Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/602

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
600
lizer san̄t paol abostol

a zô bét rôet gan̄d ann Éled dré zourn eunn han̄térour.

20. Hôgen eunn han̄térour né kéd eûz a unan hép-kén : ha Doué n’eo néméd unan.

21. Hag al lézen éta a zô a-énep gwéstlou Doué ? Doué ra virô. Râk ma é défé gellet al lézen a zô bét rôet, rei ar vuez, ar wirionez hép mâr é-béd a zeûfé eûz al lézen.

22. Hôgen ar Skritur é deûz serret pép trâ dindân ar péc’hed, évit ma vijé rôet ar péz a oa gwéstlet dré feiz Jézuz-Krist d’ar ré a grédché enn-han̄.

23. Hôgen abarz ma oé deûed ar feiz, é oamp serret dindân al lézen, évit en em aoza d’ar feiz a dlié béza diskleriet.

24. Ével-sé al lézen a zô bét hor skôlier er C’hrist, évit ma vijemp didamallet dré ar feiz.

25. Hôgen pa eo deûed ar feiz, n’émomp mui dindân ar skôlier.

26. Bugalé Doué oc’h holl dré ar feiz é Jézuz-Krist.

27. Râk kémen̄d hini ac’hanoc’h a zô bét badézet er C’hrist, en deûz gwisket ar C’hrist.

28. N’eo na Iuzeô na Jen̄til, na sklâv na fran̄k, na goâz na maouez ; hôgen n’oc’h holl néméd unan é Jézuz-Krist.

29. Hôgen mar d-oc’h d’ar C’hrist, éz oc’h éta gwenn Abraham, hag ann héred hervez ann diougan.


————
IV. PENNAD.


1. Lavaroud a rann c’hoaz : Keit ha ma eo bugel ann her, né két dishén̄vel diouc’h eur mével, pétrâ-bennâg ma eo ann aotrou eûz a bép trâ :

2. Hôgen dindân ar warded ha dindân ar vérerien éma, bétég ann amzer merket gan̄d hé dâd.

3. Ével sé nî pa édomp bugalé, édomp sklaved dindân ken̄teliou ar béd.

4. Hôgen pa eo bét deûet sévénidigez ann amzer, Doué en deûz kaset hé Vâb, gréad eûz a eur c’hrég, gréad dindân al lézen ;

5. Évid daspréna ar ré a ioa dindân al lézen, hag hol lakaad da véza bugalé ann dilenn.

6. Hag ô véza ma’z oc’h bugalé, Doué en deûz kaset Spéred hé Vâb enn hô kalounou, péhini a gri Abba, va Zâd.

7. Dré-zé hini ac’hanoc’h n’eo bréma mével, hôgen mâb eo. Mar d-eo mâb, eo ivé her Doué dré Jézuz-Krist.

8. Gwéach all, pa na anavézac’h kéd Doué, é servichac’h ar ré na oa két douéed dré natur.

9. Hôgen bréma pa hoc’h eûz anavézet Doué, pé gwelloc’h pa oc’h bét anavézet gan̄d Doué, pénaoz é tistrôit-hu c’hoaz d’ar c’hélennou ken̄ta-zé ker gwân ha ker paour, dindân péré é fell d’é-hoc’h servicha adarré ?

10. Miroud a rîd ann deisiou, hag ar misiou, hag ann amzeriou, hag ar bloasiou.

11. Aoun em eûz évid-hoc’h, n’em bé laboured évid-hoc’h enn-aner.

12. Bézid ével-d-oun, râk mé a zô ével-d-hoc’h : mé hô péd eûz a gémen̄t-sé ; n’hoc’h eûz gréad droug é-béd d’in.

13. Rag gouzoud a rît pénaoz er penn-ken̄ta em eûz prézéged d’é-hoc’h ann Aviel é gwander ar c’hîk,

14. Ha pénaoz n’hoc’h eûz két va disprizet, na va distaolet enn abek da wall ioulou va c’hîk : hôgen va digéméred hoc’h eûz é-c’hîz eunn Éal Doué, ével Jézuz-Krist hé-unan.

15. Péléac’h éma éta hoc’h eurusded ? Râk ann desténi-man̄ a rôann d’é-hoc’h pénaoz neûzé hô pijé tennet, mar boa galluz, hô taoulagad, évid hô rei d’in.

16. Ha deûed ounn éta da énébour d’é-hoc’h évit béza lavaret ar wirionez d’é-hoc’h ?

17. En em rei a réon̄t d’é-hoc’h, hôgen n’eo kéd évid ar mâd : hô pellaad a fell d’ézhô diouz-omp, évit ma en em rôot d’ézhô.

18. Hôgen c’houi en em rôid d’ar mâd évit-mâd é péb amzer, ha nann hép-kén pa en em gavann enn hô touez.

19. Va bugaligou, péré a c’hanann