Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/486

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
484
aviel san̄tel jézuz-krist

ia da goll, hôgen évid ann hini a bâd bétég er vuez peûr-baduz, a rôi d’é-hoc’h Mâb ann dén. Râg hé-man̄ eo en deûz arouézed Doué ann Tâd.

28. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ a raimp-ni évid ôber ôberiou Doué ?

29. Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Hé-man̄ eo ôber Doué, ma krédot enn hini en deûz kaset.

30. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Pé arouéz a réz-té, évit pa hé gwélimp ma krédimp d’îd ? Pétrâ a réz-té ?

31. Hon tadou hô deus debret ar mann enn distrô, hervez ma eo skrivet : Rôed en deûz d’ézhô da zibri bara ann én̄v.

32. Neûzé Jézuz a lavaraz d’ézhô : É-gwirionez, é-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h : Moizez n’en deûz két rôed d’é-hoc’h bara ann én̄v, hôgen va Zâd eo a rô d’é-hoc’h ar gwir vara eûz ann én̄v.

33. Râk bara Doué eo ar bara a zô diskenned eûz ann én̄v, hag a rô ar vuez d’ar béd.

34. Hôgen hî a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, rô d’é-omp bépréd ar bara-zé.

35. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Mé a zô ar bara a vuez : néb a zeû d’am c’havout n’en dévézô kéd a naoun ; ha néb a gréd enn-oun n’en dévézo bikenn a zec’hed.

36. Hôgen hel lavared em eûz d’é-hoc’h, va gwélet hoc’h eûz, ha n’hoc’h eûz két krédet enn-oun.

37. Ar ré holl a rô va Zâd d’in, a zeûi d’am c’havout : ha na daolinn két er-méaz ann hini a zeûi d’am c’havout.

38. Rak diskenned ounn eûz ann én̄v, nann évid ôber va ioul, hôgen évid ôber ioul ann hini en deûz va c’haset.

39. Hôgen hou-man̄ eo ioul va Zâd péhini en deûz va c’haset ; pénaoz na gollinn hini eûz ar ré holl en deûz rôed d’in, hôgen ma tazorc’hinn anézhô enn deiz divéza.

40. Hôgen hou-man̄ eo ioul va Zâd péhini en deûz va c’haset ; pénaoz piou-bennâg a wél ar Mâb, hag a gréd enn-han̄, en dévézô ar vuez peûr-baduz, hag é tazorc’hinn anézhan̄ enn deiz divéza.

41. Ar Iuzevien a voudé out-han̄, ô véza m’en doa lavaret : Mé a zô ar bara buézek a zô diskennet eûz ann én̄v.

42. Hag é lavaren̄t : Ha né kéd hé-man̄ Jézuz mâb Jozef, eûz a béhini éc’h anavézomb ann tâd hag ar vamm ? Pénaoz éta é lavar-hén̄ eo diskenned eûz ann én̄v ?

43. Hôgen Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Na voudit kéd étré-z-hoc’h.

44. Dén é-béd na hell don̄d d’am c’havout, néméd didennet é vé gan̄t va Zâd péhini en deûz va c’haset : ha mé a zazorc’hô anézhan̄ enn deiz divéza.

45. Ha skrived eo er Broféded : Hag é vézin̄d holl desket gan̄d Doué. Piou-bennâg en deûz klevet ann Tâd hag en deûz desket, a zeûi d’am c’havout.

46. Né kéd en défé dén gwélet ann Tâd, neméd ann hini a zeû eûz a Zoué : hen-nez en deûz gwélet ann Tâd.

47. É-gwirionez, é-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h : Néb a gréd enn-oun, en deûz ar vuez peûr-baduz.

48. Mé a zô ar bara a vuez.

49. Hô tadou hô deûz debret ar mann enn distrô, hag in̄t marô.

50. Hôgen hé-man̄ eo ar bara a zô diskenned euz ann én̄v ; évit na varvô két néb en deûz debret eûz anézhan̄.

51. Mé a zô ar bara buézek a zô diskennet eûz ann én̄v.

52. Mar tebr eur ré eûz ar bara-zé, é vévô da vikenn : hag ar bara a rôinn, eo va c’hîk a rôinn évit buez ann dûd.

53. Koulskoudé ar Iuzevien a strivé étré-z-hô, ô lavarout : Pénaoz éc’h hell hen-nez rei d’é-omp hé gîk da zibri ?

54. Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhô : É-gwirionez, é-gwirionez, hel lavarann d’é-hoc’h : Ma na zebrit két kîk Mâb ann dén, ha ma na évit kéd hé c’hoad n’hô pézô kéd ar vuez enn-hoc’h.

55. Néb a zebr va c’hîk, hag a év va goâd, en deûz ar vuez peûr-baduz, ha mé hen dazorc’hô enn deiz divéza.