Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/484

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
482
aviel san̄tel jézuz-krist

hoc’h : Ar Mâb na hell ôber nétrâ anézhan̄ hé-unan, ha na ra néméd ar péz a wél hé Dâd oc’h ôber ; râk kémen̄d a râ ann Tâd, ar Mâb a ra ivé ével-t-han̄.

20. Râg ann Tâd a gâr ar Mâb, hag é tiskouéz d’ézhan̄ kémen̄d a râ : hag é tiskouézô d’ézhan̄ ôberiou brasoc’h égéd ar ré-man̄, enn hévélep doaré ma viot souézet-brâz hoc’h-unan.

21. Râg ével ma teû ann Tâd da zazorc’hi ar ré varô, ha da rei d’ézhô ar vuez, ével-sé ar Mâb a rô ar vuez da néb a gâr.

22. Hôgen ann Tâd na varn dén é-béd : râk péb barnédigez en deûz rôed d’ar Mab,

23. Évit ma teûi ann holl da énori ar Mâb, ével ma énoron̄t ann Tâd. Nép na énor kéd ar Mâb, na énor kéd ann Tâd péhini en deûz hé gaset.

24. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz piou-bennâg a zélaou va gér, hag a gréd enn hini en deûz va c’haset, en deûz ar vuez peûr-baduz, ha na zeû kéd er varn, hôgen tréménoud a ra eûz ar marô d’ar vuez.

25. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz é teû ann heur, hag eo deûet, é péhini ar ré varô a glev mouéz Mâb Doué : hag ar ré a glevô a vévô.

26. Râg é-c’hîz ma en deûz ann Tâd ar vuez enn-han̄ hé-unan, rôed en deûz ivé d’ar Mâb ar galloud da gaoud ar vuez enn-han̄ hé-unan :

27. Hag en deûz rôed d’ézhan̄ ar galloud da varna, ô véza ma eo Mâb ann dén.

28. Na vézit két souézet eûz a gémen̄t-man̄ ; râk don̄d a ra ann heur é péhini ar ré holl a zô er bésiou a glevô mouéz Mâb Doué :

29. Hag ar ré hô dévézô gréat mâd a zavô évit mon̄d é dazorc’hidigez ar vuez ; hôgen ar ré hô dévézô gréat fall, évit mon̄t é dazorc’hidigez ar varn (G).

30. Na hellann-mé ôber nétrâ ac’hanoun va-unan. Diouc’h ma klevann, é varnann : ha va barn a zô gwirion ; rak na glaskann két va ioul, hôgen ioul ann hini en deûz va c’haset.

31. Ma rôann testéni ac’hanoun va-unan, va zesténi né két gwîr.

32. Béz’ éz eûz eunn all hag a rô testéni ac’hanoun : ha gouzoud a rann pénaoz eo gwîr ann desténi a rô ac’hanoun.

33. Kased hoc’h eûz étrézég Iann ; hag hén̄ en deûz rôet testéni d’ar wirionez.

31. Évid-oun-mé né kéd eûz a eunn dén é kémérann testéni : hôgen ann dra-man̄ a lavarann évit ma viot salvet.

35. Hén̄ a ioa eur c’hleûzeur leskidik ha lugernuz. Hôgen fellet eo béd d’é-hoc’h en em laouénaad évid eunn amzer oud hé c’houlou.

36. Hôgen mé am eûz eunn testéni brasoc’h égéd hini Iann. Râg ann ôberiou en deûz rôet va Zâd ar galloud d’in da beûr-ôber ; ann ôberiou a rann, a rô ann desténi ac’hanoun, pénaoz ounn kaset gan̄t va Zâd :

37. Ha va Zâd péhini en deûz va c’haset, en deûz hé-unan rôet testéni ac’hanoun : ha c’houi n’hoc’h eûz biskoaz kleved hé vouéz, na gwéled hé zremm

38. Hag hé c’hér na joum kéd enn-hoc’h ; râk na grédit kéd enn hini en deûz va c’haset.

39. C’houiḻid er Skrituriou, pa vennit pénaoz é kéfot enn-hô ar vuez peûr-baduz : hag hî eo a rô testéni ac’hanoun.

40. Ha na fell kéd d’é-hoc’h don̄d d’am c’havout évit kaoud ar vuez.

41. Na gémérann két va skéd eûz ann dûd.

42. Hôgen hoc’h anavézet em eûz : ô véza n’hoc’h eûz kéd enn-hoc’h karan̄tez Doué.

43. É hanô va Zâd ounn deûet, ha n’hoc’h eûz két va zigéméret : mar teû eunn all enn hé hanô hé-unan, é tigémérot anézhan̄.

44. Pénaoz éc’h hellit-hu kridi, c’houi péré a zigémer ar skéd a zeû eûz ann eil d’égilé, ha na glask két ar skéd a zeû eûz a Zoué hép-kén.

45. Na vennit két pénaoz eo mé a damallô ac’hanoc’h dirâk va Zâd : Moizez eo é péhini éma hô kortoz a damall ac’hanoc’h.

46. Râk ma krédac’h é Moizez, é krédac’h ivé martézé enn-oun ; râk skrived en deûz diwar va fenn.