Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/534

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
532
obériou ann ébestel.

em laouénaaz gan̄d holl dud hé dî, ô véza ma krédé é Doué.

35. Ha pa oé deûet ann deiz, pennou ar vrô a gasaz hucherien da lavarout : Laka er-méaz ann dûd-zé.

36. Hôgen gward ar vâc’h a zeûaz da lavaroud ann dra-man̄ da Baol : Pennou ar vrô hô deûz kaset évit lavarout hô lakaad er-méaz : îd éta er-méaz râk-tâl, ha kerzid é péoc’h.

37. Hôgen Paol a lavaraz d’ann hucherien : Goudé béza hor c’hannet dirâg ann holl, héb hor barna, ha nî tûd Romaned, hô deûz hor c’haset er vâc’h, ha bréma é felfé d’ézhô hol lakaad er-méaz enn-disgwél ? Na c’hoarvezô két kémen̄t-sé : hôgen deûen̄t hô-unan évid hor c’hâs-kuît.

38. Ann hucherien a zanévellaz ar geriou-man̄ d’ar pennou-brô péré hô doé aoun, pa glevchon̄t pénaoz é oan̄t Romaned.

39. Hag hî a zeûaz hag en em zidamallaz, ha goudé ma hô doé hô lékéad er-méaz eûz ar vâc’h, é pédchont anézhô da von̄t-kuît eûz hô c’héar.

40. Hag hî goudé béza éat er-méaz eûz ar vâc’h, a iéaz da dî Lidia : hag ô véza gwélet ar vreûdeûr é fréalchon̄t anézhô, hag éz éjon̄t-kuît.


————
XVII. PENNAD.


1. Goudé m’hô doé tréménet dré An̄tipoliz ha dré Apollonia, é teûjon̄t da Dessalonika, é péléac’h é oa eur sinagog a Iuzevien.

2. Ha Paol, hervez hé voaz, a iéaz ébarz, hag é-pâd tri sabbat é komzaz out-hô diwar-benn ar Skrituriou,

3. O tiskleria hag ô tiskouéza d’ézhô pénaoz é oa bét réd ma c’houzan̄vché ar C’hrist, ha ma savché eûz a douez ar ré varô : hag ar C’hrist-zé, émé-z-han̄, eo Jézuz-Krist a brézégann d’é-hoc’h.

4. Hag hiniennou anézhô a grédaz, hag en em unanaz gan̄t Paol ha Silaz ; hag ivé eul lôd brâz a Jen̄tiled péré a zoujé Doué, ha kalz a c’hragez a wenn huel.

5. Hôgen ar Iuzevien leûn a warizi a géméraz gan̄t-hô tûd fall eûz a douez ar ré zispléd, hag ô véza gréat eunn en̄groez é lékéjon̄t reûstl dré géar : hag ô véza en em strollet war-drô tî Jazon é klaskchon̄t ann doaré d’hô c’hâs dirâg ar bobl.

6. Hag ô vêza na gavchon̄t két anézhô, e kaschon̄t Jazon hag hiniennou eûz ar vreûdeûr dirâg ar pennou-kéar, enn eur gria : Ar ré-man̄ eo a zô deûet, hag hô deûz lékéat reûstl dré géar,

7. Ha Jazon en deûz hô digéméret ; ar ré-man̄ a ra holl a-énep gourc’hémennou Sézar, ô lavarout éz eûz eur roué all, a hanvon̄t Jézuz.

8. Hag hî a zispac’haz ar bobl, hag ar pennou-kéar péré a glevé kémen̄t-sé.

9. Hôgen goudé béza digéméret kréd digan̄t Jazon, ha digan̄d ar ré all, hô laoskchon̄t da von̄t.

10. Ar vreûdeûr râk-tâl a-héd ann nôz a ambrougaz Paol ha Silaz bété Béréa : hag ar ré-man̄ ô véza erruet énô, a iéaz é sinagog ar Iuzevien.

11. Hôgen ar Iuzevien-man a ioa sévénoc’h égéd ar ré eûz a Dessalonika, hag é tigémerchon̄t ar gér a-ioul-vrâz ; c’houilia a réan̄t bemdez ar Skrituriou, évit gwélout hag ez oa gwîr kémen̄t-sé.

12. Ével-sé kalz anézhô a grédaz, hag ivé é-leiz a c’hragez a-zoaré é-touez ar Jen̄tiled, hag eunn niver brâz a-walc’h a oazed.

13. Koulskoudé pa wézaz Iuzevien Tessalonika pénaoz en doa ivé Paol prézéget gér Doué é Béréa, é teûjon̄t ivé dî évit dispac’ha ar bobl ha lakaat reûstl enn hé douez.

14. Kerken̄t ar vreûdeûr a ambrougaz Paol bétég ar môr : hôgen Silaz ha Timotéuz a choumaz énô.

15. Hôgen ar ré a ambrougé Paol, a gasaz anézhan̄ bétég Aténaz ; ha goudé m’en doé rôed d’ézhô ann urs da lavarout da Zilaz ha da Dimotéuz don̄d affô d’hé gavout, éz éjon̄t-kuît.

16. É-pâd ma c’hortozé Paol anézhô é Aténaz, hé spéred a oa heskinet enn-han̄, ô wélout ma oa rôed ar géar-zé d’ann idolatri.