Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/561

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
559
d’ar romaned.

a garan̄tez Jézuz-Krist ? Hag ar c’hlac’har é vézô ? Pé ann an̄ken, pé ann naoun, pé ann noazder, pé ar riskl, pé ann heskinou, pé ar c’hlézé ?

36. (Ével ma eo skrivet : Kased omp d’ar marô bemdez enn abek d’îd : hor selloud a réeur é-c’hîz dén̄ved mâd da véza lazet.)

37. Hôgen trec’hi a réomp ann traou-zé holl dré ann hini en deûz karet ac’hanomp.

38. Râg gouzoud a rann évit-gwîr pénaoz nag ar marô, nag ar vuez, nag ann Éled, nag ar brin̄sélézou, nag ar galloudou, nag ann traou a vréma, nag ann traou da zon̄t, nag ann ners,

39. Nag ann uc’helder, nag ann dounder, na krouadur all é-béd na hellô pellaad ac’hanomp eûz a garan̄tez Doué, a zô é Jézuz-Krist hon Aotrou.


————
IX. PENNAD.


1. Ar wirionez a lavarann é Jézuz-Krist ; na lavarann kéd a c’hevier ; va c’houstian̄s a rô ann désténi-zé d’in dré ar Spéred-San̄tel ;

2. Pénaoz em eûz eunn dristidigez vrâz, ha ma’z eo gwasket bépréd va c’haloun gan̄d ar c’hlac’har :

3. Râg c’hoan̄téet em bijé béza azaouéet, ha rannet diouc’h Jézuz-Krist évit va breûdeûr, péré a zô kéren̄t d’in hervez ar c’hîk,

4. Péré a zô ann Israélited, da béré eo béza gréat (M) bugalé Doué, hé c’hloar, hé gévrédigez, hé lézen, hé wazoniez, hag hé wéstlou :

5. A béré é oa ann tadou, hag eûz a béré eo deûet hervez ar c’hîk Jézuz-Krist, péhini a zô Doué dreist pép-trâ ha benniget enn holl amzeriou. Amen.

6. Né két koulskoudé é vé torret gér Doué. Râg ar ré holl a zô eûz a Israel n’in̄t két Israélited :

7. Nag ar ré holl a zô eûz a wenn Abraham, n’in̄t kéd hé vugalé : hôgen, é Izaak, émé Doué, é vézô galvet da wenn.

8. Da lavaroud eo pénaoz ar ré a zô bugalé hervez ar c’hîk n’in̄t két évit-sé bugalé Doué ; hôgen pénaoz ar ré a zô bugalé ar gwéstl, a zô krédet béza eûz ar wenn.

9. Râk chétu geriou ar gwéstl : A-benn ann amzer-zé é teûinn, ha Sara é dévézô eur mâb.

10. Ha né kéd enn-hi hép-kén é wéleur ann dra-zé ; hôgen ivé é Rébekka, péhini é doé enn eur gwilioud hép-kén daou vab eûz a Izaak, hon tâd.

11. Râg a-raok ma oen̄t ganet, ha ma hô doé gréat mâd pé zrouk, évit ma choumfé ratoz Doué hervez hé zilenn,

12. Nann enn abek d’hô ôberiou, hôgen enn abek da c’halv Doué, é oé lavared dézhi :

13. Ann héna a blégô dindân ar iaouan̄ka, ével ma eo skrivet : Karet em eûz Jakob ha kaséet em eûz Ézau.

14. Pétrâ éta a livirimp-ni ? Ha gaou a zô é Doué ? Doué ra virô.

15. Râk lavaroud a ra da Voizez : Trugarez em bézô oud ann hini a fellô d’in ; truez em bézô oud ann hini a fellô d’in kaout truez out-han̄.

16. Dré-zé kémen̄t-sé na zeû nag eûz ann hini a c’hoan̄ta, nag eûz ann hini a réd, hôgen eûz ann drugarez a Zoué.

17. Râk lavaroud a ra da Faraon er Skritur : Évit-sé eo em eûz da gen̄traouet, évit ma tiskouézinn enn-od va galloud ; ha ma vézô brudet va hanô dré ann douar holl.

18. Dré-zé éta en deûz trugarez oud néb a gâr, hag é teû da galédi néb a gâr.

19. Martézé é liviri d’in : Pérâg éta en em glemm Doué ? Râk piou a éneb oud hé ioul ?

20. Hôgen, ô dén, piou oud-dé évid daéla oud Doué ? Hag eur pôd-prî a lavar d’ann hini en deûz hé c’hréat : Pérâg éc’h eûz-té va gréat ével-sé ?

21. Ha na hell kéd ar pôder ôber euz a eunn hévélep tolzen brî, eul léstr évid ann énor, hag eunn all évid ar véz ?

22. Mar fell da Zoué, évid diskouéza hé vuanégez, hag évit rei da anaoud hé c’halloud, gouzan̄vi gan̄d eur sioulded brâz al listri a vuanégez aozet évid ar gollidigez,

23. Évid diskouéza pinvidigez hé c’hloar war al listri a drugarez en deûz aozet évid hé c’hloar.