Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/616

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



LIZER


SANT PAOL ABOSTOL


D’AR GOLOSSIED.


————


I. PENNAD.


1. Paol Abostol Jézuz-Krist dré ioul Doué, ha Timotéuz hé vreûr,

2. D’ar zen̄t ha d’ar vreûdeûr léal é Jézuz-Krist a zô é Kolossa.

3. Ra zeûi d’é-hoc’h ar c’hrâs, hag ar péoc’h digan̄d Doué hon Tâd, ha digan̄ hon Aotrou Jézuz-Krist. Trugarékaad a réomp Doué, Tâd hon Aotrou Jézuz-Krist, hag é pédomp anézhan̄ bépréd évid hoc’h ;

4. O véza klevet komza eûz hô feiz é Jézuz-Krist, hag eûz ar garan̄tez hoc’h eûz évid ann holl zen̄t,

5. Enn espéran̄s eûz ar madou a zô mired d’é-hoc’h enn en̄vou, hag eûz a béré hoc’h eûz klevet mének er gér a wirionez eûz ann Aviel ;

6. Péhini a zô deûet bétég enn-hoc’h, ével ma éma er béd holl, é péléac’h é toug frouez hag é kresk, é-c’hîz ma en deûz gréat enn hô touez, abaoé ann deiz é péhini hoc’h eûz klevet hag anavézet grâs Doué er wirionez,

7. Ével ma hoc’h eûz desket gan̄d Épafraz hon eil kér, péhini a zô évid-hoc’h eunn obérer féal da Jézuz-Krist,

8. Ha péhini en deûz rôed da anaoud d’é-omp hô karan̄tez spéréduz.

9. Dré-zé abaoé ann deiz é péhini hon eûz klevet kémen̄t-sé, na éhanomp két da bidi évid-hoc’h, ha da c’houlenni digan̄d Doué, ma leûniô ac’hanoc’h eûz a anaoudégez hé ioul é pép furnez hag é pép skian̄t spéréduz :

10. Évit ma kerzot enn eunn doaré din a Zoué, ô plijoud d’ézhan̄ é pép-trâ, ô tougen frouez a bép seurt mâd-ôberiou, hag ô kreski é gwiziégez Doué ;

11. Ma viot krévéet a bép ners hervez ar galloud eûz hé c’hloar, évit kaoud é pép-trâ ann habasked, ann hîr-c’hortozidigez gan̄d al lévénez ;

12. O trugarékaad Doué ann Tâd, péhini en deûz hol lékéad da véza din da gaout lôd é digwéz ar zen̄t er goulou ;

13. Péhini en deûz hon tennet eûz a c’halloud ann dévalien, hag en deûz hon dizouget é rouan̄télez hé Vâb kér ;

14. Dré c’hoad péhini omb bét dasprénet, hag hôn eûz bét ann distaol eûz hor péc’héjou :

15. Péhini eo ar skeûden ann Doué diwéluz, ar c’henta ganet euz ann traou krouet :

16. Râk pép-trâ a zô bét krouet gan̄t-han̄ enn en̄vou ha war ann douar, ann traou a wéler, hag ann traou na wéler két, ann trônou, ann aotrouniézou, ar prin̄sélezou, ar gallou-