Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/505

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
503
hervez san̄t iann.

21. Pérâg é réz goulennou ouz-in ? Gra goulennou oud ar re hô deûz klevet ar péz em eûz lavaret d’ézhô : chétu ar ré a oar pétrâ em eus lavaret.

22. Hôgen pa en doé lavaret kémen̄t-sé, unan eûz a bennou-kéar a ioa énô a rôaz eur javédad da Jézuz, ô lavarout : Hag ével-sé eo é respoun̄tez d’ar Bélek-brâz ?

23. Jézus a respoun̄taz d’ézhan̄ : Mar em eûz komzet fall, rô testéni eûz ann drouk : hôgen ma em eûz komzet mâd, pérâg é skôez gan-én̄ ?

24. Hag Annaz a gasaz anézhan̄ éréet da Gaifaz ar Bélek-brâz.

25. Hôgen Simon Per a ioa enn hé zâ ô tomma. Hag é léverchon̄d d’ézhan̄ : Ha n’oud kéd ivé eûz hé ziskibled ? Ha nac’ha a réaz hén̄, ô lavarout : N’ounn két.

26. Neûzé unan eûz a vévellou ar Bélek-brâz, kâr d’ann hini en doa Per trouc’het hé skouarn d’ézhan̄, a lavaraz d’ézhan̄ : Ha n’em eûz két da welet gan̄t-han̄ el liors ?

27. Per hen nac’has eur wéach all ; ha râk-tâl ar c’hiḻek a ganas.

28. Neûzé é kaschon̄t Jézuz eûz a dî Kaifaz d’al léz. Hôgen édo ar mintin ; ha n’az éjon̄t kéd el léz, évit n’en em saotrchen̄t két, ha ma hellchen̄t dibri ar Pask.

29. Pilat a zeûaz éta d’hô c’havout er-méaz, hag a lavaras d’ézhô : Pé damall a rit-hu oud ann dén-zé ?

30. Ar ré-man̄ a respoun̄tas hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ma na vé két eur gwaller, n’hor bijé kéd hé zigased d’îd.

31. Hôgen Pilat a lavaraz d’ézhô : Kémérit-hen̄ hoc’h-unan, ha barnit-hén̄ hervez hô lézen. Hag ar Iuzevien a lavaraz d’ézhan̄ : Né kéd aotréet d’é-omp laza dén.

32. Évit ma vijé sévénet ar péz en doa lavaret Jézuz, pa en doa merket a bé varô é tlié mervel.

33. Pilat a zeûaz adarré el léz, hag ô véza galvet Jézuz, é lavaraz d’ézhan̄ : Ha Roué ar Iuzevien oud ?

34. Jézuz a respoun̄taz d’ézhan̄ : Hag ac’hanod da-unan é lévérez kémen̄t-sé, pé ma hô deûz ré all hé lavared d’îd ac’hanoun ?

35. Pilat a respoun̄taz : Ha Iuzev ounn-mé ? Da vrôiz ha pennou ar véleien hô deûz da lékéad étré va daouarn : pétrâ éc’h eûz-té gréat ?

36. Jézuz a respoun̄taz : Va Rouan̄télez né kéd eûz ar béd-man̄. Ma vijé va rouan̄télez eûz ar béd-man̄, va zûd hô divijé stourmet évit na gouézchenn két étré daouarn ar Iuzevien : Hôgen évit bréma va rouan̄télez né kéd ac’hann.

37. Neûzé Pilat a lavaraz d’ézhan̄ : Roué oud éta ? Ha Jézuz a respoun̄taz : Hel lavaroud a réz pénaoz ounn Roué. Évit-sé eo ounn ganet, hag ounn deûed er béd évit rei testéni d’ar wirionez : piou-bennég a zalc’h oud ar wirionez, a zélaou va mouéz.

38. Pilat a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ eo ar wirionez ? Ha goudé m’en doé lavaret kémen̄t-sé, éz éaz adarré er-méaz étrézég ar Iuzevien, hag é lavaraz d’ézhô : Na gavann abek e-béd enn dén-zé.

39. Hôgen ô véza ma’z eo ar boaz ma laoskfenn d’é-hoc’h eur ré da c’hoél Bask ; ha c’houi a fell d’é-hoc’h é laoskfenn d’é-hoc’h Roué ar Iuzevien ?

40. Ar ré-man̄ en em lékéaz holl da gria, ha da lavarout : Na laosk kéd hé-man̄, hôgen laosk Barabbaz. Hôgen Barabbaz a ioa eul laer.


————


XIX. PENNAD.


1. Neuzé éta Pilat a géméraz Jézuz, hag a lékéaz hé skourjéza.

2. Hag ar zoudarded goudé béza gwéet eur gurunen gan̄t spern, a lékéaz anézhi war hé benn : hag é lékéjon̄t war hé gein eur van̄tel tané.

3. Hag é teûen̄t étrézég enn-han̄, hag é lavaren̄t : Dématîd, Roué ar Iuzevien : hag é roen̄t karvadou d’ézhan̄.

4. Pilat a iéaz eur wéach c’hoaz ér-méaz, hag é lavaraz d’ar Iuzevien : Chétu é kasann anézhan̄ d’é-hoc’h er-méaz, évit mac’h anavézot pénaoz n’em eûz kavet abeg é-béd enn-han̄.

5. (Jézuz éta a oé kaset er-méaz, ô tougen eur gurunen spern, hag eur