Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/573

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
571
d’ar gorin̄tied.

ministred ar C’hrist, ha darnaouerien misteriou Doué.

2. Ar péz a glaskeur enn darnaouerien, eo ma vézin̄t kavet féal.

3. Évid-oun-mé na gémérann kéd a bréder da véza barnet gan-é-hoc’h, na gan̄d dén é-béd : na grédann két zô-kén en em varna va-unan.

4. Râk pétrâ-bennâg na rébech va c’houstian̄s nétrâ d’in, n’ounn két didamallet évit kémen̄t-sé ; hôgen ann Aotrou eo eo va barner.

5. Râk-sé na varnit két abarz ann amzer, kén na zeûi ann Aotrou, péhini a sklerai ar péz a zô kuzet enn dévalien, hag a zizôlôi ménosiou ar c’halounou : ha neûzé pép-hini en dévézô hé veûleûdi digan̄d Doué.

6. Hôgen kémen̄t-sé em eûz diskleriet em hanô, hag é hanô Apollo, enn abek d’é-hoc’h ; évit ma teskot dré-z-omp na dléit két menna enn tû all d’ar péz a zô skrivet ; ha na zeûi dén, évid en em staga oud eur ré, d’en em c’houéza a-éneb eunn all.

7. Râk piou a zishével ac’hanod ? Pétrâ éc’h eûz-té ha na vé két rôed d’îd ? Hôgen mar d-eo bét rôed d’îd, pérâg é fougéez-té, ével pa né vé két bét rôed d’îd ?

8. A-walc’h hoc’h eûz dijâ, pinvidik oc’h dijâ ; réna a rit hép-z-omp-ni : ha plijét gan̄d Doué é rénfac’h, évit ma rénfemb ivé gan-é-hoc’h.

9. Râk mé a gréd pénaoz Doué a ziskouéz ac’hanomp-ni Ébestel ével ar ré zivéza, ével ar ré a zô barned d’ar marô, oc’h hol lakaad da arvest d’ar béd, d’ann Éled ha d’ann dûd.

10. Nî a zô foll enn abek d’ar C’hrist ; hôgen c’houi a zô fûr er C’hrist : nî a zô gwân, c’houi a zô kré : c’houi a zô prizet, ha nî a zô disprizet.

11. Bété vréma hon eûz naoun ha sec’hed, omb enn noaz ha gôlôed a daoliou : dibosteg omp ;

12. Laboura a réomp gan̄d hon daouarn : milliged omp, ha nî a vennig ; heskined omp, ha nî a c’houzan̄v ;

13. Kunuc’het omp, hag é pédomp : deûed omp ével karz ar béd-man̄, ével ar skubien a zô taoled er-méaz gan̄d ann holl.

14. Né kéd évit mézékaad ac’hanoc’h é skrivann ann dra-man̄, hôgen évid hô kélenna ével va mipien karet meûrbéd.

15. Râk ha pa hô pé dék mil mestr er C’hrist, n’hoc’h eûz két koulskoudé meûr a dâd. Râk mé eo em eûz hô kanet é Jézuz-Krist dré ann Aviel.

16. Hô pidi a rann éta da gémérout skouér diouz-in, ével ma kémérann skouér diouc’h ar C’hrist.

17. Dré-zé eo em euz kazed d’é-hoc’h Timotéuz, péhini a zô va mâb kér, ha féal enn Aotrou ; évit ma tigasô da goun d’é-hoc’h ann doaré é péhini é vévann é Jézuz-Krist, hervez ar péz a gélennann dré-holl enn holl ilizou.

18. Béz’ éz eûz enn hô touez lôd péré a zô c’houézet, ével pa na dléfenn mui mon̄d d’hô kwélout.

19. Mon̄d a rinn koulskoudé d’hô kwélout abarz némeûr, mar béz ioul ann Aotrou : hag éc’h anavézinn nann al lavar eûz ar ré a zô c’houézet, hôgen hô galloud.

20. Râk rouan̄télez Doué n’éma kéd el lavar, hôgen er galloud.

21. Pétrâ a fell d’é-hoc’h ? Ha mon̄d a rinn-mé d’hô kavout gan̄d eur wialen, pé gan̄t karan̄tez, ha gan̄d eur spéred a gun̄vélez ?


————
V. PENNAD.


1. Klevoud a réeur éz eûz enn hô touez gadélez, hag eunn hévélep gadélez n’euz két biskoaz gwélet hén̄vel é-touez ar Baganed, béte ma teû unan ac’hanoch da walla grég hé dâd.

2. Ha c’hoaz oc’h c’houézet : hag enn-énep n’hoc’h eûz két skuḻet daérou, évit ma vézô tennet euz hô touez ann hini en deûz gréad ann dra-zé.

3. Évid-oun-me ô véza ezvézan̄d a gorf, hôgen bézan̄d a spéred, em eûz barnet dijâ, ével bézan̄d,

4. Pénaoz, c’houi ha va spéred ô véza strollet kévret, é hanô hon Aotrou Jézuz-Krist, ann hini en deûz gréad ann dra-zé, a vézô, dré c’halloud hon Aotrou Jézuz,

5. Lékéad ével-sé étré daouarn Sa-