Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/503

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
501
hervez san̄t iann.

29. Hé ziskibled a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu bréma é komzez skléar, ha na lévérez parabolen é-béd.

30. Bréma é wélomp pénaoz é wézez pép trâ, ha pénaoz n’éc’h eûz kéd a ézomm é vé gréat gan̄d dén goulennou ouz-id ; dré-zé é krédomp pénaoz oud deûed a Zoué.

31. Jézuz a respoun̄taz d’ézhô : Bréma é krédit ?

32. Chétu é teû ann heur, ha dijâ eo deûet, é péhini é viot skiñet pép-hini enn hé dû ; hag am délézot va-unan ; hôgen n’ounn két va-unan, râk va Zâd a zô gan-én̄.

33. Kémen̄t-sé em eûz lavared d’é-hoc’h, évit ma hô pézô ar péoc’h enn-oun. En̄krez hô pézô er béd, hôgen hô pézet fisian̄s, trec’het eo bét ar béd gan-én̄.


————


XVII. PENNAD.


1. Jézuz ô vézâ lavaret kémen̄t-se, a zavaz hé zaou-lagad étrézég ann én̄v, hag a lavaraz : Va Zâd, deûed eo ann heur, meûl da vâb, évit ma vézi meûlet gan̄d da vâb :

2. Ével ma éc’h eûz rôed d-ézhan̄ galloud war bép kîk, évit ma rôi ar vuez peûr-baduz da gémen̄d hini éc’h eûz rôed d’ézhan̄.

3. Hôgen ar vuez peûr-baduz eo, ma anavézin̄d ac’hanod, hép-kén ar gwir Zoué, ha Jézuz-Krist, péhini éc’h eûz kaset.

4. Da veûlet em eûz war ann douar ; peûr-c’hréad éo gan-én̄ al labour éz poa rôed d’in da ôber.

5. Ha bréma, va Zâd, meûl ac’hanoun enn-od da-unan, eûz ar c’hloar-zé em eûz béd enn-od, abarz ma oa ar béd.

6. Rôed em eûz da anaoud da hanô, d’ann dûd éc’h eûz rôed d’in er béd. D’îd é oan̄t, hag éc’h eûz hô rôed d’in, hag hô deûz mired da c’hér.

7. Bréma é c’houzon̄t pénaoz kémen̄d éc’h eûz rôed d’in a zeû ac’hanod.

8. O véza ma em eûz rôed d’ézhô ar geriou éc’h eûz rôed d’in, hag hô digéméred hô deûz ; anavézet hô deuz évit-gwîr pénaoz ounn deûed ac’hanod, hag hô deûz krédet pénaoz éc’h eûz va c’haset.

9. Mé a béd évit-hô. Na bédann két évid ar béd, hôgen évid ar ré éc’h eûz rôed d’in, ô véza ma’z in̄t d’îd.

10. Kémen̄d em eûz a zô d’îd, ha kémen̄d éc’h eûz a zô d’in, hag ounn meûlet enn-hô.

11. Ha dijâ n’ounn mui er béd, hag hî a zô er bed, ha mé a zistrô étrézég enn-od. Tâd san̄tel, mîr enn da hanô ar ré éc’h eûz rôed d’in, évit ma vézin̄d unan, ével-d-omp.

12. Pa édoun gan̄t-hô, é virenn anézhô enn da hanô. Mired em eûz ar ré éc’h eûz rôed d’in, ha n’eûz bét kollet hini anézhô, némét mâb ar gollidigez, évit ma vijé sévénet ar Skritur.

13. Hôgen bréma é teûann étrézég enn-od, hag ann dra-man̄ a lavarann er béd, évit ma hô dévézô va lévénez enn-hô gan̄t leûnder.

14. Da c’hér em eûz rôed d’ézhô, hag ar béd en deûz hô c’haséet, ô véza n’in̄t két eûz ar béd, ével n’ounn két va-unan eûz ar béd.

15. N’az pédann két m’hô zenni eûz ar béd, hôgen m’hô miri a zrouk.

16. N’in̄t kéd eûz ar béd, ével n’ounn kéd eûz ar béd va-unan.

17. San̄téla anézhô er wirionez. Da c’hér eo ar wirionez.

18. Ével ma éc’h eûz va c’haset er béd, em eûz ivé hô c’haset er béd.

19. Hag en em zan̄téla a rann va-unan évit-hô, évit ma vézin̄d ivé san̄télet er wirionez.

20. Hôgen na bédann kéd évit-hô hép-kén, hôgen c’hoaz évid ar ré a dlé kridi enn-oun dré hô gér.

21. Évit na vézin̄d holl néméd unan, é-c’hîz ma émoud enn-oun, va Zâd, ha mé enn-od, ha ma vézin̄d ivé unan enn-omp, évit ma krédô ar béd pén̄aoz éc’h euz va c’haset.

22. Ha rôed em eûz d’ézhô ar c’hloar éc’h eûz rôed d’in, évit ma vézin̄t unan, ével ma’z omp unan.

23. Mé a zô enn-hô, ha té a zô enn-oun, évit ma vézin̄t peûr-c’hréat enn unan, ha ma anavézô ar béd pénaoz