Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/485

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
483
hervez san̄t iann.

47. Hôgen ma na grédit két ar péz en deûz skrivet, pénaoz é krédot-hu ar péz a lavarann d’é-hoc’h ?


————


VI. PENNAD.


1. Goudé-zé Jézuz a iéaz enn tu all da vor Galiléa, é péléac’h éma lagen Tibériad :

2. Hag eul lôd brâz a dûd a heulié anézhan̄, ô véza m’hô doa gwélet ar vurzudou en doa gréat war ar ré glan̄v.

3. Jézuz a biñaz éta war eur ménez ; hag éc’h azézaz énô gan̄d hé ziskibled.

4. Hôgen tôst é oa ar Pask, péhini a zô goél ar Iuzevien.

5. Jézuz éta ô véza savet hé zaou-lagad, hag ô wélout pénaoz eul lôd brâz a dûd a zeué d’hé gavout, a lavaraz da Filip : A beléac’h é prénimp-ni bara évit ma tebrô ann holl dûd-zé ?

6. Hôgen kémen̄t-man̄ a lavaré évid hé dempti ; râg hén̄ a wié pétrâ en doa da ôber.

7. Filip a respoun̄taz d’ézhan̄ : Na vé kéd a-walc’h gan̄d daou c’han̄t diner a vara évit rei eunn tammik da bép-hini.

8. Unan eûz hé ziskibled, André, breûr Simon-Per, a lavaraz d’ézhan̄ :

9. Bez’ éz eûz eur bugel péhini en deûz pemp tors heiz, ha daou bésk ; hôgen pétrâ eo ann dra-zé évit kémen̄d a dûd ?

10. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Grîd d’ann dûd azéza. Hôgen kalz a c’héot a ioa énô. Hag éc’h azézaz war-drô pemp mil dén.

11. Jézuz éta a géméraz ar baraou : ha goudé béza trugarékéet, é rannaz anézhô étré ar ré a ioa azézet. Rei a réaz ivé eûz ar pésked kémen̄t ha ma fellaz d’ézhô.

12. Goudé m’hô doé a-walc’h, é lavaraz d’hé ziskibled : Dastumid ann tammou a zô choumet a zilerc’h, évit na vézin̄t két kollet.

13. Hô dastumi a réjon̄d éta hag é leûnchon̄t daouzék paner gan̄d ann tammou eûz ar pemb bara heiz, a oa choumet a zilerc’h ar ré hô doa debret.

14. Ann dûd-zé éta pa wéljon̄t ar burzud en doa gréat Jézuz, a lavaraz : Hen-nez eo évit-gwîr ar Profed a dlé don̄d er béd.

15. Hôgen Jézuz ô c’houzout pénaoz é tlien̄t don̄d da grapa enn-han̄ évid hé lakaad da Roué, a dec’haz adarré war ar ménez hé-unan.

16. Hôgen pa oé deûed ar pardaez, hé ziskibied a ziskennaz étrézég ar môr.

17. Ha pa oen̄t piñet enn eur vag, éz éjon̄t enn tû all d’ar môr é Kafarnaom. Ha daré é oa ann nôz, ha Jézuz né oa két c’hoaz deûet d’hô c’havout.

18. Koulskoudé ar môr a zavé, ô véza ma c’houézé kré ann avel.

19. Hôgen goudé m’hô doé roéviet war-héd pemp stad war-n-ugen̄t pé trégon̄t stad, é wéljon̄t Jézuz ô kerzoud war ar môr, hag ô tôstaad ouc’h ar vâg ; hag hô doé spoun̄t.

20. Hôgen hén̄ a lavaraz d’ézhô : Mé eo, na spoun̄tit két.

21. Hag é fellaz d’ézhô hé géméroud er vâg : ha râk-tâl ar vâg en em gavaz oud ann douar é péhini éz éan̄t.

22. An̄trônôz, ar bobl péhini a ioa enn tû-all d’ar môr, a wélaz pénaoz né oa béd énô néméd eur vag, pénaoz né oa kéd éat Jézuz er vâg gan̄d hé ziskibled, hôgen pénaoz ann diskibled a oa éad ho-unan :

23. (Râk deûed é oa bagou all eûz a Dibériad, tôst d’al léac’h é péhini Jézuz, goudé béza trugarékéet ann Aotrou, en doa rôet bara da zibri d’ézhô) :

24. Pa wélaz éta ar bobl pénaoz Jézuz na oa kéd énô, nag hé ziskibled kén-nébeut, é piñchon̄t war ar bagou-zé, hag é teûjon̄d da Gafarnaom évit klaskout Jézuz.

25. Ha pa hô doé hé gavet enn tu all d’ar môr, é léverjon̄d d’ézhan̄ : Mestr, peûr oud-dé deûed aman̄ ?

26. Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : É-gwirionez, é gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h : va c’hlaskoud a rît ; ha né kéd évit béza gwélet burzudou, hôgen évit béza debret bara, hag évit béza bét a-walc’h anézhan̄.

27. Labourit, nann évid ar boéd a