Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/600

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
598
lizer san̄t paol abostol

16. Diskleria d’in hé Vâb, évit ma prézégfenn anézhan̄ é-touez ar Jen̄tiled ; râk-tâl em eûz hé c’hréat hép sélaoui ar c’hîk nag ar goâd ;

17. Ha n’ounn kéd deûed da Jéruzalem da gavoud ar ré a ioa Ébestel em raok ; hôgen éad ounn enn Arabia, hag ounn distrôet c’hoaz da Zamaz.

18. A-benn tri bloaz é teûiz da Jéruzalem da wélout Per, hag é choumiz pemzék déz gan̄t-han̄.

19. Hôgen na wéliz Abostol all é-béd, némét Jakez breûr ann Aotrou.

20. É kémen̄d a skrivann d’é-hoc’h, chétu hel lavarann dirâk Doué, n’eûz gaou é-béd.

21. Ac’hanô éz îz da vrôiou ar Siria hag ar Silisia.

22. Hôgen né oann két anavézet a zremm gan̄d ann Ilizou a Judéa a grédé er C’hrist.

23. Klevet hô doa hép-kén pénaoz ann hini hô heskiné kén̄t a brézégé neûzé ar feiz, out péhini é stourmé ken̄t ;

24. Hag é veûlen̄t Doué divar va fenn.


————
II. PENNAD.


1. Pévarzék vloaz goudé éz îz adarré da Jéruzalem gan̄t Barnabaz, hag ô véza ivé kéméret Tituz gan-én̄.

2. Hôgen mon̄d a rîz dî hervez eur wélédigez ; ha mé a ziskleriaz gan̄t-hô d’ar bobl ann Aviel a brézégann d’ar Jen̄tiled, ha dreist-holl d’ar ré vrasa anézhô ; gan̄d aoun n’am bé rédet, pé na rédchenn enn-aner.

3. Hôgen na oé két rédiet Tituz, péhini a ioa gan-én̄, hag a ioa Jen̄til, da véza enwadet :

4. Hag enn abek d’ar fals-vreûdeûr a ioa deûed enn Iliz, hag a ioa en em lékéad enn hon touez évit spia ar fran̄kiz hon eûz é Jézuz-Krist, évid hol lakaad é sklavérez,

5. Na fellaz kéd d’é-omp pléga évid eur prédik, évit ma choumché gan̄-é-hoc’h gwirionez ann Aviel.

6. Ével-sé ar ré hô doa ann doaré da véza eunn dra bennâg (ar péz in̄t bét gwéchall né kéd em kers, ha Doué n’en deûz kemm é-béd évid dén), ar ré éta hô doa évid-oun ann doaré da véza eunn dra-bennâg, n’hô deûz desket d’in nétrâ a nevez ;

7. Hôgen enn-énep pa wéljon̄t pénaoz ar garg da brézégi ann Aviel d’ar ré zienwadet a oa bét rôed d’in, ével da Ber ar garg da brézégi d’ar ré enwadet ;

8. (Râg ann hini en deûz lékéat Per da Abostol d’ar ré enwadet, en deûz ivé va lékéad da Abostol d’ar ré zienwadet)

9. Pa anâvézaz Jakez, ha Kéfaz, ha Iann, péré a hévélé béza ar peûliou eûz ann Iliz, ar c’hrâs a ioa bét rôed d’in, é rôjon̄t hô dourn déou d’in ha da Varnabaz enn arouéz kévrédigez, évit ma prézégfemp-nî d’ar Jen̄tiled, hag hî d’ar ré enwadet.

10. Erbédi a réjon̄t hép-kén d’éomp kaout koun eûz ar béorien ; ar péz em eûz préder brâz da ôber.

11. Hôgen pa zeûaz Kéfaz da An̄tiokia, mé a énébaz out-han̄ enn hé zaou-lagad, ô véza ma oa tamalluz.

12. Râg a-raok ma oa deûet hiniennou a berz Jakez, hén̄ a zebré gan̄d ar Jen̄tiled ; hôgen goudé ma oen̄d deûet, hén̄ en em dennaz hag en em rannaz diout-hô, gan̄d aoun râg ar ré a ioa enwadet.

13. Ar Iuzevien all a heûliaz hé drôidellérez, ha Barnabaz hé-unan a oé didennet enn hévélep trôidellérez.

14. Hôgen pa wéliz pénaoz na gerzen̄t két eeun hervez gwirionez ann Aviel, é liviriz da Géfaz dirâg ann holl : Ma vévez é doaré ar Jen̄tiled, ha té Iuzev, ha nann é doaré ar Iuzevien, pérâg é rédiez-té ar Jen̄tiled da véva é-c’hîz Iuzevien ?

15. Iuzevien omp ganet, ha n’omp két Jen̄tiled, péré a zô péc’hérien.

16. Hôgen ô c’houzout pénaoz ann dén né két didamallet dré ôberiou al lézen, hôgen dré ar feiz é Jézuz Krist, nî hon eûz hon-unan krédet é Jézuz-Krist, évit ma vézimp didamallet dré ar feiz er C’hrist, ha nann dré ôberiou al lézen : râk dén é-béd na vézô didamallet dré ôberiou al lézen.

17. Pa glaskomp béza didamallet