Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/584

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
582
ken̄ta lizer san̄t paol abostol

40. Hôgen bézet gréat pép-trâ gan̄d déréadégez, hervez ar reiz.


————
XV. PENNAD.


1. Digas a rann bréma da koun d’é-hoc’h, va breûdeûr, ann Aviel em eûz prézéget d’é-hoc’h, hoc’h eûz digéméret, é péhini é choumit stard,

2. Ha dré béhini oc’h salvet ; évit ma wélot ma hoc’h eûz hé zalc’het ével ma em eûz hé brézéget d’é-hoc’h ; anéz é vé enn-aner hô pé krédet.

3. Râk da gen̄ta em euz rôed da anaoud d’é-hoc’h ar péz a zô bét ivé rôed d’in, pénaoz eo marô ar C’hrist évid hor péc’héjou hervez ar Skrituriou :

4. Penaoz eo bét liénet, hag eo dazorc’het ann trédé deiz hervez ar Skrituriou ;

5. Pénaoz eo bét en em ziskouézet da Zéfaz, ha goudé-zé d’ann unnék Abostol ;

6. Pénaoz goudé-zé eo bét gwélet enn eur wéach gan̄t mui égét pemp kan̄t breûr, euz a béré éz eûz c’hoaz kalz hag a zô béô bréma, hag hiniennou a zo kousket ;

7. Pénaoz goudé eo bét gwélet gan̄t Jakez, ha pelloc’h gan̄t ann holl Ébestel ;

8. Ha pénaoz enn-divez goudé ar ré all holl eo en em ziskouézet d’in, mé péhini n’ounn néméd eur sioc’han,

9. Râk mé a zô ann distéra eûz ann Ébestel, ha na zellézann két béza hanvet Abostol, ô véza ma em eûz heskinet Iliz Doué.

10. Hôgen dré c’hras Doué eo ounn ar péz éz ounn, hag hé c’hrâs n’eo két bét difrouez enn-oun ; hôgen muioc’h égéd ar ré all holl em eûz labouret ; nann mé koulskoudé, hôgen grâs Doué péhini a zô gan-én̄.

11. Ével-sé pé eo mé, pé eo hî, chétu pétrâ a brézégomp d’é-hoc’h, ha chétu pétrâ hoc’h euz krédet.

12. Pa eo gwîr éta pénaoz eo bét prézéget d’é-hoc’h eo bét dazorc’het ar C’hrist eûz a douez ar ré varô, pérâg é lavar hiniennou ac’hanoc’h, pénaos na zasorc’hô kéd ar ré varô ?

13. Râk ma na zazorc’h kéd ar ré varô, né kéd ivé dazorc’het ar C’hrist.

14. Ha ma né kéd dazorc’het ar C’hrist, hor prézégen a zô didalvez, hag hô feiz a zô ivé didalvez.

15. Testou faoz zô-kén é vézimp kavet é-kén̄ver Doué, ô véza ma hon eûz rôed ann desténi-man̄ a-énep Doué, pénaoz en deûz dazorc’het ar C’hrist ; ha padâl n’en deûz kéd hé zazorc’het, ma na zeû kéd ar ré varô da zazorc’hi.

16. Râk ma na zazorc’h kéd ar ré varô, ar C’hrist né kéd ivé dazorc’het.

17. Ma né kéd dazorc’het ar C’hrist, hô feiz a zô didalvez, râk enn hô péc’héjou émoc’h c’hoaz.

18. Ével-sé ’ta ar ré a zô kousket er C’hrist, a zô ivé kollet.

19. Ma n’hor bé espéran̄s er C’hrist, néméd évid ar béd-man̄, nî a vé ar ré druézusa eûz ann dûd.

20. Hôgen bréma ar C’hrist a zô dazorc’het eûz a douez ar ré varô, ével ar c’hen̄ta-frouez eûz ar ré gousket.

21. Ével-sé, pa eo deûet ar marô dré eunn dén, dazorc’hidigez ar ré varô a dlé ivé don̄d dré eunn dén.

22. Râg ével ma varv ann holl é Adam, ével-sé ann holl a asbévô er C’hrist.

23. Hôgen pép-hini a zeûi enn hé reiz, hag ar C’hrist ével ar c’hen̄ta-frouez : goudé, ar ré a zô d’ar C’hrist, ha péré hô deûz krédet enn hé zonédigez.

24. Ha neûzé é teûi ann divez, pa en dévézô rôed hé rouan̄télez da Zoué hé Dâd, pa en dévézô kaset-da-gét kémen̄t rouan̄télez, kémen̄t aotrouniez, ha kémen̄t ners.

25. Râk réd eo dézhan̄ réna, bété ma vézô lékéad hé énébourien dindân hé dreid.

26. Hôgen ann divéza énébour a vézô diskaret eo ar marô : râk lakaad a râi pép-trâ dindân hé dreid. Hogen pa lévéreur :

27. Pénaoz pép-trâ a dlé pléga dindân-han̄, héb arvar eo némed ann hini en deûz lékéat pep-trâ da bléga dindân̄-han̄.