Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/483

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
481
hervez san̄t iann.

Gana é Galiléa, é péléac’h en doa gréat gwîn gan̄d dour. Hag énô éz oa eur Prin̄s pehini en doa eur mâb klân̄ é Kafarnaom.

47. Hé-man̄ ô véza klevet pénaoz Jézuz a ioa deûed eûz a Judéa é Galiléa, a iéaz d’hé gavout, hag a bédaz anézhan̄ da ziskenni d’hé dî, évit iac’haad hé vâb ; rak daré é oa da vervel.

48. Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Ma na wélit arwésiou ha burzudou, na grédit két.

49. Hag ar Prin̄s a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, disken abarz ma vézô marô va mâb.

50. Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa, da vâb a zô béô. Ann dén-man̄ a grédaz er gér en doa lavaret Jézuz d’ézhan̄, hag a iéaz-kuît.

51. Hôgen pa édo hé-man̄ enn hen̄t, hé vévellou a ziarbennaz anézhan̄, hag a lavaraz d’ézhan̄ : da vâb a zô béô.

52 Hag hén̄ ô véza goulenned digan̄d-hô da bé heur é oa en em gavet gwelloc’h, é léverjon̄t d’ézhan̄ : Déac’h d’ar seizved heur ann dersien é deûz hé lézet.

53. Ann tâd a anavézaz pénaoz é oa enn heur-zé en doa Jézuz lavared d’ézhan̄ : Da vâb a zô béô ; hag é krédaz hén̄ hag hé holl dûd.

54. Hen-nez a oé ann eil vurzud a réaz Jézuz pa zeûaz a Judéa é Galiléa.


————


V. PENNAD.


1. Goudé-zé goél ar Iuzevien ô véza deûet, Jézuz a biñaz da Jéruzalem.

2. Hôgen béz’ éz oa é Jéruzalem pin̄sin ann dén̄ved, péhini é iéz Hébré a zô hanvet Betsaida, hag en doa pemp pon̄dalez.

3. É péré é oa gourvézet eul lôd brâz a dûd klân̄v, a dûd dall, a dûd kamm, a dûd dizec’het, péré a c’hortôzé ma vé kéfluslet ann dour.

4. Rag Éal ann Aotrou a ziskenné a-amzer-é-amzer er pin̄sin ; hag ann dour a oa kéflusket. Ha piou-bennâg a ziskenné da-gen̄ta er pin̄sin, goude ma oa bét kéflusket ann dour, a iac’héé, daoust pé glén̄ved en doa.

5. Hôgen béz’ é oa énô eunn dén péhini a ioa klan̄v eiz vloaz ha trégon̄t a ioa.

6. Pa wélaz Jézuz hé-man̄ gourvézet, hag ô véza ma anavézé pénaoz é oa klan̄v pell amzer a ioa, e lavaraz d’ézhan̄ : Ha té a fell d’id béza iac’h ?

7. Ann dén klan̄v a respoun̄taz d’ézhan̄ : Aotrou, n’em eûz dén évit va lakaad er pin̄sin, goudé ma eo bét kéflusket ann dour : hag é-pad émounn ô von̄t, eunn all a ziskenn em raok.

8. Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Saô, kémer da vélé, ha kerz.

9. Hag ann dén-zé a zeûaz iac’h râk-tâl : hag é kéméraz hé wélé, hag é kerzaz. Hôgen ann dervez-zé a ioa deiz ar sabbat.

10. Ar Iuzevien a lavaraz éta d’ann hini a ioa bét iac’héet : Ar sabbat eo, né kéd aotréed did dougen da wélé.

11. Hag hén̄ a respoun̄taz d’ézhô : Ann hini en deûz va iac’héet, en deûz lavared d’in : Kémer da wélé, ha kerz.

12. Hag hî a c’houlennaz digan̄t-han̄ : Piou eo ann dén-zé péhini en deûz lavared d’id : Kémer da wélé, ha kerz ?

13. Hôgen ann hini a ioa bét iachéet, na wié két piou é oa. Râk Jézuz a ioa en em dennet eûz a en̄groez ar bobl a ioa énô :

14. Goudé, Jézuz a gavaz anézhan̄ enn templ, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu oud deûet iac’h : na bec’hi mui hiviziken, gan̄d aoun na c’hoarvézché gwasoc’h ganéz.

15. Ann dén-zé a iéaz da gavoud ar Iuzevien, hag a lavaraz d’ézho pénaoz é oa Jézuz en doa hé iac’héet.

16. Dré-zé eo é teûé ar Iuzevien da heskina Jézuz ô véza m’en doa gréat kémen̄t-sé é deiz ar sabbat.

17. Hôgen Jézuz a respoun̄taz d’ézhô : Va Zâd en deûz labouret bété vréma, ha mé a labour ivé.

18. Évit-sé éta ar Iuzevien a glaské c’hoaz mui ann doaré d’hel laza ; râk né dorré két hép-mui-kén ar sabbat, hôgen lavaroud a réa pénaoz Doué a ioa hé Dâd, oc’h en em ôber kévatal da Zoué. Jézuz éta a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô :

19. É-gwirionez hel lavarann d’é-