Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/625

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
623
eil lizer san̄t paol abostol d’ann tessalonied.

pé dré eul lizer a lavared deûed digan-é-omp, pénaoz é tôsta deiz ann Aotrou.

3. Na zouelled dén ac’hanoc’h é nép doaré : râk na zeûi két ann deiz-zé, kén na vézô deûet ann dizunvaniez a-raok, ha na vézô gwélet é ton̄t dén ar péc’hed, mâb ar gollidigez,

4. Pébini a énébô, hag a zavô dreist kémen̄t a c’halveur Doué, pé a azeûleur : enn hévélep doaré ma azézô é templ Doué, oc’h en em rei hé-unan évid Doué.

5. Ha n’hoc’h eûz-hu kéd a goun pénaoz, pa édoun c’hoaz gan-é-hoc’h, em eûz lavaret kémen̄t-sé d’é-hoc’h ?

6. Ha c’houi a oar ervâd pétrâ a zalc’h anézhan̄ bréma, évit ma en em ziskouézô enn hé amzer.

7. Râk mister ann drougiez en em aoz a vréma. Hôgen néb a zalc’h bréma, dalc’het bété ma vézé kased-da-gét,

8. Ha neûzé é vézô gwélet ann dén-drouk, a vézô lazet gan̄d ar c’houéz eûz a c’hénou ann Aotrou Jézuz, hag a vézô kaset-da-gét gan̄d ar skéd eûz hé zonédigez.

9. Ann dén-zé a dlé don̄t dré ôber Satan, gan̄t pép galloud, gan̄d arouésiou ha burzudou gaou,

10. Ha gan̄d ann holl douellérez ann drougiez é-kén̄ver ar ré a ia da goll, ô véza n’hô deûz kéd digéméret karan̄tez ar wirionez évit béza salvet. Dré-zé Doué a gasô d’ézhô eunn dallen̄tez vrâz, évit ma krédin̄d d’ar gaou ;

11. Évit ma vézô barnet ar ré holl péré n’hô deûz két krédet d’ar wirionez, hag a zô en em rôet d’ann drougiez.

12. Hôgen nî a dlé trugarékaad Doué bépréd évid-hoc’h, va breûdeûr karet mad gan̄d ann Aotrou, ô véza ma en deûz hô tilennet ével ar c’hen̄ta-frouez, évid hô savétei dré zan̄télédigez ar Spéred, ha dré feiz ar wirionez ;

13. É péhini en deûz hô kalvet dré hon Aviel, évit gounid gloar hon Aotrou Jézuz-Krist.

14. Dré-zé, va breûdeûr, choumit enn hô sâ, ha mirit ann tradisionou hoc’h eûz desket pé dré hor prézégennou, pé dré hon lizéri.

15. Hon Aotrou Jézuz-Krist, ha Doué hon Tâd, péhini en deûz hor c’haret, ha péhini en deûz rôed d’é-omp dré hé c’hrâs eunn dizoan peûr-baduz hag eunn espéran̄s vâd,

16. Ra zisoaniô hô kalounou, ha r’hô krévai é pép mâd-ôber hag é pép lavar mâd.


————
III. PENNAD.


1. Enn-divez, va breûdeûr, pédid évid-omp, évit ma rédô gér Doué, ha ma vézô meûlet, ével ma’z eo enn hô touez ;

2. Hag évit ma vézimp dieûbet eûz ann dûd rec’huz ha drouk ; râg ar feiz n’éma két gan̄t pép-hini.

3. Hôgen Doué a zô féal, hag a grévai ac’hanoc’h, hag hô mirô a zrouk.

4. Rag ar fisian̄s-zé hon eûz diwar hô penn enn Aotrou, pénaoz é mirit hag é mirot ar péz a c’hourc’hémennomp d’é-hoc’h.

5. Ra rôi ann Aotrou d’é-hoc’h eur galoun eeun, é karan̄tez Doué, hag é habaskded ar C’hrist.

6. Hôgen nî a c’hourc’hémenn d’é-hoc’h, va breûdeûr, é hanô hon Aotrou Jézuz-Krist, ma tec’hot diouc’h ar ré eûz hô preûdeûr péré a gerz enn eunn doaré direiz, ha nann hervez ann tradision hon eûz rôed d’ézhô.

7. Râg gouzoud a rîd hoc’h-unan pétrâ a zô réd da ôber évid heûlia ac’hanomp : pa eo gwîr n’omp két bét direiz enn hô touez ;

8. Ha n’hon eûz debret bara dén évit nétrâ ; hôgen labouret hon eûz nôz-deiz gan̄t skuizder, gan̄d aoun na zeûfemp da vec’hia hini ac’hanoc’h.

9. Né két n’hor bé bét ar galloud d’hé ôber : hôgen fellet eo bét d’é-omp en em rei hon-unan da skouér, évit ma teûfac’h d’hon heûlia.

10. Ével-sé pa édomp gan-é-hoc’h, hon eûz diskleriet d’é-hoc’h, pénaoz nép na fell két d’ézhan̄ laboura, na dle kéd dibri.

11. Râk klevoud a réomp pénaoz éz