Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/629

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
627
da dimotéuz.

9. Ra virin̄t mister ar feiz gan̄d eur goustian̄s dinam.

10. Béz’ é tléon̄d ivé béza arnodet da gen̄ta, ha goudé béza lékéad é karg, ma na gaveur gwall é-béd enn-hô.

11. Ra vézô ivé ar gragez glân̄, hép drouk-komz, poellek ha féal e pép-trâ.

12. Ann Diagoned na dléon̄t béza bét néméd eur c’hrég hép-kén : ra rénin̄t mâd hô bugalé hag hô ziez hô-unan.

13. Râg ar ré a ra mâd hô c’harg, a c’hounézô eunn dérez mâd, hag hô dévézô eur fisian̄s vrâz é feiz Jézuz-Krist.

14. Ann dra-man̄ a skrivann d’id, pétrâ-bennâg m’ac’h espérann mon̄d étrézég enn-od abarz némeur ;

15. Ha mar taléann, ma wézi pénaoz eo réd en em réna é ti Doué, péhini eo Iliz ann Doué béô, ar peûl hag ar skôr eûz ar wirionez.

16. Hag héb-arvar, brâz eo ann disgwél a garan̄tez-zé, péhini a zô en em ziskouézet er c’hîk, a zô bét san̄télet dré ar Spéred, a zô bét gwélet gan̄d ann élez, a zô bét prézéget d’ar boblou, a zô bét krédet er béd, a zô bét digéméret er c’hloar.


————
IV. PENNAD.


1. Hôgen ar Spéred a lavar splann, pénaoz enn amzeriou divéza, hiniennou a guitai ar feiz, évid heûlia spéréjou ann dallen̄tez, ha kélénnadurésiou ann diaoulou,

2. Péré a lavarô gevier gan̄d ipokrizi, ô véza ma vézô hô c’houstian̄s ével krinet gan̄d eunn houarn devuz ;

3. Péré a zifennô ar briédélez, hag a lavarô en em ziouéri eûz ar boédou en deûz krouet Doué évit béza digéméret enn eur drugarékaat gan̄d ann dûd féal, ha gan̄d ar ré hô deûz anavézet ar wirionez.

4. Râk kémen̄d en deûz krouet Doué a zô mâd, ha na dléeur disteûrel nétrâ eûz ar péz a géméreur enn eur drugarékaat :

5. Râk san̄télet eo gan̄t gér Doué, ha gan̄d ar béden.

6. Mar teskez ann dra-man̄ d’ar vreûdeûr, é vézi eur bélek mâd da Jézuz-Krist, ô véza maget gan̄t geriou ar feiz, hag ar gélénnadurez vâd éc’h eûz heûliet.

7. Tec’h diouc’h ar sorc’hennou diod hag a c’hroac’hed : hag en em rô d’ar garan̄tez évid Doué.

8. Râk poellad ar c’horf n’eo mâd néméd da nébeûd a drâ ; hôgen ar garan̄tez évid Doué a zô mâd da bép-trâ ; ha dézhi eo eo bét diouganet ar vuez a vréma hag ar vuez da zon̄t.

9. Ar péz a lavarann a zô gwîr, ha din da véza digéméret gan̄t pép-hini.

10. Râk ma labouromp, ha ma c’houzan̄vomp ann drouk-pédennou, eo m’ac’h espéromp enn Doué béô, péhini eo ar Salver eûz ann holl dûd, ha dreist-holl eûz ann dûd féal.

11. Gourc’hémenn ha desk ann traou-zé.

12. Na zisprizet dén ac’hanod enn abek d’az iaouan̄kiz : hôgen béz skouér ar ré féal dré da c’heriou, dré da zoaréou, dré da garan̄tez, dré da feiz, dré da c’hlanded.

13. Kén na zeûinn, en em rô d’al lennadur, d’ann ali, d’ar c’hélen.

14. Na an̄kounac’ha két ar c’hrâs a zô enn-od, a zô bét rôed d’îd dré ann diougan, pa eo bét lékéat war-n-od daouarn ar bélek.

15. Laka da bréder é kémen̄t-man̄ ; laka bépréd da goun enn-han̄, évit ma vézô da gresk anavézet gan̄d ann holl.

16. Laka évez ouz-id hag oud ar gélennadurez : choum stard é kémen̄t-sé. Râg oc’h en em réna enn doaré-zé, en em zavétei da-unan hag ar ré a zélaouô ac’hanod.


————
V. PENNAD.


1. Na grôz két ar ré gôz, hôgen kélenn anézhô ével da dadou ; ar ré iaouan̄k ével da vreûdeûr :

2. Ar gragez kôz ével da vammou ; ar ré iaouan̄k ével da c’hoarézed, gan̄t pép glan̄ded.

3. Enor ann in̄tan̄vézed péré a zô gwîr in̄tan̄vézed.