Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/498

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
496
aviel san̄tel jézuz-krist

kéd deûet évit barna ar béd, hôgen évit savétei ar béd.

48. Néb a zispriz ac’hanoun, ha na zigémer két va geriou, a vézô barnet. Ar gér em eûz lavaret eo a varnô anézhan̄ enn deiz divéza.

49. Râk né kéd ac’hanoun va-unan em eûz komzet, hôgen va Zâd péhini en deûz va c’haset eo en deûz gourc’hemennet d’in pétrâ em eûz da lavarout, ha pénaoz é tléann komza.

60. Ha gouzoud a rann pénaoz hé c’hourc’hémenn a zô ar vuez peûr-baduz. Ar péz éta a lavarann, hel lavaraan hervez m’en deûz va Zâd hé lavared d’in.


————


XIII. PENNAD.


1. Abarz deiz goél Pask, Jézuz ô c’houzout pénaoz é oa deûed ann heur da dreménout eûz ar béd-man̄ étrézég hé Dâd, ével m’en doa karet hé dûd péré a ioa er béd, é karaz anézhô enn-divez.

2. Ha goudé koan, ô véza m’en doa ann diaoul lékéat dijâ é kaloun Iuzaz, mâb Simon Iskariot, ar c’hoan̄t d’hé werza :

3. Jézuz ô c’houzout pénaoz en doa Doué lékéat pep trâ étré hé zaouarn, penaoz é oa deûed eûz a Zoué, hag é tistroé da Zoué ;

4. A zavaz diouc’h koan, hag a ziwiskaz hé ziḻad : ha goudé béza kéméred eul liénen, hel lekéaz war hê drô.

5. Goudé-zé é lékéaz dour enn eur vasin, hag é téraouaz gwalc’hi treid hé ziskibled, hag hô zec’ha gan̄d al liénen a ioa war hé drô.

6. Don̄d a réaz ivé da Zimon Per. Hag hé-man̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, ha té a walc’h va zreid d’in ?

7. Ha Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Na ouzoud két bréma pétrâ a rann, hôgen gouzoud a ri divézatoc’h.

8. Per a lavaraz d’ézhan̄ : Bikenn na walc’hi va zreid d’in. Jézuz a respoun̄taz d’ézhan̄ : Ma na walc’hann kéd ac’hanod, n’az pézô kéd a lôd gan-én̄.

9. Simon Per a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, nann hép-kén va zreid, hôgen ivé va daouarn, ha va fenn.

10. Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Néb a zô bét gwalc’het, n’en deûz mui ézomm néméd da walc’hi hé dreid, hag hén̄ a zô glân̄ holl. Ha c’houi a zô glân̄ ivé ; hôgen n’oc’h kéd holl.

11. Râg gouzoud a réa piou é oa ann hini a dlié hé werza ; hag évit-sé eo en doa lavaret : N’oc’h két glân̄ holl.

12. Pa en doé éta gwalc’het hô zreid d’ézhô, é kéméraz hé ziḻad : hag ô véza en em lékéat c’hoaz ouc’h taol, é lavaraz d’ézhô : Ha gouzoud a rît-hu pétrâ em eûz gréad d’é-hoc’h ?

13. Va gervel a rît Mestr, hag Aotrou : ha mâd é livirit ; râk bez’ éz ounn.

14. Ma em eûz éta gwalc’het hô treid, ha mé Aotrou ha Mestr, c’houi a dlé ivé gwalc’hi hô treid ann eil d’égilé.

15. Râk rôed em eûz ar skouér d’é-hoc’h, évit ma réot ével ma em eûz gréad d’é-hoc’h.

16. É-gwirionez, é-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h : Ar mével né két brasoc’h éged hé Aotrou ; hag ann Abostol né két brasoc’h égéd ann hini en deûz hé gaset.

17. Mar gouzoc’h kémen̄t-sé, ha ma her grît, é viot gwenvidik.

18. Na lavarann két kémen̄t-man̄ ac’hanoc’h holl : gouzoud a rann péré em euz dilennet ; hôgen évit ma vézô sévénet ar Skrituriou : Ann hini a zebr bara gan-én̄ a zavô hé zeûl em énep.

19. A-vréman̄ hel lavarann d’é-hoc’h, hag abars ma c’hoarvézô : évit pa c’hoarvézô, ma krédot pénaoz eo mé eo.

20. É-gwirionez, é gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h ; pénaoz néb a zigémer ann hini em eûz kaset, a zigémer ac’hanoun : ha néb a zigémer ac’hanoun, a zigémer ann hini en deûz va c’haset.

21. Pa en doé Jézuz lavaret kémen̄t-sé, é oé en̄krézet enn hé spéred : hag é lavaraz splann : É-gwirionez, é-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pe-