Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/553

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
551
lizer san̄t paol abostol d’ar romaned.

18. Râk diskleriet eo ivé enn-han̄ buanégez Doué, a gouézô eûz ann Én̄v war zrougiez ha war zisgwir ann dûd, péré a zalc’h gwirionez Doué enn disgwir :

19. Râg anavézet hô deûz ar péz a helleur da anaout eûz a Zoué, ô véza ma en deûz Doué hé ziskleriet d’ézhô.

20. Râg ann traou eûz a Zoué né wéler két anézhô ; hé c’halloud peûr-baduz, hag hé Zouélez, a hell béza gwelet abaoé ma eo kroued ar béd, dré ann anaoudégez anézhan̄ a rô d’é-omp hé grouadurien : ével-sé ann dûd-zé n’int két didamall ;

21. O véza ma hô deûz anavézet Doué, ha n’hô deûz kéd hé énoret ével Doué, ha n’hô deûz kéd hé drugarékéet : hôgen fazied hô deûz enn hô ménosiou, hag hô c’haloun diskian̄t a zô tévaléet.

22. Râg ô lavaroud in̄t fûr, in̄t deûet foll ;

23. Hag hô deûz dizouget ann énor a zô dléet da eunn Doué divréinuz, war skeûden eunn dén breinuz, pé laboused, pé loéned pevar-zroadek, pé aéred.

24. Dré-zé eo en deûz Doué hô laosket é ioulou hô c’haloun, el louzdoni : enn hévélep doaré m’hô deûz hô-unan mézékéet hô c’horf hô-unan ;

25. Hî peré hô deûz lékéad ar gaou é léac’h gwirionez Doué, hag hô deûz azeûlet ha servichet ar c’hrouadur ken̄toc’h égéd ar C’hrouer, péhini a zô benniget é péb amzer. Amen.

26. Dré-zé eo en deûz Doué hô laosket é ioulou mézuz. Râk hô gragez hô deûz kemmet ar boaz hervez ann natur, enn eur boaz all a-énep ann natur.

27. Hag ar goazed ivé, ô véza lézet ann ôber gan̄d ar c’hrég a zô hervez ann natur, a loskaz enn hô ioulou ann eil évid égilé, hag ar goâz a réaz louzdôni gan̄d ar goâz ; hag ével-sé é tigémerchon̄t enn-hô ho-unan ar gôbr a oa dléet d’hô fazi.

28. Hag ô véza né két fellet d’ézhô anaout Doué, Doué en deûz hô laosket enn eunn ioul direiz ; enn hévélep doaré ma hô deûz gréat traou amzéré ;

29. Ma in̄t bét leûn a bép drouk, a falloni, a c’hadélez, a bizoni, a zrougiez ; béd in̄t érézuz, lazerien, tabuterien, touellerien, gwallerien, krôzerien,

30. Labennerien, kaserien Doué, kunuc’hennerien, balc’h, rok, klaskerien drouk, dizen̄t é-kén̄ver hô zûd,

31. Hép furnez, hép reiz, hép karan̄tez, hép feiz, hép trugarez

32. Ha goudé béza anavézet gwirionez Doué, n’hô deûz két poellet pénaoz ar ré a ra ann traou-zé a zellez ar marô : ha nann hépkén ar ré hô grâ, hôgen ivé piou-bennâg a c’hrata ar ré hô grâ.


————
II. PENNAD.


1. Dré-zé n’oud kéd didamall, ô dén, piou-bennâg oud, mar barnez. Râk ô varna eunn all, en em damallez da-unan ; pa eo gwîr pénaoz é réz ann hévélep traou a damallez.

2. Râg gouzoud a réomp pénaoz Doué a varn hervez ar wirionez ar ré a ra ann traou-zé.

3. Té éta, ô dén, péhini a damall ar ré a ra ann traou-zé, hag hô grâ da-unan, ha menna a réz-té é hellfez tec’houd diouc’h barn Doué ?

4. Ha disprizoud a réz-té madou hé vadélez, hé sioulded, hag hé hîr-c’hortozidigez ? Ha na ouzoud-dé két pénaoz madélez Doué a zoug ac’hanod d’ar binijen ?

5. Koulskoudé dré da galéder, hag ô véza ma pella da galoun dioud ar binijen, é tastumez évid-oud eunn tenzor a vuanégez évid deiz ar vuanégez, hag ann diskleriadur eûz ar varn gwirion a Zoué,

6. Péhini a zistaol da bép-unan hervez hé ôbériou ;

7. D’ar ré péré dré ar c’hen̄dalc’h er mad-ôberiou, a glask ar c’hloar, ann énor hag ann divreinadurez, é rôi ar vuez peûr-baduz ;

8. D’ar ré a gâr ann dael, ha na c’hrata két ar wirionez, hôgen en em rô d’ann direiz, é rôi hé vuanegez hag hé vrôez.

9. Ar c’hlac’har hag ann an̄ken a