Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/509

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
507
hervez san̄t iann.

6. Hag hen̄ a lavaraz d’ézhô : Taolid ar rouéjou enn tu déou eûz ar vâg, hag é kéfot. Hé deûrel a réjon̄t éta, ha na hellen̄t mui hé denna gan̄d all lôd pésked a ioa enn-han̄.

7. Neûzé ann diskibl a garé Jézuz a lavaraz da Ber : Ann Aotrou eo. Simon Per pa glevas pénaoz é oa ann Aotrou, a lékéaz hé saé (râg enn noaz édo) hag en em daolaz er môr.

8. Ann diskibled all a zeûaz er vâg (râk né oan̄t két pell diouc’h ann douar, hôgen war-héd daou c’han̄t ilinad hép-kén) ô sacha ar rouéjou leûn a besked.

9. Pa oen̄t éta diskenned d’ann douar, é wéljon̄t glaou béô, ha pésked war-n-ézhan̄, ha bara.

10. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Digasid eûz ar pésked hoc’h eûz kéméret bréma.

11. Simon Per a biñaz, hag a dennaz ar rouéjou d’ann douar, hag hén̄ leûn a gan̄t tri hag han̄ter-kan̄t pésk brâz. Ha pétrâ-bennâg ma ioa kémen̄t, na dorraz ked ar rouéjou.

12. Jézuz a lavaraz d’ézhô : Deûid, ha leinit. Hag hini eûz ar ré a ioa ouc’h taol na grédé goulenni digan̄t-han̄ : Piou oud-dé ? Râg gouzoud a réan̄t pénaoz é oa ann Aotrou.

13. Ha Jézuz a zeûaz, hag a géméraz bara, hag hé rôaz d’ézhô, ha pésked enn hévélep doaré.

14. Ann tredé wéach eo en em ziskouézaz Jézuz d’hé ziskibled, goudé ma oé savet a varô da véô.

15. Goudé éta m’hô doé leinet, Jézuz a lavaraz da Zimon Per : Simon mâb Iann, ha karoud a réz ac’hanoun muioc’h égéd ar ré-man̄ ? Hag hén̄ a lavaraz d’ézhan̄: Ia, Aotrou, gouzoud a réz pénaoz é karann ac’hanod. Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Pask va ein.

16. Lavavoud a reaz c’hoaz d’ézhan̄: Simon mâb Iann, ha karoud a réz ac’hanoun ? Ha Per a lavaraz : Ia, Aotrou, gouzoud a réz pénaoz é karann ac’hanod. Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Pask va ein.

17. Evid ann trédé gwéach é lavaraz d’ézhan̄ : Simon mâb Iann, ha karoud a réz ac’hanoun ? Glac’hared é oé Per, ô véza ma lavaré d’ézhan̄ évid ann trédé gwéach : Ha karoud a réz ac’hanoun ? Hag é lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, té a oar pép trâ ; gouzoud a réz pénaoz é karann ac’hanod. Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ ; Pask va dén̄ved.

18. É-gwirionez, é-gwirionez hel lavarann d’îd ; pa oaz iaouan̄k, té en em c’hourizé da-unan, hag ez éez el léac’h ma kérez : hôgen pa gôzai, éc’h astenni da zaouarn, hag eunn all a gaso ac’hanod el léac’h na giri két.

19. Hôgen kémen̄t-sé a lavaraz, évit merka gan̄t pé varô é tlié meûli Doué. Ha goudé béza komzet ével-sé é lavavaz d’ézhan̄ : Deûz war va lerc’h.

20. Per ô véza trôet hé benn a wélas ô ton̄t war hé lerc’h ann diskibl a garé Jézuz ha péhini é-pâd ar goan-fask a oa gourvézet war hé askré, hag a lavaraz : Aotrou, piou eo ann hini a werzô ac’hanod ?

21. Hôgan Per pa en doé hé wélet, a lavaraz da Jézuz : Aotrou, pétrâ a zeûi hé-man̄ ?

22. Jézuz a lavavaz d’ézhan̄ : Mar fell d’in é chomfé béte ma teûfen, pé vern d’îd ? Deûz war va lerc’h.

23. Hôgen rédek a réaz ar brud é-touez ar vreûdeûr, pénaoz ann diskibl-sé na varvché két. Koulskoudé Jézuz n’en doa két lavavet ? Na varvô két ; hôgen : Mar fell d’in é choumfé bété ma teûinn, pé vern d’îd ?

24. Ann diskibl-sé eo a rô testéni eûz a gémen̄t-man̄, hag en deûz hé skrivet : ha gouzoud a réomp pénaoz hé desténi a zô gwirion.

25. Kalz traou all en deûz gréat Jézuz : ha ma ven̄t skrivet gan̄d ann holl zarvoudou, na vennann két é hellfé ar béd hé-unan derc’hel al levriou a vé skrivet.


————