Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/481

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
479
hervez san̄t iann.

diskibled Iann hag ar Iuzevien diwar-benn ar Skarzidigez.

26. Hag é teûjon̄t da gavout Iann, hag é léverjon̄t d’ézhan̄ : Mestr, ann hini a ioa gan-éz enn tu all d’ar Jourdan, ha da behini éc’h eûz rôet testéni, a vadez bréma, hag ann holl a iâ d’hé gavout.

27. Iann a respoun̄taz hag a lavaraz : Dén na hell digémérout nétrâ, némét rôed é vé bét d’ézhan̄ eûz ann én̄v.

28. C’houi hoc’h-unan a zô testéni d’in pénaoz em eûz lavared d’é-hoc’h : Né két mé eo ar C’hrist ; hôgen kased ounn bét enn hé raok.

29. Néb en deûz eur c’hrég, a zô ozac’h : hôgen miñoun ann ozach, péhini a zô enn hé zâ, hag a zélaou anézhan̄, a zô laouen-brâz pa glev mouéz ann ozac’h. Leûn eo éta a lévénez.

30. Réd eo éta d’ézhan̄ kreski, ha d’in bihanaat.

31. Néb a zô deûed eûz ann néac’h, a zô dreist ann holl. Néb a zô eûz ann douar, a zô eûz ann douar, hag hé lavar a zalc’h eûz ann douar. Néb a zeû eûz ann én̄v, a zô dreist ann holl.

32. Testénia a ra ar péz en deûz gwélet ha klevet : ha dén na zigémer hé desténi.

33. Néb en deûz digéméret hé desténi, en deûz diskouézet pénaoz é oa Doué gwirion.

34. Râg ann hini en deûz kaset Doué, a lavar komsiou Doué : ha Doué na rô kéd d’ézhan̄ hé spéred dré gemm.

35. Ann Tâd a gâr ar Mâb : hag en deûz lékéat pép-trâ étré hé zaouarn.

36. Néb a gréd er Mâb, en deûz ar vuez peûr-baduz : hôgen néb na gréd kéd er Mâb, na wélô kéd ar vuez peûr-baduz : hogen buanégez Doué a joumô war-n-ézhan̄.


————


IV. PENNAD.


1. Jézuz éta ô véza klevet penaoz ar Farizianed a wié é réa muioc’h a ziskibled égét Iann, hag é vadézé muioc’h a dûd égét-han̄,

2. Pétrâ-bennâg na vadézé két Jézuz, hôgen hé ziskibled hép-kén,

3. A iéaz-kuîd eûs ar Judéa, hag a zistrôaz é Galiléa.

4. Rak réd é oa d’ézhan̄ tréménoud dré ar Samari.

5. Don̄d a réaz ’ta enn eur géar eûz a Samari, hanvet Sikar, tôst d’ann digwéz a rôaz Jakob d’hé vab Jozef.

6. Hôgen énô éz oa feunteun Jakob. Ha, Jézuz ô véza skuîz eûz ann hen̄t, a azézaz war ar feunteun-zé. War-drô ar c’houec’hved heur édo.

7. Don̄d a réas eur vaouez eûz a Zamari évit tenna dour, ha Jésuz a lavaraz d’ézhi : Rô da éva d’in.

8. (Râg é ziskibled a ioa éad é kéar évit préna boéd).

9. Hôgen ar vaouez-zé eûs a Zamari a lavaraz d’ézhan̄ : Pénaoz té pa oud eûz a Judéa, é c’houlennez-té da éva digan-én̄, ha me eûz a Zamari ? Rag ar Iuzevien na vourron̄t két gan̄d ar Samaried.

10. Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhi : Ma anavézchez rô Doué, ha piou eo ann hini a lavar d’îd : Rô da éva d’in, martézé ez pé da-unan goulenned da éva digan̄t-han̄, hag en defé rôed d’îd dour béô.

11. Ar vaouez a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, n’éc’h eûz két péadrâ da denna dour, hag ar pun̄s a zô doun : a béléac’h éta éz pé dour béô ?

12. Ha brasoc’h oud égéd hon tad Jakob, péhini en deûz rôed d’é-omp ar pun̄s-man̄, ha péhini en deûz évet dour anézhan̄, kerkouls hag hé vugalé, hag hé loéned ?

13. Jézuz a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ézhi : Piou-bennâg a ev eûz ann dour-man̄, en dévézô c’hoaz sec’hed : hôgen piou-bennâg a évô eûz ann dour a rôinn d’ézhan̄, n’en dévézô bikenn a zec’hed :

14. Hôgen ann dour a roinn d’ézhan̄, a zeûi enn-han̄ ar vammen eûz a eunn dour a zilammô bétég er vuez peûr-baduz.

15. Ar vaouez a lavaraz d’ézhan̄ : Rô d’in eûz ann dour-zé, évit n’am bézô kéd a zec’hed, ha na zeuinn kéd aman̄ da denna dour.