Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/59

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
57
levr ar profed isaias.

na éhaninn két enn abek da Jéruzalem, kén n’en em ziskouézô hé dén reiz ével eur skéd, kén na losko hé Salver ével eur c’hleûzeur.

2. Ar brôadou a wélô da zén reiz, hag ann holl rouéed da zén brudet : eûz a eunn hanô névez é vézi galvet, a vézô bét rôet d’id gan̄t génou ann Aotrou.

3. Eur gurunen a c’hloar é vézi é dourn ann Aotrou, hag eunn taled a roué é dourn da Zoué.

4. Na vézi mui galvet ann dilézet ; ha da zouar na vézô mui galvet ann disman̄tret ; hôgen té a vézô galvet va muia-karet, ha da zouar ann douar a zô pobl enn-han̄ ; râg ann Aotrou en deûz lékéat hé garan̄tez enn-od ha da zouar a vézô leûn a dûd.

5. Ann ozac’h iaouan̄k a choumô gan̄d ar plac’h-iaouan̄k hé c’hrég, ha da vugalé a choumô enn-od. Ann ozac’h en em laouénai gan̄d hé c’hrég, ha da Zoué en em laouénai gan-éz.

6. War da vuriou, Jéruzalem, em eûz lékéat gwarded ; na davin̄t bikenn nag enn deiz, nag enn nôz ; c’houi péré hoc’h eûz koun eûz ann Aotrou, na davit két,

7. Ha na rôit két a béoc’h d’ézhan̄, kén na startai Jéruzalem, ha n’hé lakai da veûleudi war ann douar.

8. Touet en-deûz ann Aotrou dré hé zourn déou, ha dré hé vréac’h kré : na rôinn mui da éd d’as énébourien évid en em vaga, ha bugalé ann diavésidi na évin̄t mui da wîn, péhini en deûz rôet kémen̄d a boan d’id.

9. Hôgen ar ré hô deûz dastumet da éd, a zebrô anézhan̄, hag a veûlô ann Aotrou, hag ar ré hô deuz kutuḻet da wîn, a évô anézhan̄ em leurennou san̄tel.

10. Tréménit, tréménit dré ar persier, aozit ann hen̄t évid ar bobl, kompézit ann hen̄t, tennid ar vein, ha savid ann arouéz d’ar boblou.

11. Chétu ann Aotrou a rô da glévout kémen̄t-man̄ bétég harzou ann douar. Livirit da verc’h Sion : Chétu é teû da Zalver : chétu éma hé c’hôbr gan̄t-han̄, hag hé ôber dira-z-han̄.

12. Hag hî a vézô galvet ar bobl san̄tel, ar ré zasprénet gan̄d ann Aotrou. Ha té a vézô galvet ar géar glasket, ha nann ar géar dilézet.


————


LXIII. PENNAD.


Trugarézou ann Aotrou é-kén̄ver Israel.


1. Piou eo hé-man̄ a zeû eûz a Édom, gan̄d hé ziḻad livet eûz a Vosra ? Hé-man̄ péhini a zo kaer enn hé zaé, hag a valé gan̄t kalz a ners. Mé eo, a gomz hervez ar reiz, hag a stourm évit savétei.

2. Pérâg éta eo rûz da zaé, ha da ziḻad hen̄vel oud ré ann hini a vac’h ar gwîn er waskel ?

3. Va-unan em euz mac’het ar gwîn, ha né oa hini eûz ar boblou gan-en̄ ; hô mac’het em euz em frouden, hô gwasket em eûz em buanégez ; hag hô goad a zô bét strin̄ket war va zaé, hag eo bét saotret gan-én̄ va holl ziḻad.

4. Râk deiz ar ven̄jan̄s a zô em c’haloun, bloaz va dasprénadurez a zô deûet.

5. Sellet em eûz enn-drô d’in, ha na oa dén évit va skoazella ; klasket em eûz, ha na oa dén évit va c’hen-nerza ; ha va bréac’h va-unan é deûz va dieûbet, ha va frouden va-unan é deûz va skoazellet.

6. Ha mé em eûz gwasket ar boblou em frouden, hag em eûz hô mezviet em buanégez, hag em eûz diskaret hô ners d’ann douar.

7. Koun em bézô eûz a drugarézou ann Aotrou ; meûli a rinn ann Aotrou évit kémen̄d en deuz gréat enn hor c’hén̄ver, évid ann holl vadou en deûz rôed da di Israel, en deûz skuḻet war-nézhan̄ hervez hé vadélez, hag hervez al lôd brâz eûz hé drugarézou.

8. Hag hén̄ en deûz lavaret : Koulskoudé va fobl eo ; bugalé dinac’h in̄t ; hag hén̄ a zô deûet da Zalver d’ézhô.

9. Enn hô holl c’hlac’har né két bet glac’haret, hag ann éal a zô dira-z-han̄ en deûz hô dieûbet : enn hé garan̄tez hag enn hé drugarézou en deûz hô dasprénet ; hô douget en