Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/597

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
595
d’ar gorin̄tied.

gwanderiou, évit ma choumô enn-oun ners ar C’hrist.

10. Dré-zé en em blijann em gwanderiou, enn dismégansou, enn ézommou, enn heskinou, enn an̄keniou évid ar C’hrist : râk pa ounn gwân, neûzé eo ounn kré.

11. Diboell ounn deûet, ha c’houi eo hoc’h eûz va rédiet da véza. Râg gan-é-hoc’h eo é tlienn béza meûlet : pa n’ounn két bét distéroc’h égéd ar ré vrasa eûz ann Ébestel, pétrâ-bennâg n’ounn nétrâ.

12. Koulskoudé merkou va Abostoliez a zô en em ziskouézet enn hô touez gan̄t péb habaskded, gan̄d arouésiou, gan̄t burzudou, ha gan̄d ôberiou nerzuz.

13. Râk pétrâ hoc’h eûz-hu bét a nébeûtoc’h égéd ann Ilizou all, némét n’em eûz kéd hô péc’hiet ? Distaolid d’in ar gaou-zé.

14. Chétu ann trédé gwéach ounn en em reizet évit mon̄d d’hô kwélout, ha na rôinn kéd a véac’h d’é-hoc’h. Râk na glaskann kéd ar péz a zô d’é-hoc’h, hôgen c’houi eo a glaskann. Râk né kéd ar vugalé a dlé dastumi tenzoriou évid hô zadou, ann tadou eo a dlé dastumi évid hô bugalé.

15. Ha mé a rôi a galoun vâd kémen̄d em eûz, hag en em rei a rinn c’hoaz va-unan évid hoc’h énéou, pétrâ-bennâg évid hô karoud ével ma rann, é karit nébeût ac’hanoun.

16. Hôgen bézet : n’em eûz két hô péc’hiet ; hôgen, war hô menô, eunn dén troidelluz ounn, hag eo felled d’in hô kéméroud dré ijin.

17. Ha lékéad em euz-mé unan-bennâg eûz ar ré em eûz kaset étrézég enn-hoc’h da denna eunn dra digan-é-hoc’h ?

18. Pédet em eûz Tituz da von̄d d’hô kwelout, hag em eûz kaset gan̄t-han̄ unan eûz hor breûdeûr. Ha Tituz en deûz-hén̄ tennet eunn dra digan-é-hoc’h ? Ha n’hon eûz-ni kéd heûliet ann hévélep spéred ? Ha n’hon eûz-ni két kerzet war ann hévélep roudou ?

19. Ha menna a rit-hu c’hoaz pénaoz en em zidamallimp dira-z-hoc’h ? Komza a reomb ouz-hoc’h dirâk Doué er C’hrist : ha kémen̄d a lévéromp d’é-hoc’h, va breûdeûr kér, eo évid skouér-vâd d’é-hoc’h.

20. Râg aoun em eûz, pa’z inn d’hô kwélout, n’hô kavinn kéd ével ma fell d’in, ha na gavot két ac’hanoun ével ma fell d’é-hoc’h : aoun em euz na vé enn hô touez reûstlou, gwariziou, drougiézou, strivou, drouk komsiou, c’houibanadou, stambouc’hiou, dispac’hiou :

21. Hag ével-sé, pa zeûinn adarré d’hô kwélout, na vézékajé Doué ac’hanoun enn hô prô, ha na vé réd d’in gwéla war veûr a hini péré hô doa péc’het a-raok, ha n’hô deûz két gréad pinijen eûz hô lousdôni, euz hô gadélez, hag eûz hô likaouérez.


————
XIII. PENNAD.


1. Chétu évid ann trédé gwéach éz ann d’hô kwélout. É génou daou pé drî dést é savô pép gér.

2. Lavaret em eûz dijâ d’é-hoc’h, ha lavaroud a rann c’hoaz ha mé ezvézan̄d, hôgen ô véza ma vézinn bézan̄d abarz némeur, pénaoz ma teûann eur wéach all, na esperninn kéd ar ré hô deûz péc’het, nag ar ré all holl.

3. Ha felloud a ra d’é-hoc’h arnodi galloud ar C’hrist péhini a gomz dré va génou, pehini né két bét gwân, hôgen gallouduz enn hô touez ?

4. Râk pétrâ-bennâg ma eo bét staget oud ar groaz hervez ar gwander ; hôgen béva a ra bréma dré ners Doué. Ha nî ivé a zô gwân gan̄t-han̄, hôgen béva a raimp gan̄t-han̄ dré ners Doué péhini a wéleur enn-hoc’h.

5. En̄klaskid hoc’h-unan mar d-é-moc’h er feiz : en em arnodit hoc’h-unan. Ha na anavézit-hu kéd hoc’h-unan pénaoz éma Jézuz-Krist enn-hoc’h ? Némét kollet é vec’h a-grenn.

6. Hôgen mé a esper pénaoz éc’h anavézchot n’omp két nî kollet a-grenn.

7. Hôgen nî a béd Doué évit na réat droug é-béd ; nann évit ma vézimp kavet mâd, hôgen évit ma réot ar pez a zô mâd da ôber, ha pa dléfemp ni béza kollet.