Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/540

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
538
obériou ann ébestel.

37. Eur gwélvan vrâz a zougchon̄t holl : hag ô lammout da c’houzouk Paol, é poken̄t d’ézhan̄,

38. Glac’haret brâz ô véza m’en doa lavared d’ézhô pénaoz na welchen̄t mui hé zremm. Hag éc’h ambrougchon̄t anézhan̄ bétég al léstr.


————
XXI. PENNAD.


1. Goudé ma oamb en em rannet diout-hô, ha ma oamb éad el léstr, é teujomb râg-eeun da Goos, hag an̄trônôz da Rodez, hag ac’hanô da Batara.

2. Hag ô véza kavet eul léstr hag a iéa da Fénisé, é piñchomp enn-han̄, hag é verdééchomp.

3. Hôgen pa wélchomp Kipruz, hé lézchomp enn dourn kleiz, hag ô véza éat er Siria, é touarchomp é Tiruz : râg énô eo é tlien̄t diskarga al léstr.

4. O véza kavet diskibled énô, é choumchomp gan̄t-hô seiz dervez ; hag ar ré-man̄ a lavaré da Baol dré ar Spéred na d-ajé da Jéruzalem.

5. Goudé ma oé tréménet ar seiz dervez-sé éz éjomp kuît, hag é teûjon̄d holl gan̄d hô gragez hag hô bugalé da ambrouga ac’hanomp bétég er-méaz a géar : hag ô véza daoulinet war ann aot, é pédchomp.

6. Ha goudé béza kimiadet ann eil dioc’h égilé, ni a biñaz el léstr, hag hî a zistroaz d’ar géar.

7. Eûz a Diruz é teûjomp da Ptolémaiz, é péleac’h é oe penn d’hor merdéadurez : ha goudé béza lavaret dématéoc’h d’ar vreûdeûr, é choumchomp eunn dervez gan̄t-hô.

8. An̄trônôz ô véza éat-kuît, é teûjomp da Zézaréa. Hag ô véza éat da dî Filip ann Aviéler, péhini a ioa unan eûz ar seiz, é choumchomp enn hé dî.

9. Hé-man̄ en doa péder merc’h gwerc’hézed hag a ziougané.

10. Hag ével ma choumchomb énô eunn dervez-bennâg, é teûaz eûz a Judéa eur Profed hanvet Agabuz.

11. Hé-man̄ ô véza deûet d’hor gwélout, a géméraz gouriz Paol, hag oc’h éréa hé dreid hag hé zaouarn̄, e lavaraz : Ar Spéred-San̄tel a lavar ann dra-man̄ : Ann dén da biou eo ar gouriz-man̄ a vézô éréet ével-henn é Jéruzalem gan̄d ar Iuzevien, ha lékéat gan̄t-hô étré daouarn ar Jen̄tiled.

12. Pa glevchomp kémen̄t-sé, ni, hag ar ré eûz al léac’h-zé, é pédchomp anézhan̄ na d-ajé kéd da Jéruzalem.

13. Hôgen Paol a respoun̄taz, hag a lavaraz : Pétrâ a rît-hu ô wéla ével-sé ; hag ô c’hlac’hari va c’haloun ? Râk mé a zô daré, nann hép-kén da véza éréet, hôgen ivé da vervel é Jéruzalem, évid hanô ann Aotrou Jézuz.

14. Ha pa wélchomp na hellemp kéd hé gen̄drec’hi, éc’h éhanchomp, ô lavarout : Ra vézô gréad ioul ann Aotrou.

15. Pa oé tréménet ann deisiou-zé, en em gempenchomp, hag éz éjomp da Jéruzalem.

16. Hiniennou eûz a ziskibled Sézaréa a zeûaz ivé gan-é-omp, hag é kaschon̄t gan̄t-hô eunn diskibl kôz hanvet Mnason, ginidik eûz a Gipruz, é tî péhini é tliemp loja.

17. Pa arrujomp e Jéruzalem, ar vreûdeûr a zigéméraz ac’hanomp gan̄t lévénez.

18. Hag an̄trônôz Paol a zeûaz gan-é-omp da wélout Jakez, é tî piou é oa en em strollet ann holl hénaoured.

19. Goudé m’en doé lavaret d’ézhô dématéoc’h, é tanévellaz dré ar munud, kémen̄t trâ en doa gréad Doué, dré hé han̄térourez é-kén̄ver ar Jen̄tiled.

20. Pa glevchon̄t kémen̄t-sé, é veûlchon̄t Doué ; hag é léverchon̄t d’ézhan̄ : Gwélout a réz, va breûr, péd mil zô é-touez ar Iuzevien péré hô deûz krédet ; ha koulskoudé in̄t oazuz holl évid al lézen.

21. Hôgen klevet hô deûz pénaoz é teskez d’ar Iuzevien a zô é-touez ar Jen̄tiled en em ranna diouc’h Moizez, ô lavarout na dléon̄t két trô-drouc’ha hô bugalé, na kerzout hervez al lézen.

22. Pétrâ éta eo réd da ôber ? Réd eo hô strolla holl ; râk klevoud a rain̄t pénaoz oud deûet.

23. Grâ éta ar péz a livirimp d’îd :