Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/493

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
491
hervez san̄t iann.

pénaoz piou-bennâg na’z â két dré ann ôr é kraou ann dén̄ved, hôgen a biñ dré eul leac’h all, a zô eul laer hag eur skarzer.

2. Hôgen ann hini a zeû dré ann ôr, a zô meser ann dén̄ved.

3. Da hen-nez eo é tigor ar porzier, hag ann dén̄ved a gleô hé vouéz, hag é c’halv hé zén̄ved hé-unan dré hô hanô, hag hô laka da von̄d er-méaz.

4. Ha pa en deûz hô lékéad hé-unan da von̄d er-méaz, éz â enn hô raok : hag ann den̄ved a ia war hé lerc’h, ô véza ma anavézon̄t hé vouéz.

5. Ha na’z éon̄t két war lerc’h eunn diavésiad. Hôgen tec’hi a réon̄t diout-han̄, ô véza na anavézont két mouéz ann diavésidi.

6. Jézuz a lavaraz d’ézhô ar barabolen-zé. Hôgen hî na anavézchon̄t két ar péz a lavaré d’ézhô.

7. Jézuz a lavaraz c’hoaz d’ézhô : É-gwirionez, é-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz eo mé eo dôr ann dén̄ved.

8. Ar ré holl a zô deûet, a zô laéroun ha skarzerien, hag ann dén̄ved n’hô deûz kéd hô c’hlevet.

9. Mé eo ann ôr. Mar teû eur ré ébarz dré-z-oun, é vézô salvet : mon̄d a rai ébarz, mon̄d a rai er-méaz, hag é kavô peûri.

10. Al laer na zeû néméd évit laéra, évit laza, évit kolla. Mé a zô deûet évit ma hô dévézô ar vuez, ha ma hô dévézô anézhi gan̄t mui a founder.

11. Mé a zô ar Meser mâd. Ar meser mâd a rô hé vuez évid hé zén̄ved.

12. Hôgen ar gôpraer, hag ann hini né két meser, ha da béhini né kéd ann dén̄ved, pa wél ar bleiz ô ton̄t, a ziléz ann dén̄ved, hag a dec’h : hag ar bleiz a skarz hag a zisman̄tr ann dén̄ved.

13. Ar gôpraer a dec’h, ô véza ma eo gôpraer, ha na gémer kéd a bréder gan̄d ann dén̄ved.

14. Mé eo ar meser mâd : anaoud a rann va ré, ha va ré am anavez.

15. Ével ma anavez va Zâd ac’hanoun, éc’h anavézann va Zâd : hag é rôann va buez évit va dén̄ved.

16. Béz’ em eûz c’hoaz dén̄ved all, péré n’in̄t kéd eûz ann dropel-man̄ : hag eo réd é tigaschenn anézhô. Va mouéz a glevin̄t, ha na vézô néméd eunn tropel hag eur meser.

17. Dre-zé eo é kâr va Zâd ac’hanoun, ô véza ma lézann va éné, évid hé géméroud adarré.

18. Dén na gémer anézhan̄ digan-én̄ : hogen mé hé rô ac’hanoun va-unan : ar galloud em eûz d’hé leûskel, hag ar galloud em eûz d’hé géméroud adarré. Ar gourc’hémenn-zé em eûz bét digan̄t va Zâd.

19. Dizunvaniez a zavaz adarré é-touez ar Iuzevien diwar-benn ar geriou-zé.

20. Kalz anézhô a lavaré : Éma ann diaoul enn-han̄ ; diskian̄tet eo ; pérâg é sélaouit-hu anézhan̄ ?

21. Ré all a lavaré : Ar geriou-zé n’in̄t kéd eûz a eunn dén é péhini é vé ann diaoul : ann diaoul hag hén̄ a hell digeri daoulagad ar ré zall ?

22. Hôgen ôber a réad é Jéruzalem goél al Lîd-Iliz : hag er goan̄v édot.

23. Ha Jézuz a valéé enn templ, é porched Salomon.

24. Hôgen ar Iuzevien en em lékéaz war hé drô, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Bété pégeit é talc’hi ac’hanomp enn arvar ? Mar d-oud ar C’hrist, lavar-hén̄ d’é-omp splann.

25. Jézuz a responn̄taz d’ézhô : Komza a rann ouz-hoc’h, ha na grédit kéd d’in. Ann ôberiou a rann é hanô va Zâd, a rô testéni ac’hanoun :

26. Hôgen c’houi na grédit két, ô véza n’oc’h kéd eûz va dén̄ved.

27. Va dén̄ved a anavez va mouéz : hô anaoud a rann, hag é teûon̄t war va lerc’h :

28. Ha mé a rô d’ézhô ar vuez peûr-baduz : ha na vézin̄t két kollet da-vikenn, ha dén n’hô skrapô eûz va daouarn.

29. Ar péz en deûz rôet va Zâd d’in, a zô brasoc’h égét pép trâ ; ha dén na hell hé skrapa diouc’h dourn va Zâd.

30. Mé ha va Zâd a zô eunn hévélep trâ.

31. Hôgen ar Iuzevien a géméraz mein évid hé labéza.

32. Jézuz a lavaraz d’ézhô : Meûr a ôber mâd em eûz diskouézet d’é-hoc’h a berz va Zâd : évit péhini eûz ann