Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/482

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
480
aviel san̄tel jézuz-krist

16. Jézuz a lavaraz d’ézhi : Kéa, galv da ozac’h, ha deûz aman̄.

17. Ar vaouez a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : N’em eûz kéd a ozac’h. Jézuz a lavaraz d’ézhi : Lavaret mâd éc’h eûz : N’em eûz ked a ozac’h :

18. Râk pemb ozac’h éc’h eûz bét, hag ann hini éc’h eûz bréma né kéd da ozac’h : lavaret mâd éc’h eûz.

19. Ar vaouez a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, gwéloud a rann pénaos oud eur Profed.

20. Hon tadou hô deûz azeûlet war ar ménez-man̄, ha c’houi a lavar pénaoz é Jéruzalem éma al léac’h é péhini eo réd azeûli.

21. Jézuz a lavaraz d’ézhi : Maouez, kréd d’in, don̄d a ra ann heur, é péhini na azeûlot mui ann Tâd, na war ar ménez-sé, nag é Jéruzalem.

22. C’houi a azeûl ar péz na anavézit két : nî a azeûl ar péz a anavézomp ; râg ar zilvidigez a zeû eûz ar Iuzevien.

23. Hôgen don̄d a ra ann heur, ha deûed eo, é péhini ar gwir azeûlerien a azeûlô ann Tâd é spered hag é gwirionez.

24. Doué a zô spéred, réd eo d’ar ré a azeûl anézhan̄, hé azeûli é spéred hag é gwirionez.

25. Ar vaouez a lavaraz d’ézhan̄ : Gouzoud a rann pénaoz é tlé don̄d ar Mési (da lavaroud eo ar C’hrist) ; pa vézô deûed éta, é tiskleriô d’é-omp pep-trâ.

26. Jézuz a lavaraz d’ézhi : Mé eo péhini a gomz gan-éz.

27. Ha neûze e teûaz hé ziskibled, hag é oan̄t souézet ô véza ma komzé oud eur vaouez. Hôgen dén na lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ a glaskez, pé pérâg é komzez oud hou-man̄ ?

28. Hôgen ar vaouez a lézaz hé fôd dour, hag a iéaz é kéar, hag a lavaraz d’ann dûd ac’hanô :

29. Deûit ha gwélid eunn dén, péhini en deûz lavared d’in kémen̄d em eûz gréat : ha né kéd hén̄ ar C’hrist ?

30. Mon̄d a réjon̄d éta er-méaz eûz a géar, hag éz éjon̄d d’hé gavout.

31. Koulskoude hé ziskibled a dôstaaz out-han̄, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Mestr, debr.

32. Hôgen hén̄ a lararaz d’ézhô : Eur boéd em eûz da zibri ha na anavézit két.

33. Neûzé ann diskibled a lavaraz ann eil d’égilé : Hag unan-bennâg en défé kased da zibri d’ézhan̄ ?

34. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Va boéd eo ôber ioul ann hini en deûz va c’haset, évit ma peûrc’hrinn hé ôber.

35. Ha na livirit-hu két c’houi, pénaoz da benn pévar miz é teûi ar médérez ? Chétu mé a lavar d’é-hoc’h : Savid hô taou-lagad, ha sellid oud ar mésiou, gwenn in̄d évid ar médérez.

36. Ha néb a véd a zigémer ar gôbr, hag a zastum frouez évid ar vuez peûr-baduz : évit ma en em laouénai néb a hâd kerkoulz ha néb a véd.

37. Rak é kémen̄t-mañ eo gwîr ar gér a lavar : pénaoz unan a hâd, hag eunn all a véd.

38. Hô kased em eûz da védi ar péz n’hoc’h eûz két labouret : ré all hô deûz labouret, ha c’houi a zô éad enn hô labour-hî.

39. Kalz eûz a Zamaritaned ar géar-zé a grédaz enn-han̄, dré ann abek d'ar gér-man̄ é doa lavared ar vaouez-zé : Lavared en deûz d’in kémend em euz gréat.

40. Ar Zamaritaned éta ô véza deûed d’hé gavout, a bédaz anézhan̄ da choum énô. Hag hén̄ a joumaz énô daou zervez.

41. Ha kalz muioc’h a grédaz enn-han̄ dré ann abek d'hé brézek.

42. Hag é lavaren̄d d’ar vaouez-zé ; N’eo mui évid ar péz éc’h eûz lavaret é krédomb bréma ; râg hé glevet hon eûz hon-unan, hag é ouzomp pénaoz eo évit-gwîr Salver ar béd.

43. Daou zervez goudé éz éaz-kuîd ac’hanô ; hag éz éaz é Galiléa.

44. Râk Jézuz a lavaré hé-unan, pénaoz eur Profed a zô héb hanô-mâd enn hé vrô hé-unan.

45. O véza éta deûed é Galiléa, ar C’haliléaded hen digéméraz ervâd, dré m’hô doa gwélet ar pez en doa gréat é Jéruzalem é deiz ar goél ; râg é deiz ar goél éz éjon̄d dî.

46. Jézuz a zeûaz a-nevez da