Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/577

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
575
d’ar gorin̄tied.

eunn idol n’eo nétrâ er béd, ha pénaoz n’eûz Doué all é-béd, néméd eunn Doué hép-kén.

5. Râk pétrâ-bennâg ma éz eûz hag a zô hanvet douéou, pé enn én̄v, pé war ann douar (hag éz eûz ével-sé meûr a zoué ha meûr a aotrou),

6. Koulskoudé n’eûz évid-omp néméd eunn Doué hép-kén, ann Tâd, a béhini é teû pép-trâ, ha péhini en deûz hor gréad évit-han̄ ; hag eunn Aotrou hép-kén, Jézuz-Krist, dré béhini eo bet gréat pép-trâ, ha ni ivé dré-z-han̄.

7. Hôgen ann holl n’hô deûz kéd ar wiziégez. Râk béz’ éz eûz tûd hag a zebr kigou kinniged d’ann idolou, ô kridi bété vréma pénaoz ann idol a zô eunn dra : hag hô c’houstian̄s, ô véza gwân̄, a zô saotret.

8. Né kéd ar boéd hol laka da véza hétuz da Zoué : râk mar tebromp, n’hor bézô két muioc’h ; ha ma na zebromp két, n’hor bézô két nébeûtoc’h.

9. Hôgen likid évez na vé hô fran̄kiz eunn abek a lamm évid ar ré wân.

10. Râk mar gwél unan eûz ar ré-man̄ unan-bennâg eûz ar ré wiziek, azézed ouc’h taol é templ ann idolou, ha na vézô kéd douget, hén̄ péhini en deûz eur goustian̄s wân, da zibri ivé eûz ar c’hîk kinniged d’ann idolou ?

11. Ha na vézô ket kollet dré da wiziégez eur breûr gwân, évit péhini eo marô ar C’hrist ?

12. Ével-sé ô péc’hi a-énep hô preûdeûr, hag ô c’hlaza hô c’houstian̄s wân, é péc’hid a-éneb ar C’hrist.

13. Mar teû éta va boéd da rei gwall-skouér d’am breûr, na zebrinn mui bikenn a gîk, gan̄d aoun na rôjenn gwall-skouér d’am breûr.


————


IX. PENNAD.


1. Ha n’ounn-mé két fran̄k ? Ha n’ounn-mé ked Abostol ? Ha n’em eûz két gwélet Jézuz-Krist hon Aotrou ? Ha n’oc’h-hu két c’houi va ôber enn Aotrou ?

2. Ha ma n’ouon kéd Abostol é-kén̄ver ar ré all, éz ounn diana enn hô kén̄ver ; râk c’houi a zô siel va Abostoliez enn Aotrou.

3. Chétu va difenn oud ar ré a damall ac’hanoun.

4. Ha n’hon eûz-ni kéd ar gwîr da zibri ha da éva ?

5. Ha n’hon eûz-ni kéd ar gwîr da gâs gan-é-omp dré-holl eur vaouez hag a vé hor c’hoar é Jézuz-Krist, ével ma râ ann Ébestel all ; breûdeûr ann Aotrou, ha Kéfaz ?

6. Ha n’eûz néméd-oun, ha Barnabaz, a gémen̄t n’hor bé kéd ar gwîr da ôber ével-sé ?

7. Piou a ra népred ar brézel diwar hé goust ? Piou a blan̄t eur winien, ha na zebr kéd euz hé frouez ? Piou a gâs ar saoud da beûri, ha na év kéd eûz hô léaz ?

8. Hag hervez ann dén eo é lavarann kémen̄t-man̄ ? Ha n’hel lavar kéd ivé al lézen ?

9. Râk skrived eo é lézen Moizez : Na éréot kéd hé c’hénou d’ann éjenn a zô ô tourna. Ha prédéria a ra Doué ann éjenned ?

10. Ha né két ken̄toc’h évid-omp en deûz lavared ann dra-zé ? Râg évid-omp-ni eo bét skrivet pénaoz néb a gas ann alar a dlé arat gan̄d eunn espéran̄s-bennâg, ha néb a zourn a dlé dourna gan̄d espéran̄s da gaoud hé lôd.

11. Mar hon eûz hadet madou spéréduz enn-hoc’h, hag eunn dra vrâz eo é védfemp eûz hô madou kiguz ?

12. Mar teû ré all da zével ar gwîr-zé war-n-hoc’h, pérak na rajemp-ni két ken̄toc’h ? Hôgen n’omp kéd en em zervichet euz ar gwîr-zé, hag hon eûz gouzan̄vet pép-trâ, évit na rôjemp gwall skouér é béd da Aviel ar C’hrist.

13. Ha na ouzoc’h-hu két pénaoz ar ré a labour enn templ, a zebr eûz ar péz a zô kinniget enn templ ; hag ar ré a zervich ann aoteriou hô deûz hô lôd enn aoteriou ?

14. Ével-sé ann Aotrou en deûz gourc’hemenned d’ar ré a brézeg ann Aviel, béva diouc’h ann Aviel.

15. Hôgen mé n’ounn kéd en em zerviched eûz ar gwiriou-zé. Ha na skrivann kéd ann dra-man̄ d’é-hoc’h évit ma vézin̄t rôed d’in : râg gwell é