Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/605

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


LIZER


SANT PAOL ABOSTOL


D’ANN ÉFÉZIED.


————
I. PENNAD.


1. Paol Abostol Jézuz Krist dré ioul Doué, d’ann holl zen̄t a zô é Éfézuz, ha d’ann dûd féal é Jézuz-Krist.

2. Ra vézô gan-é-hoc’h ar c’hrâs hag ar péoc’h digan̄d Doué hon Tâd, ha digan̄t Jézuz-Krist hon Aotrou.

3. Ra vézô benniget Doué ha Tâd hon Aotrou Jézuz-Krist, péhini en deûz hor benniget gan̄t péb bennoz spéréduz er C’hrist évid ann Én̄vou ;

4. É-c’hîz ma en deûz hon dilennet enn-han̄ abarz krouidigez ar béd, évit ma vijemp sen̄t ha dinam dira-z-han̄ er garan̄tez ;

5. Péhini en deûz hor c’hen̄d-dileûret, dré hé ioul vâd, évit béza hé vipien a zilennidigez dré Jézuz-Krist ;

6. É meuleûdi gloar hé c’hrâs, dré béhini en deûz hol lékéad da véza hétuz enn hé Vâb karet-mâd,

7. É péhini hon eûz ann dasprénadurez dré hé c’hoâd, hag ann distaol euz ar péc’héjou, hervez madou hé c’hrâs,

8. Péhini en deûz lékéat gan̄t founder enn-omp, é pép furnez hag é pép poell :

9. Évit ma tiskouézché d’é-omp dis-gwél hé ioul, hervez hé c’hrâd-vâd, dré béhini en deûz lékéad enn hé benn,

10. Pénaoz, pa vijé sévénet ann amzeriou reizet gan̄t-han̄, é c’hrounché pép-trâ er C’hrist, ken ar péz a zô enn Én̄vou, ken ar péz a zô war ann douar ;

11. Hag enn-han̄ eo ivé omb bét galvet ével dré ann darvoud, ô véza bét ken̄d-dileûret hervez ratoz ann hini a ra pép-trâ diouc’h ali hé ioul hé-unan :

12. Évit ma vézimp meûleûdi hé c’hloar, ni péré hon eûz er penn-ken̄ta lékéad hon espéran̄s er C’hrist ;

13. Hag enn-han̄ eo ivé c’houi, goudé béza klevet ar gér a wirionez (Aviel hô silvidigez), ha goudé béza bét krédet enn-han̄, oc’h bét arouézet gan̄d ar Spéred-San̄tel diouganet,

14. Péhini eo ann arrez eûz hon digouéz, bétég hon dasprénadurez, é meûleûdi hé c’hloar.

15. Dré-zé pa em eûz klevet méneg eûz hô feiz enn Aotrou Jézuz-Krist, hag eûz hô karan̄tez évid ann holl zen̄t,

16. Na éhanann két da drugarékaad Doué évid-hoc’h, ô kaout koun ac’hanoc’h em pédennou ;

17. Évit ma teûi Doué hon Aotrou Jézuz-Krist, Tâd ar c’hloar, da rei d’é-hoc’h ar spéred a furnez hag a zisklériadur, évid hé anaout ;