Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/582

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
580
ken̄ta lizer san̄t paol abostol


XIII. PENNAD.


1. Mar komzann holl iézou ann dûd, hag hini ann Élez, ha ma n’em eûz kéd ar garan̄tez, n’ounn néméd ével arem a zon, pé ével eur simbal skiltruz.

2. Ha pa’m bé ar galloud da ziougani ; hag éc’h anavézfenn ann holl visteriou, hag em bé ar wiziégez eûz a bép-trâ ; ha pa’m bé ann holl feiz réd évit lakaad ar vénésiou da gerzout ; ma n’em eûz kéd ar garan̄tez, n’ounn nétrâ.

3. Ha pa’m bé darnaouet va holl vadou évit boéta ar béorien ; ha pa’m bé rôet va c’horf évit béza losket ; ma n’em eûz kéd ar garan̄tez, na dâl nétrâ d’in.

4. Ar garan̄tez a zô habask ; kûn eo. Ar garan̄tez né kéd érézuz ; né két balc’h ; né két stambouc’het ;

5. Né két fougéuz ; na glask két ar péz a zô d’ézhi hé-unan ; na vuanéka két ; na venn kéd a zrouk ;

6. N’en em laouéna két eûz ann drougiez, hôgen en em laouénaad a ra eûz ar wirionez ;

7. Herzel a ra ouc’h pép-trâ ; kridi a ra pép-trâ ; espéroud a ra pép-trâ ; gouzan̄vi a ra pép-trâ.

8. Ar garan̄tez na baouézô bikenn. Hôgen ann diouganou a fallô, hag ann iézou a éhanô, hag ar wiziégez a ziaézô.

9. Râk na ouzomp némét lôd, ha na ziouganomp némét lôd.

10. Hôgen pa vézô deûet ar péz a zô klôk, ar péz a ioa lôd a fallô.

11. Pa oann eur bugel, é komzenn ével eur bugel, é oann fûr ével eur bugel, é vennenn ével eur bugel. Hôgen pa ounn deûed da zén, em eûz kuitéet ar péz a zalc’hé eûz ar bugel.

12. Bréma é wélomp dré eur mellézour ha gan̄d eul lavar gôlôet ; hôgen neuzé dremm ouc’h dremm. Bréma éc’h anavézann lôd ; hôgen neûzé éc’h anavézinn ével ma ounn anavézet.

13. Bréma ann trî-man̄, ar feiz, ann espéran̄s hag ar garan̄tez a choum ; hôgen ar brasa anézhô eo ar garan̄tez.


————
XIV. PENNAD.


1. En̄klaskid ar garan̄tez ; c’hoan̄tait ar grasou spéréduz ; ha dreist-holl ar c’hrâs ma tiouganot.

2. Râg ann hini a gomz eunn iéz disanaf, na gomz kéd ouc’h ann dûd, hôgen ouc’h Doué ; râk dén na glev anézhan̄, ha komza a ra é spéred eûz ann traou kuzet.

3. Hôgen ann hini a ziougan, a gomz oud ann dûd évid ho c’hen̄télia, hô alia, hô fréalzi.

4. Ann hini a gomz eunn iéz dizanaf, a zeû d’en em gen̄télia hé-unan ; hôgen ann hini a ziougan, a zeû da gen̄télia Iliz Doué.

5. Mé a garfé é komzfac’h holl iézou disanaf ; hôgen ken̄toch é tiouganfac’h. Râk brasoc’h eo ann hini a ziougan, égéd ann hini a gomz iézou dizanaf, nemét trei a rafé ar péz a lavar, évit ma tigémérô ann Iliz ar gen̄tel.

6. Hôgen bréma, va breûdeûr, mar teûann da gomza ouz-hoc’h é iézou dizanaf, da bétrâ é vézô mâd d’é-hoc’h, néméd é komzfenn ouz-hoc’h pé dré wélédigez, pé dré wiziégez, pé dré ziougan, pé dré gélénnadurez ?

7. Ha na wélomp-ni kéd ivé enn traou diéné a rô soniou, ével ar zutel hag ann délen, pénaoz ma na réon̄t toniou dishén̄vel, pénaoz é ouzeûr ar péz a ganeur war ar zutel, pé war ann délen ?

8. Ma rô ar c’horn eur soun arvaruz, piou en em aozô évid ar brézel ?

9. Ével-sé c’houi, ma né két splamm ann iéz a gomzit, pénaoz é vézô gwézet ar péz a livirit ? C’houi a vézô ével pa gomzfac’h enn éar.

10. Évit-gwîr éz eûz kenn aliez a iéz dishén̄vel er béd-man̄ : ha n’eûz pobl é-béd héb hé iéz.

11. Ma na ouzonn kéd éta talvoudégez ar geriou, mé a vézô tréfoed évid ann hini ouc’h péhini é komzinn ; hag ann hini a gomz ouz-in a vézô tréfoed évid-oun.

12. Ével-sé, c’houi, pa en̄klaskit ar grasou spéréduz, ioulit c’hoan̄tait kalz anézhô évit ken̄télia ann Iliz.