Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/589

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
587
d’ar gorin̄tied.

17. Râk n’omp két ével meûr a hini, péré a saotr gér Doué ; hôgen nî a gomz gan̄d eeunder, ével a berz Doué, dirak Doué, hag é dén ar C’hrist.


————
III. PENNAD.


1. Ha déraoui a raimp-ni c’hoaz en em erbédi hon-unan ? hag ézomm hon eûz-ni, ével hiniennou, a lizéri erbéd évid-hoc’h, pe digan-é-hoc’h ?

2. C’houi eo hol lizer, péhini a zo skrivet enn hor c’halounou, péhini a zô gwéset ha lennet gan̄d ann dûd holl :

3. Ha c’houi a ziskouéz pénaoz oc’h lizer ar C’hrist, a zô bét gréat gan-é-omp, hag a zô bét skrivet, nann gan̄t liou, hôgen gan̄t Spéred ann Doué béô ; nann war daolennou mein, hôgen war daolennou kiguz péré eo hô kalounou.

4. Dré ar C’hrist eo hon eûz eunn hévéled fisian̄s é Doué :

5. Né kéd é hellfemp kaoud ac’hanomp hon-unan eur ménoz-bennâg, ével ac’hanomp hon-unan ; hôgen hor galloud a zeû eûz a Zoué :

6. Hag hén̄ eo en deûz hol lékéat da vézâ mâd da vinistred ann testaman̄t nevez, nann el lizer, hôgen er Spéred ; râg al lizer a lâz, hag ar Spéred a rô ar vuez.

7. Ma é deûz bét karg ar marô, merkét ha skrivet war ar vein eunn hévélep gloar, na hellé két bugalé Israel selloud out Moizez, enn abek da skéd hé zremm, péhini a dlié mon̄d-da-gét,

8. Pégémen̄t na dlé két béza brasoc’h gloar karg ar Spéred ?

9. Râk ma é deûz bét gloar karg ar varnédigez, péger brasoc’h c’hoaz é vézô gloar karg ar wirionez.

10. Râg ar c’hloar a wéleur enn tû-zé n’eo nétrâ é-skoaz hihi ann Aviel a zô kalz dreist.

11. Râk ma éz euz gloar er garg a ia-da-gét, pégémen̄t é tlé béza mui a c’hloar er garg a badô da vikenn.

12. Pa hon eûz éta eunn hévélep espéran̄s, é kéméromp kalz a fisians :

13. Ha na réomp kéd ével Moizez péhini a lékéa eur wél war hé zremm, évit na vijé két gwélet gan̄t bugale Israel hé zremm péhini a dlié mon̄d-da-nétra ;

14. Hôgen hô skian̄chou a zô dallet ; râk c’hoaz hiriô pa lennon̄t ann Testaman̄t kôz, ar wel-zé a choum war hô c’haloun, héb béza savet, râk n’eûz néméd ar C’hrist a gémen̄d a hellé hé sével.

15. Ével-sé bété vréma, pa lenneur Moizez d’ézhô, hô deûz eur wél war hô c’haloun.

16. Hôgen pa zistrôi hô c’haloun oud ann Aotrou, é vézô tennet ar wél.

17. Hôgen ann Aotrou a zô Spéred ; hag el léac’h ma éma Spéred ann Aotrou, énô éma ivé ar fran̄kiz.

18. Ével-sé nî holl, ô véza dizôlô hon dremm, é wélomp gloar ann Aotrou, omp kemmet enn eunn hévélep skeûden eûz a eur sklerder enn eur sklerder all, évél gan̄t Spéred ann Aotrou.


————
IV. PENNAD.


1. Dré-zé pa hon eûz eunn hévélep karg, hervez ann trugarez a zô bét gréad d’é-omp, na fallomp két ;

2. Hôgen pellaad a réomp diouz-omp ar vézégez kuzet, hép kerzoud enn trôidel, hép saotra gér Doué ; hôgen ô tiskleria ar wirionez, hag ô tellézout meûleûdi ann dûd holl dirâk Doué.

3. Mar d-eo c’hoaz kuzet hon Aviel, évid ar ré gollet eo eo kuzet ;

4. Évid ar ré ziskrédik eûz a béré Doué ar béd-man̄ en deûz dallet ar skian̄chou, évit na lugernô kéd enn-hô goulou Aviel gloar ar C’hrist, péhini a zô skeûden Zoué.

5. Râk n’en em brézégomp kéd hon-unan, hôgen prézégi a réomp Jézuz-Krist hon Aotrou : ha nî a zô hô servicherien évit Jézuz :

6. Râg ann Doué en deûz gourc’hémennet d’ar goulou loc’ha eûz a greiz ann dévalien, en deûz ivé lékéad hé c’houlou enn hor c’halounou, évit ma hellfemp goulaoui gwiziégez gloar Doué, é dremm Jézuz-Krist.