Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/627

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



KENTA LIZER


SANT PAOL ABOSTOL


DA DIMOTEUZ.


————


I. PENNAD.


1. Paol Abostol Jézuz-Krist, hervez gourc’hémenn Doué hor Salver, ha Jézuz-Krist hon espéran̄s,

2. Da Dimotéuz hé vâb kér er feiz. Ar c’hrâs, ann drugarez, hag ar péoc’h ra zeûi d’îd digan̄d Doué ann Tad, hag hon Aotrou Jézuz-Krist.

3. Da bidi a rann, évél ma em eûz hé c’hréat pa ounn éad er Masédonia, da choum e Éfézuz, ha da alia hiniennou évit na zeskin̄t két eur gélénnadurez dishén̄vel dioud hon hini,

4. Ha n’en em rôin̄t két da zorc’henonou ha da nestédou dizivez, péré a zô mâd ken̄toc’h évid digas strivou, égéd évit lakaad sével tî da Zoué dré ar feiz.

5. Hôgen divez ar gourc’hémenn eo ar garan̄tez a zeû eûz a eur galoun glân, eûz a eur goustian̄s vâd, hag eûz a eur feiz gwirion.

6. Hiniennou ô fazia diwar-benn ann traou-zé, a zô trôet é lavariou gwân,

7. O felloud d’ézhô béza doktored al lézen, hép gouzout nag ar péz a lévéron̄t, nag ar péz a douon̄t.

8. Hôgen nî a oar pénaoz al lézen a zô mâd, ma en em dalvézeûr anézhi hervez ar reiz :

9. O c’houzout pénaoz al lézen né két gréat évid ann dén gwirion, hôgen évid ar ré zireiz hag ar ré amzen̄t, ar ré fallagr hag ar béc’herien, ann haḻéboded hag ar mastokined, lazerien hô zâd ha lazerien hô mamm, lazerien tûd,

10. Ar c’hadaled, ar ré a gousk gan̄t goazed all, al laéroun tûd, ar c’haouiaded, ann touerien é-gaou, ha kémen̄d a zo énep d’ar gélénnadurez vâd,

11. Péhini a zô hervez Aviel gloar Doué benniget, hag a zô bét fisiet enn-oun.

12. Trugarékaad a rann hon Aotrou Jézuz-Krist, péhini en deûz va nerzet, ô véza ma en deûz mennet é oann féal, pa en deûz va lékéat é karg :

13. Mé péhini a-raok a ioa eunn touer-Doué, eunn heskiner, eur c’hunuc’her ; hôgen trugarez em eûz kavet dirâk Doué, ô véza ma em eûz gréat kémen̄t-sé dré ziwiziégez, pa édounn c’hoaz diskrédik :

14. Ha grâs hon Aotrou a zô en em skiñet war-n-oun gan̄t founder, oc’h va leûnia eûz ar feiz hag eûz ar garan̄tez a zô é Jézuz-Krist.

15. Gwîr eo ar gér, ha dellézuz eûz a bép digémer, pénaoz Jézuz-Krist a zô deûed er béd-man̄ évit savétei ar béc’herien, a béré ounn ar c’hen̄ta.