Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/595

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
593
d’ar gorin̄tied.

veûl hô-unan, nag en em geida out-hô : hôgen en em ven̄ta a réomp war ar péz omp évit-gwîr enn-omp hon-unan, hag en em geida a réomp ouz-omp hon-unan.

13. Ével-sé nî n’en em veûlimp két dreist-men̄t, hôgen hervez men̄t ar reiz, en deûz Doué rannet d’é-omp, ar ven̄t da véza deûet bétég enn-hoc’h.

14. Râk n’en em astennomp két enn tu all d’ar péz a dléomp, ével pa na vijemp két deûet bétég enn-hoc’h ; pa omp deûet bétég enn-hoc’h enn eur brézégi Aviel ar C’hrist.

15. N’em em veûlomp kéd éta dreist-men̄t, é labouriou ar ré all : hôgen nî a esper pénaoz ma kresk hô feiz, en em veûlimp enn-hoc’h gan̄t founder hervez hor reiz,

16. O prézégi ann Aviel d’ar ré a zô enn tu all d’é-hoc’h : ha n’en em veûlimp két é reiz eunn all er péz en dévézô aozet dijâ.

17. Hôgen mar teû eur ré d’en em veûli, r’en em veûlo enn Aotrou.

18. Râk né kéd ann hini en em veûl hé-unan a zô da brizout, hôgen ann hini a zô meûlet gan̄d Doué.


————
XI. PENNAD.


l. Plijet gan̄d Doué é hellfac’h gouzan̄vi eunn nébeût va diévézded ; ha gouzan̄vit ac’hanoun.

2. Râk gan̄t gwarizi hô karann, hôgen gan̄t gwarizi Doué ; râg hô timézet em eûz ével eur werc’hez dinam da eur pried hép-kén, péhini eo ar C’hrist.

3. Hôgen aoun em eûz pénaoz, ével ma en deûz ann aer touellet Éva dré hé ijinou, ével-sé ivé na vézô saotret hô skian̄chou, ha na zeûin̄t da zistéraat eûz ann eeunder a zô er C’hrist.

4. Râk mar prézeg ann hini a zeû eur C’hrist all égéd ann hini hon eûz prézéget ; pé mar rô d’é-hoc’h eur Spéred all égéd ann hini hoc’h eûz digéméret ; pé mar prézeg eunn Aviel all égéd ann hini a zô bét rôed d’é-hoc’h, gan̄t gwîr abek é c’houzan̄vit.

5. Râk mé a venn pénaoz n’em eûz gréat nétrâ a nébeûtoc’h égéd ar ré vrasa eûz ann Ébestel.

6. Mar d-ounn amzéré em c’homsiou, n’ounn kéd enn hévélep trâ er wiziégez : hôgen en em ziskouézet omp enn hô touez é pép trâ.

7. Hag eur gwall em eûz-mé gréat, pa ounn en em izéléet évid hoc’h huélaat, ô prézégi d’é-hoc’h Aviel Doué évit nétrâ ?

8. Dibourc’het eo ann Ilizou all gan-én̄, ô tigémérout gôbr digan̄t-hô évit servicha ac’hanoc’h.

9. Ha pa oann gan-é-hoc’h, hag em boa ézomm, n’em euz béc’hiet dén : râg ar vreûdeûr a zô deûed eûz a Vasédonia hô deûz rôed d’in ar péz em boa ézomm ; hag é pép trâ em eûz hô servichet, hag hô servichinn héb hô péc’hia.

10. Ével éma gwîrionez ar C’hrist enn-oun, na vézô két lamet ar veûleûdi-zé digan-én̄ é brôiou ann Akaia.

11. Pérâg ? Ha n’hô karann-mé két ? Doué her goar.

12. Hôgen ann dra-zé a rann, a rinn, évit trouc’ha ann darvoud d’en em veûli d’ar ré hé glask, ô fellout d’ézhô en em ziskouéza hén̄vel ouz-omp, évit kaout énô eunn abek a veûleûdi.

13. Râg ar seurt tûd-zé a zô fals Ébestel, labourerien touelluz, péré a fell d’êzhô kéméroud doaré Ébestel ar C’hrist.

14. Ha né kéd eunn dra souézuz ; râk Satan hé-unan a gémer ann doaré eûz a eunn Éal goulaouek.

15. Né kéd éta estlammuz mar teû hé vinistred da géméroud doaré ministred ar wirionez : hôgen hô divez a vézô hén̄vel oud hô ôbériou.

16. Hel lavaroud a rann c’hoaz d’é-hoc’h (na vennô dén é venn eunn dén diskian̄t, pé da vihana digémérid ac’hanoun ével eunn dén diskian̄t, évit ma hellinn ivé en em veûli eunn nébeût) :

17. Krédit, mar kirit, pénaoz ar péz a lavarann, n’hel lavarann két hervez ann Aotrou, hôgen ével dré ziboell, ar pez a zeû da abek d’in d’en em veûli.