Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/487

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
485
hervez san̄t iann.

56. Râk va c’hik a zô eur gwîr voéd, ha va goad a zô eur gwîr vraoued.

57. Néb a zebr va c’hîk, hag a év va goâd, a choum enn-oun, ha mé enn-han̄.

58. É-c’hîz ma eo béô va Zâd, péhini en deûz va c’haset, hag ounn béô dré va Zâd ; ével-sé neb a zebrô ac’hanoun a vévô dré-z-oun.

59. Hen-nez eo ar bara a zô diskennet eûz ann én̄v. Né kéd ével ar mann hô deûz debret hô tadou, hag hî a zô marô koulskoudé. Néb a zebr ar bara-man̄, a vévô da vikenn.

60. Ann traou-zé a lavaraz pa gélenne er sinagog é Kafarnaom.

61. Hôgen kalz eûz hé ziskibled, ô klevoud ann dra-sé, a lavaraz : Garô eo ar geriou-zé, ha piou a hell hô sélaoui ?

62. Hôgen Jézuz, péhini a wié enn-han̄ hé-unan pénaos hé ziskibled a voudé diwar-benn kémen̄t-sé, a lavaraz d’ézhô : Gwall-skouér a gémérid eus a gémen̄t-sé ?

63. Ha mar gwélit Mâb ann dén ô piña el léac’h ma édo ken̄t ?

64. Ar Spéred eo a rô ar vuez : ar c’hîk na hell nétrâ : ar geriou em eûz lavared d’é-hoc’h a zô spéred ha buez.

65. Hôgen béz’ éz eûz hiniennou enn hô touez ha na grédon̄t két ; râk Jézuz a wié adaleg ar penn-ken̄ta péré a ioa ha na gréden̄t két, ha piou e oa ann hini a dlié hé werza.

66. Hag é lavaraz : Dré-zé eo em eûz lavared d’é-hoc’h pénaoz dén na hell don̄d d’am c’havout, ma n’eo rôed d’ézhan̄ don̄t gan̄t va Zâd.

67. A neûzé kalz eûz hé ziskibled en em dennaz adré ; ha n’az éan̄t mui d’hé heûl.

68. Ha Jézuz a lavaraz d’ann daouzék : Ha c’houi, ha na fell kéd d’é-hoc’h ivé mon̄t-kuît ?

69. Simon Per a respoun̄taz d’ézhan̄ : Aotrou, étrézé piou éz ajemp ? Té éc’h eûz geriou ar vuez peûr-baduz.

70. Ha nî a gréd hag a anavez pénaoz oud ar C’hrist Mâb Doué.

71. Kémen̄t-man̄ a lavaré diwar-benn Iuzaz Iskariot mâb Simon ; râg hen-nez eo a dlié hé werza, évit-han̄ da véza unan eûz ann daouzék.


————


VII. PENNAD.


1. Hôgen abaoé neûzé Jézuz a gerzé é Galiléa ; râk na fellé kéd d’ézhan̄ kerzoud er Judéa, dré ma klaské ar Iuzevien ann doaré d’hé laza.

2. Tôst é oa goél ar Iuzevien, hanvet goél ann Teltou.

3. Hé vreûdeûr a lavaraz éta d’ézhan̄ : Kéa ac’hann, ha kéa er Judéa, évit ma wélô ivé da ziskibled ar péz a réz.

4. Râk dén̄ na labour é-kûz, ma fell d’ézhan̄ beza anavézet gan̄t ann holl : pa réz kémen̄t-sé, en em rô da anaoud d’ar béd holl.

5. Râg hé vreûdeûr na gréden̄t kéd enn-han̄.

6. Jézuz éta a lavaraz d’ézhô : Né két c’hoaz deûet va amzer ; hogen hoc’h amzer-c’houi a zô bépréd daré.

7. Ar béd na hell kéd hô kasaat : hôgen va c’hasaat a ra ; dré ma rôann testéni diwar hé benn, pénaoz eo fall hé ôbériou.

8. Id c’houi d’ar goél-man̄ ; évid-ounn-me né d’ann kéd d’ar goél-man̄ ; râk va amzer né kéd deûet c’hoaz.

9. Goudé béza lavaret kémen̄t-sé, é choumaz é Galiléa.

10. Hogen pa oé éad hé vreûdeûr kuît, éz éaz ivé d’ar goél, nann enn eunn doaré anat, hôgen é-c’hîz é-kûz.

11. Râg ar Iuzevien a glaské anézhan̄ é-pad ar goél, hag a lavaré : Péléac’h éma hen̄-nez ?

12. Hag eur boud brâz a ioa diwar hé benn é-touez ar bobl. Râk lôd a lavaré : Eunn dén mad eo. Hôgen ré all a lavaré ; Nann, hôgen touella a ra ar bobl.

13. Koulskoudé dén na gomzé huel diwar hé benn, gan̄d aoun râg ar Iuzevien.

14. Hôgen war-drô kreiz ar goél, Jézuz a biñaz d’ann templ, hag en am lekéaz da gélenna.

15. Hag ar Iuzevien a ioa souézet brâz, hag a lavaré : Pénaoz é oar hé-man̄ ar Skrituriou, pa n’en deûz kéd hô desket ?

16. Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Va c’hélénnadurez né kéd