeût gwîn, enn abek d’az poull-kaloun ha d’az klén̄véjou paot.

24. Péc’héjou lôd eûz ann dûd a zô anat, hag anavézet abarz ar varn : péc’héjou lôd all n’in̄t anavézet némét goudé.

25. Béz’ éz eûz ivé ôberiou mâd hag a zô anat : hag ar ré né d-in̄t két, né hellon̄t két béza kuzet pell amzer.


————
VI. PENNAD.


1. Ra vennô kémen̄t mével a zô dindân ar iéô, pénaoz é tlé rei péb énor d’hé vestr, gan̄d aoun na vé drouk-prézéget gan̄d hanô ann Aotrou ha gan̄d hé gélénnadurez.

2. Ar ré hô deûz mistri féal, na zisprizen̄t két anézhô, ô véza ma in̄t hô breûdeûr : hôgen ra zervichen̄t gwelloc’h anézhô, ô véza ma tellézon̄t béza karet, pa in̄t kévrennek enn hévéleb lévézoun. Desk ann dra-zé, ha rô ann ali-zé.

3. Mar tesk eur ré eur gélénnadurez all, ha ma na rô két hé aotréadur da brézégennou gwirion hon Aotrou Jézuz-Krist, ha d’ar gélénnadurez a zô hervez karan̄tez Doué.