Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
50
levr ar profed isaias.

7. Kenniget eo bét, ô véza ma eo bét fellet gan̄t-han̄ ; ha n’en deûz két digoret hé c’hénou ; ével eunn dan̄vad da laza eo bét kaset, hag ével eunn oan mûd eo bét rôet d’ann touzer, ha na zigorô két hé c’hénou.

8. Goudé ann an̄ken, goudé ar varn eo bét savet ; piou a zanévellô hé wenn ? Râg hén̄ a zô bét rannet euz a zouar ar ré véô ; enn abek da béc’héjou va fobl em eûz skôet war-n-ézhan̄.

9. Hag hén̄ a rôi ar ré fallagr évid hé véz, hag ann hini pinvidik évid hé varô ; ô veza n’en deûz két gréat a fallagriez, ha n’eûz két bét a drôidel enn hé c’hénou.

10. Hag eo bét fellet gan̄d ann Aotrou hé vrévi enn hé wander ; mar rô hé éné évid ar péc’hed, é wélô hé wenn ô padout pell ; hag ioul ann Aotrou a zévénô enn hé zourn.

11. Hén a wélô ar frouez eûz a boan hé éné, hag hén̄ en dévézô hé walc’h. Ével ma eo reiz va servicher, é tidamallô meûr a hini gan̄d hé wiziégez ; hag hén̄ a zougô hô fallagriézou.

12. Râk-sé é rôinn d’ézhan̄ da lôd kalz a dûd ; hag hén̄ a rannô ann diwiskou gan̄d ar ré gré, ô véza ma en deûz rôet hé éné d’ar marô, ha ma eo bét nivéret é-touez ann dud fallagr ; ha ma en deûz douget péc’héjou eul lôd brâz a dûd, ha ma en deûz pédet évit ar ré a dorr al lézen.


————


LIV. PENNAD.


Kévrédigez ann Aotrou gan̄t Jéruzalem.


1. En em veûl, grég vréc’han̄, pa na c’hanez két : en em veûl ha kân, pa na wilioudez két : râg ann hini a zô dilézet é deûz mui a vugalé, égéd ann hini é deûz eunn ozac’h, émé ann Aotrou.

2. Astenn léac’h da delt, ha lédana ar c’hrec’hin a c’hôlô da deltou ; na zalé két : hirra da gerdin, ha stard da dachou.

3. Râk té a iélô a zéou hag a gleiz : da wenn é dévézô ar brôadou da zigwéz, hag a iélô da choum er c’hériou didûd.

4. N’az péz kéd a aoun, râk na vézi két mézékéet, ha na zeûi két da rusia : n’az pézô kéd a véz, râg an̄kounac’haad a rî dismégan̄s da iaouan̄ktiz, ha n’az pézô mui a goun eûz a vézégez da in̄tan̄vélez.

5. Râg ann hini en deûz da c’hréat a vézô da vestr d’id : Aotrou ann arméou eo hé hanô ; ha da zaspréner eo San̄t Israel ; Doué ann douar holl é vézô galvet.

6. Râg ann Aotrou en deûz da c’halvet ével eur c’hrég dilézet, ha glac’haret a spéred, ével eur c’hrég a zô bét kaset-kuît adaleg hé iaouan̄ktiz, émé da Zoué.

7. Évid eunn nébeûd amzer em eûz da zilézet, ha gan̄d eunn drugarez vrâz é strollinn ac’hanod.

8. Distrôet em eûz va daoulagad diouz-id évit némeûr, é amzer va buanégez ; hôgen gan̄t truez em eûz sellet ouz-id da-vikenn, émé ann Aotrou, da zaspréner.

9. Gréat em eûz évid-od ar péz em eûz gréat é amzer Noé. Ével ma em eûz touet pénaoz na zigaschenn mui douréier Noé war ann douar ; ével-sé em eûz touet pénaoz na vuanékafenn mui enn da énep, ha na damallfenn mui ac’hanod.

10. Râg ar ménésiou a vézô kéflusket, hag ar c’hrec’hiennou a grénô ; hôgen va zrugarez n’en em dennô két diouz-id ; ha na vézô két horellet kévrédigez va féoc’h, émé ann Aotrou péhini en deûz truez ouz-id.

11. Paour kéaz, péhini a zô bét ker pell horellet gan̄d ann arné, hép dic’hlac’har é-béd ; chétu mé a zavô da vein enn hô reiz, hag a ziazézô ac’hanod gan̄t safirou.

12. Sével a rinn da gériou kré gan̄t jasp (T), da bersier gan̄t mein kizellet, ha da holl harzou gan̄t mein dilennet.

13. Da holl vugalé a vézô desket gan̄d ann Aotrou : hag hî hô dévézô kalz a béoc’h.

14. Er reizded é vézi diazézet : pellaad a rî diouc’h ar man̄tr, hép m’az pézô aoun ra-z-han̄, ha diouc’h ar spoun̄t, ô véza na dostai két ouz-id.