Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/53

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
51
levr ar profed isaias.

15. Chétu é teûi tûd da choum enn-od, ha na oan̄t két gan-én̄ ; hag ar ré a ioa divrôidi évid-od, en em unvanô gan-éz.

16. Mé eo em euz gréat ar gôf péhini a c’houéz ann tân er glaou, évid ôber ar binviou a béré en deuz ézomm évid hé labour ; mé eo em euz gréat al lazer évid dispenna pép-trâ.

17. Kémen̄d arm a vézô bét gréat enn da énep n’az ai két râg-eunn ; ha té a varno kémen̄t téôd a zavô enn da énep er varn. Hen-nez eo digwéz servichérien ann Aotrou ; hag hô reizded dirâ-z-oun, émé ann Aotrou.


————


LV. PENNAD.


Ann Aotrou a c’halv ann holl d’ar feiz.


1. C’houi holl péré hoc’h eûz séc’hed, deûit étrézég ann douréier ; c’houi péré n’hoc’h eûz két a arc’han̄t, hastit, prénit ha debrit ; deûit, prénit héb archan̄t, hag hép kemm é-béd, ar gwîn hag al léaz.

2. Pérâg é likit-hu hoc’h arc’han̄t er péz ha na hell két rei bara, hag hô labour er péz ha na hell két gwalc’ha ? Sélaouit ac’hanoun, ha débrit ar péz a zô mâd, hag hoc’h éné en em lardô el lévénez.

3. Dinaouit hô skouarn, ha deûit étrézég enn-oun ; sélaouit, hag é vévô hoc’h éné ; ha mé a rai gan-é-hoc’h eur gévrédigez peûr-baduz, hag a startai trugarézou David.

4. Chétu em eûz hé rôet da dést d’ar boblou, da réner ha da gélenner d’ar brôadou.

5. Chétu é c’halvi eur vrôad, ha na anavézez két ; hag ar brôadou ha na anavézé két ac’hanod, a rédô étrézég enn-od, enn abek d’ann Aotrou, da Zoué, ha da Zan̄t Israel, ô véza ma en deûz da veûlet.

6. Klaskit ann Aotrou, en̄dra ma hell béza kavet ; galvit-hén̄, en̄dra ma éma tôst.

7. Ra zilézô ann dén difeiz hé hen̄t, hag ann dén fallagr hé vénosiou, ha ra zistroi étrézeg ann Aotrou ; hag hén̄ a rai trugarez enn hé gén̄ver ; hag étrézég hon Doué, râg hén̄ a zo daré da drugarézi :

8. Râk vâ ménosiou n’in̄t két hô ménosiou, hag hoc’h hen̄chou n’in̄t két va hen̄chou, émé ann Aotrou.

9. Râg ével ma éma ann én̄vou uc’héloc’h égéd ann douar, ével-sé va hen̄chou a zô uc’héloc’h égéd hoc’h hen̄chou, ha va ménosiou uc’héloc’h égéd ho ménosiou.

10. Hag ével ma tiskenn ar glaô hag ann erc’h diouc’h ann én̄v, ha na zistrôon̄t mui dî ; hôgen, ma touron̄t ann douar, m’az éon̄t dreist-han̄, m’hel lékéon̄t da gellida, da rei hâd d’ann hader, ha bara da zibri :

11. Ével-sé é rai va gér, ann hini a iélô er-méaz euz va génou ; na zistroi két étrézég enn-oun difrouez ; hôgen ôber a rai ar pez a fellô d’in, hag é sévénô ann traou évit péré em euz hé gaset.

12. Râg el lévénez éz éot-kuît, hag er péoc’h é viot kaset. Ar menésiou hag ar c’hrec’hiennou a ganô kanaouennou a veûleûdi dira-z-hoc’h, hag holl wéz ar vrô a stlakô ével ma ho défé daouarn.

13. É léac’h al lavan̄d é savô ar sapr, hag é léac’h al linad é kreskô ar mirtr ; hag ann Aotrou a vézô brûdet gan̄d hé hanô, ha gan̄d eunn arouéz peûr-baduz, ha na vézô bikenn diverket.


————


LVI. PENNAD.


Gourdrouzou a-enéb Israel.


1. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Mirid ar varn, ha grîd ar reizded : râg abars némeur é teûi va zilvidigez, hag en em ziskouezô va reizded.

2. Gwenvidig eo ann dén a râ kémen̄t-sé, ha mâb ann dén péhini a heûl ann dra-zé ; péhini a vîr ar sabbat héb hé zaotra, hag a ziwall na rajé hé zaouarn droug é-béd.

3. Ha na lavaret két ann diavésiad, péhini a vézô en em rôet d’ann Aotrou : Ann Aotrou en deûz va rannet,