Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/501

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
499
hervez san̄t iann.

hoc’h. É-c’hîz né hell két ar skourr gwini dougen frouez anézhan̄ hé-unan, hag héb béza stag eûz ar winien : ével-sé é c’hoarvézô enn hô kén̄ver, ma na joumid enn-oun.

5. Mé eo ar winien, ha c’houi ar skourrou : néb a choum enn-oun, ha mé enn-han̄, hen-nez a zoug kalz a frouez : râk hép-z-oun na hellit ôber nétrâ.

6. Ma na joum kéd eur ré enn-oun, é vézô taolet er-méaz é-c’hîz ar skourr gwini, hag é tizec’hô ; hag é tastumin̄t anézhan̄, hag é taolin̄t anézhan̄ enn tân, hag é vézô devet.

7. Mar choumid enn-oun, ha mar choum va geriou enn-hoc’h, goulennit ar péz a gerrot, hag é vézô rôed d’é-hoc’h.

8. Gloar va Zâd eo é tougac’h kalz a frouez, hag é teûac’h da ziskibled d’in.

9. É-c’hîz ma en deûz va Zâd va c’haret, em eûz ivé hô karet. Choumid em c’haran̄tez.

10. Mâr mirit va gourc’hémennou, é choumod em c’haran̄tez, ével ma em eûz miret gourc’hémennou va Zâd, ha ma choumann enn hé garan̄tez.

11. Kémen̄t-sé em eûz lavared d’é-hoc’h, évit ma’z ai va laouenidigez enn-hoc’h, ha ma vézô leûniet hô laouénidigez.

12. Va gourc’hémenn eo é teûfac’h d’en em garout ann eil égilé, ével ma am eûz hô karet.

13. Dén na hell kaout brasoc’h karan̄tez, égét rei hé vuez évid hé viñouned.

14. Va miñouned oc’h, mar grîd ar péz em euz gourc’hémenned d’é-hoc’h.

15. N’hô kalvinn mui mévellou ; rag ar mével na oar két pétrâ a râ hé vestr. Hôgen va miñouned am eûz hô kalvet, ô véza ma em eûz rôed da anaoud d’é-hoc’h kémen̄d em eûz klevet gan̄t va Zâd.

16. Né két c’houi hoc’h eûz va dilennet ; hôgen mé eo em eûz hô tilennet, hag em eûz hô lékéat évit ma’z éot, ha ma tougot frouez, ha ma talc’hô hô frouez ; hag évit ma rôi va Zâd d’é-hoc’h kémen̄d a c’houlennod em hanô digan̄t-han̄.

17. Ar péz a c’hourc’hémennann d’é-hoc’h, eo ma en em gerrot ann eil égile.

18. Mar d-oc’h kaséet gan̄d ar béd, gwézît pénaoz en deûz va c’haséet enn hô raok.

19. Ma vec’h eûz ar béd, ar béd a garfé ar péz a vijé d’ézhan̄ : hôgen ô véza n’oc’h kéd eûz ar béd, hag em eûz hô tilennet eûz ar béd, dré-zé ar béd a gasa ac’hanoc’h.

20. Hô pézet koun eûz ar gér-man̄ em eûz lavared d’é-hoc’h : Ar mével né két brasoc’h égéd hé aotrou. Ma hô deûz va heskinet, éc’h heskinin̄t ivé ac’hanoc’h : Ma hô deûz miret va gér, é mirin̄t ivé hoc’h-hini.

21. Hôgen kémen̄t-sé a rain̄t d’é-hoc’h enn abek d’am hanô ; ô véza na anavézon̄t két ann hini en deûz va c’haset.

22. Ma na venn kéd deûet, ha ma n’am bé két komzet out-hô, n’hô défé kéd a béc’hed ; hôgen bréma n’hô deûz kéd a zidamall eûz hô féc’hed.

23. Néb a gasa ac’hanoun, a gasa ivé va Zâd.

24. Ma n’em bé két gréat enn hô c’hreiz ôberiou ha n’en doa gréat dén all é-béd, n’hô défé kéd a béc’hed. Hôgen bréma hô deûz gwélet, hag é kasaon̄t ac’hanoun ; ha va Zâd ivé,

25. Évit ma vézô sévénet al lavar a zô skrivet enn hô lézen : Va c’haséet hô deûz héb abek.

26. Hôgen pa zeûi ann Dic’hlac’harer a gasinn d’é-hoc’h a berz va Zâd, ar Spéred a wirionez, péhini a zeû eûz ann Tâd ; hen-nez a rôi testéni ac’hanoun.

27. Ha c’houi a rôi ivé testéni, ô véza ma émoc’h gan-én̄ adaleg ar penn ken̄ta.


————


XVI. PENNAD.


1. Kémen̄t-sé em eûz lavaret d’é-hoc’h, évit na gémérot kéd a wall skouér.

2. Hô kâs a rain̄t kuîd eûz hô sinagogou : hôgen don̄d a ra ann heur, é péhini piou-bennâg a lazô ac’hanoc’h,