Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/480

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
478
aviel san̄tel jézuz-krist

enn hé hanô, ô wélout ar vurzudou a réa.

24. Hôgen Jézuz na fisié kéd enn-hô, râg ho anaout a réa holl,

25. Ha n’en doa kéd a ézomm é teûjé dén da rei testéni d’ézhan̄ diwar-benn eunn dén, râg hén̄ a wié pétrâ a ioa enn dén.


————


III. PENNAD.


1. Hogen bez’ éz oa eunn dén é-touez ar Farizianed, han̄vet Nikodémuz, péhini a ioa Prin̄s ar Iuzevien.

2. Hé-man̄ a zeûaz enn nôz da gavout Jézuz, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Mestr, gouzoud a réomp pénaoz oud deûed a berz Doué da gélenner d’é-omp : râk dén na hell ôber ar vurzudou a réz, néméd Doué a vé gan̄t-han̄.

3. Jézuz é respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : É-gwirionez hel lavarann d’îd, pénaoz dén na hell gwélout rouan̄télez Doué, ma n’eo két ganet a-nevez.

4. Nikodémuz a lavaraz d’ézhan̄ : Pénaoz éc’h hell béza ganet eunn dén, hag hén̄ kôz ? Hag hen̄ a hell mon̄d eur wéach é kôv hé vamm, ha béza ganet eunn eil gwéach ?

5. Jézuz a respoun̄taz d’ézhan̄ : É-gwirionez hel lavarann d’îd, pénaoz ma na véz ganet eunn dén a-nevez énn dour hag er Spéred-San̄tel, na hell két mon̄d é rouan̄télez Doué.

6. Ar pez a zô ganet euz ar c’hîk, a zô kîk : hag ar péz a zô ganet euz ar spéred, a zô spéred.

7. Na vézez két souézet em bé lavared d’îd, pénaoz eo réd d’îd béza ganet eunn eil gwéach.

8. Ar Spéred a c’houéz el léac’h ma kâr : hag é klevez hé vouéz ; hôgen na ouzoud kéd a béleac’h é teû, na péléac’h éz â : ével-sé é c’hoarvez gan̄t kémen̄d hini a zô ganet eûz ar spéred.

9. Nikodémuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Pénaoz éc’h hell c’hoarvézout kémen̄t-sé ?

10. Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ, té a zô mestr enn Israel, ha na ouzoud két kémen̄t-sé ?

11. É-gwirionez hel lavarann d’îd, pénaoz é lévéromp ar péz a ouzomp, ha pénaoz é rôomp testéni eûz ar péz hon eûz gwélet, ha koulskoudé na zigémérit két hon testéni.

12. Ma na grédit kéd d’in pa gomzann d’é-hoc’h eûz a draou ann douar, pénaoz é krédot-hu d’in ma komzann d’é-hoc’h eûz a draou ann én̄v ?

13. Dén n’eo piñed enn én̄v, néméd ann hini a zô diskenned eûz ann én̄v, Mâb ann dén péhini a zô enn én̄v.

14. Hag ével m’en deûz Moizez saved eunn aer enn distrô, ével-sé eo réd é vé savet Mâb ann dén :

15. Évit na varvô két kemen̄d hini a gréd enn-han̄, hôgen m’en dévézô ar vuez peûr-baduz.

16. Râk Doué en deûz karet kémen̄t ar béd, ma en deûz rôed hé Vâb penn-her : évit na varvô két kémen̄d hini a gréd enn-han̄, hôgen m’en dévézô ar vuez peûr-baduz.

17. Râk Doue n’en deûz két kased hé Vâb er béd, évit barna ar béd, hôgen évit ma vézô salvet ar béd gan̄t-han̄.

18. Néb a gréd enn-han̄, né két barnet : hôgen néb na gréd két, a zô barnet a-vréma : ô véza na gréd kéd é hanô Mâb pénn-her Doué.

19. Hôgen chétu a béléac’h é teû ar varnédigez-zé : dré ma eo deûed ar goulou er béd, hag eo bét gwell gan̄d ann dûd ann dévalien égéd ar goulou : râg hô ôberiou a zô fall.

20. Râk piou-bennâg a ra drouk, a gasa ar goulou, ha ne zeû kéd ouc’h ar goulou, évit na vézô két diskleriet hé ôberiou.

21. Hôgen piou-bennâg a ra diouc’h ar wirionez, a zeû ouc’h ar goulou, évit ma vézo gwélet hé ôberiou ; râg hé Doué in̄t bét gréat.

22. Goudé-zé é teûaz Jézuz, gan̄d hé ziskibled, é douar Judéa ; choum a réa énô gan̄t-hô, hag e vadézé.

23. Iann a vadézé ive é Aennou tôst da Zalim ; râg énô éz oa kalz a zoureier, ha kalz a zeûé hag a oa badézet.

24. Neûzé Iann né oa két bét c’hoaz lékéad er vâc’h.

25. Hôgen eur striv a zavaz étré