Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/626

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
624
eil lizer san̄t paol abostol

eûz hiniennou enn hô touez péré a gerz enn eunn doaré direiz, péré na réon̄t nétrâ, hôgen en em voun̄t er péz na zell kéd out-hô.

12. Hôgen d’ar ré a zô ével-sé, é c’hourc’hémennomp, hag é pédomp stard anézhô dré ann Aotrou Jézuz-Krist, ma tebrin̄t hô bara ô laboura war daô.

13. Hôgen c’houi, va breûdeûr, na skuizit két oc’h ôber vâd.

14. Mar béz unan-bennâg ha na zen̄tfé két oud ar péz a lévéromp enn hon lizer, arouézit-hén̄, ha na zaremprédit kéd anézhan̄, évit ma en dévézô méz.

15. Na gémérit két koulskoudé anéz-han̄ ével eunn énébour, hôgen kélennit-hén̄ ével eur breûr.

16. Doué ar péoc’h hé-unan ra rôi d’é-hoc’h ar péoc’h é péb amzer hag é pép léac’h. Ra vézô ann Aotrou gan-é-hoc’h holl.

17. Mé hô salud gan̄t va dourn va-unan, Paol. Houn-nez eo va arouéz em holl lizéri ; ével-sé é skrivann.

18. Grâs hon Aotrou Jézuz-Krist ra vézô gan-é-hoc’h holl. Amen.



————