Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/546

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
544
obériou ann ébestel.

énep ann templ, nag a-énep Sézar.

9. Festuz péhini en doa c’hoan̄t da héta d’ar Iuzevien, a respoun̄taz da Baol, hag a lavaraz : Ha té a fell d’îd piña da Jéruzalem, ha béza barnet énô dira-z-oun war gémen̄t-sé ?

10. Hôgen Paol a lavaraz : Émounn aman̄ dirâk kador Sézar, aman̄ eo eo réd d’in béza barnet : n’em eûz gréat droug é-béd d’ar Iuzevien, ével ma ouzoud ervâd.

11. Mar em eûz gréat eunn drouk-bennâg d’ézhô, pé mar em eûz gréat eur gwall-bennâg hag a zellez ar marô, na zinac’hann két mervel : hôgen ma n’eûz nétra a wîr é kémen̄t a damallon̄t d’in, dén na hell va lakaad étré hô daouarn. Da Zézar é c’halvann.

12. Neûzé Festuz, goudé béza komzet gan̄d hé alierien, a respoun̄taz : Da Zésar éc’h eûz-té galvet ? Da gavout Sézar éz î.

13. Hag eunn nébeûd dervésiou goudé, ar Roué Agrippa ha Bernisé a zeûaz da Zézaréa évit lavarout deiz-mad da Festuz.

14. Hag ô véza ma choumchon̄t énô meûr a zervez, Festuz a gomzaz oud ar Roué diwar-benn Paol, ô lavarout : Béz’ éz eûz aman̄ eunn dén hag a zô bét lézet er prizoun gan̄t Féliks :

15. Prin̄sed ar véleien hag hénaoured ar Iuzevien a zeûaz d’am c’havout pa édonn é Jéruzalem, évit goulenni digan-én̄ ma varnfenn anézhan̄ d’ar marô.

16. Hôgen mé a respoun̄taz d’ézhô, n’eo kéd ar boaz é-touez ar Romaned da varnoud eur ré, kén n’en déveûz dira-z-han̄ ar ré a damall anézhan̄, ha kén n’eo rôed d’ézhan̄ ar fran̄kiz d’en em wenna eûz hé wall.

17. Pa oen̄t éta deûed aman̄, an̄trônôz, hép nép dalé, éc’h azéziz war ar gador, hag e rôiz urs da zigaz ann dén-zé.

18. Hé damallerien ô véza dira-z-han̄ na rébechaz d’ézhan̄ hini eûz ar wallou a vennenn a rébechfen̄t :

19. Hôgen béz’ hô doa gan̄t-han̄ né ounn pé zael diwar-benn ho fals-kréden hô-unan, ha diwar-benn eur Jézuz marô, hag a lavaré Paol a oa beô.

20. Hôgen ô véza na wienn pé ratoz da gémérout war gémen̄t-sé, é c’houlenniz digan̄t-han̄ mar fellé d’ézhan̄ mon̄d da Jéruzalem, évit béza barnet énô diouc’h ann traou-zé.

21. Hôgen Paol ô vézâ gréat galv évit ma vijé miret hé vreût da anaoudégez Aogustuz, em eûz gourc’hémennet hé zerc’hel, bété ma kasinn anézhan̄ da Zézar.

22. Neûzé Agrippa a lavaraz da Festuz : Mé em boa ivé c’hoan̄t da glevoud ann dén-zé. War-c’hoaz, émé-z-han̄, é klevi anézhan̄.

23. An̄trônôz éta Agrippa ha Bernisé a zeûaz gan̄t kalz a fougé ; ha pa oen̄t éat é kambr ar breûdou gan̄d ar gabitaned hag ar ré gen̄ta eûz a géar, e oé digaset Paol, dré urs Festuz.

24. Ha Festuz a lavaraz : Roué Agrippa, ha c’houi holl péré a zô aman̄ gan-é-omp, gwéloud a rîd ann dén-zé a-énep péhini eo deûet holl bobl ar Iuzevien d’am c’havout é Jéruzalem gan̄t pédennou ha gan̄t kriou brâz, ô lavarout pénaoz né oa két déréad é vévehé pelloc’h.

25. Koulskoudé n’em eûz kaved enn-han̄ nétrâ hag a zellézfé ar marô. Hag ô véza ma en deûz gréat galv da Aogustuz, em eûz kémeret ar ratoz d’hé gâs.

26. Hôgen n’em eûz nétrâ a wîr da skriva d’ann Aotrou. Dré-zé eo em eûz hé gased dira-z-hoc’h, ha peûrgédgéd dira-z-od, Roué Agrippa, évit, goudé béza gréat goulennou out-han̄, ma wézinn pétrâ em bézô da skriva.

27. Râg a-énep reiz é kavann kas eur prizounier, hép diskleria hé damallou.


————


XXVI. PENNAD.


1. Neûzé Agrippa a lavaraz da Baol : Aotréed eo d’îd komza évid-od da-unan. Ha Paol ô véza astenned hé zourn a zéraouaz en em zidamallout ;

2. Euruz en em gavann, ô Roué Agrippa, da hellout hiriô en em zifenni dira-z-od diwar-benn ann traou a damall d’in ar Iuzevien ;