Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/566

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
564
lizer san̄t paol abostol

ha d’al lousdoni, d’ar strivou ha d’ann hérez ;

14. Hôgen gwiskit hon Aotrou Jésus-Krist, ha na gémérit kéd a bréder eûz hô kîk, ô walc’ha hé c’hoan̄tou.


————


XIV. PENNAD.


1. Digémérid ann hini a zô gwân er feiz, hép striva gan̄t-han̄ diwar-benn hé vénosiou.

2. Râg unan a gréd é hell dibri a bép trâ ; eunn all péhini a zô gwân er feiz, na zebr némét louzou.

3. Néb a zebr, na zisprijet két nép na zebr két ; ha nép na zebr két, na varnet két néb a zebr : râk Doué en deûz hé zigéméret.

4. Piou oud-dé, té, évit barnout gwâz eunn all ? Mar choum enn hé zâ, pé mar kouéz, kémen̄t-sé a zell oud hé Aotrou : hôgen choum a rai enn hé zâ, râg galloudek eo Doué évid hé zerc’hel stard.

5. Unan a laka kemm étré ann deisiou ; hag eunn all a varn in̄t kévatal. Ra rai pép-hini ével ma venn.

6. Ann hini a gemm ann deisiou, a gemm anézhô é gwél ann Aotrou. Ann hini a zebr a bép trâ, a zebr é gwél ann Aotrou, hag é trugaréka Doué ; ann hini na zebr két a bép trâ, na zebr két é gwél ann Aotrou, hag é trugaréka Doué.

7. Râg hini é-béd ac’hanomp na vév évit-han̄ hé-unan, nag hini é-béd ac’hanomp na varv évit-han̄ hé-unan.

8. Daoust pé é vévomp, évid ann Aotrou eo é vévomp ; daoust pé é varvomp, évid ann Aotrou eo é varvomp. Ével-sé ’ta, daoust pé é vévomp, daoust pé é varvomp, émomp bépréd d’ann Aotrou.

9. Râg évit-sé eo eo marô ar C’hrist hag eo saved a varô da véô ; évit kaout galloud war ar ré varô ha war ré véô.

10. Hôgen té, pérâg é varnez-té da vreûr ? Ha té, pérâg é tisprijez-té da vreûr ? Rag holl éz aimp dirak kador ar C’hrist.

11. Râk skrived eo : Béô ounn, émé ann Aotrou ; pép penn-glin a blégô dira-z-oun, ha pép téôd a ansavô ounn Doué.

12. Dré-zé pép-hini ac’hanomp a zistaolô koun̄t da Zoué évit-han hé-unan.

13. N’en em varnomp kéd éta mui ann eil égilé : hôgen ken̄toc’h barnit pénaoz na dléit két rei d’hô preûr eunn abeg a lamm pé a wall-skouér.

14. Mé a oar, hag é fisiann enn Aotrou Jézuz, pénaoz n’eûz nétrâ a zic’hlan anézhan̄ hé-unan, ha pénaoz n’eo dic’hlan néméd évid ann hini a venn é vé dic’hlan.

15. Hôgen mar doaniez da vreûr enn abek d’ar boéd, na valéez mui hervez ar garan̄tez. Na goll két enn abek d’az boéd ann hini évit péhini eo marô ar C’hrist.

16. Likid évez éta na vé lavaret drouk eûz hor mâd-ni.

17. Râk rouan̄télez Doué n’en em gav két enn dibri hag enn éva, hôgen er wirionez, er péoc’h hag é lévénez ar Spéred-San̄tel.

18. Râk néb a zervich ar C’hrist enn doaré-zé, a blîj da Zoué, hag a zô meûlet gan̄d ann dûd.

19. Dré-zé éta en̄klaskomp ar péz a zell ouc’h ar péoc’h, ha rôomp skouér-vâd ann eil d’égilé.

20. Na zispennit két ôber Doué enn abek d’ar boéd. Râk pép-trâ a zô glân ; hôgen fall eo da eunn dén dibri eûz a eunn dra, mar teû da rei gwall-skouér oc’h hé zibri.

21. Mâd eo na zebrfez kéd a gîk, ha na évfez kéd a wîn, na na rafez nétrâ a gémen̄t a hellfé lakaad da vreûr da gouéza, rei gwall skouér d’ézhan̄, pé hé lakaad da véza gwân.

22. Ha feiz éc’h eûs-té ? Az péz-hi enn-od da-unan dirâk Doué. Euruz ann hini n’en em varn két hé-unan er péz a venn béza mâd.

23. Hôgen ann hini a zô enn arvar, mar tebr, a vézô barnet ; ô véza né ra két hervez ar feiz. Râk kémen̄t trâ na véz két gréad hervez ar feiz, a zô péc’hed.


————