Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/477

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AVIEL SANTEL JÉZUZ-KRIST,


HERVEZ


SANT IANN.


————


I. PENNAD.


1. Er penn-ken̄ta édo ar Gér, hag ar Gér a ioa gan̄d Doué, hag ar Gér a ioa Doué.

2. Hé-man̄ a ioa er penn-ken̄ta gan̄d Doué.

3. Kémen̄t trâ a zô bét gréat gan̄t-han̄ : ha nétrâ eûz a gémen̄d a zô bét great, n’eo bet gréat hép-z-han̄.

4. Enn-han̄ edo ar vuez, hag ar vuez a oa goulou ann dûd :

5. Hag ar goulou a luc’h enn devalien, hag ann devalien né deûz kéd hé boellet.

6. Bez’ é oé eunn dén kaset gan̄d Doué, péhini a ioa hanvet Iann.

7. Hé-man̄ a zeuaz da dést, da rei testeni d’ar goulou, évit ma krédehé ann holl dré-z-han̄.

8. Né kéd hén̄ a oa ar goulou ; hôgen deued e oa évit rei testeni d’ar goulou.

9. Hen-hon̄t a oa ar gwîr c’houlou, péhini a sklera kémen̄d dén a zeû er béd-man̄.

10. Er béd édo, hag ar béd a zô bét gréat gan̄t-han̄, hag ar béd n’en deûz kéd hé anavézet.

11. Enn hé drâ eo deûet, hag hé dûd n’hô deûz két hé zigéméret.

12. Hôgen da gémen̄d hini en deûz hé zigéméret, en deûz rôed ar galloud da véza gréat bugalé Doué, d’ar ré a gréd enn hé hanô :

13. Péré n’in̄t két ganet eûz ar goâd, nag eûz a ioul ar c’hîk, nag eûz a ioul ann dén, hôgen eûz a Zoué.

14. Hag ar Gér a zô bét gréat kîk, hag eo bet ô choum enn hon touez : ha gwélet hon eûz hé c’hloar, gloar é-c’hîz eûz a Vâp penn-her ann Tâd, leûn a drugarez hag a wirionez.

15. Iann a zô testéni anézhan̄ hé-unan, hag é krî, ô lavarout : Hé-man̄ eo ann hini diwar-benn péhini em eûz lavared d’é-hoc’h : Ann hini a dlé don̄t war va lerc’h a zô bét lékéat em raok, râg em raog é oa.

16. Hag holl hon eûz digéméret eûz hé leûnder, ha trugarez évit trugarez.

17. Râg al lézen a zô bét rôet gan̄t Moisez, hôgen ann trugarez hag ar wiriouez a zô bét gréat gan̄t Jézuz-Krist.

18. Dén n’en deûz biskoaz gwélet Doué : ar Mâp penn-her, péhini a zô é askré ann Tâd en deûz hép-kén komzed anézhan̄.

19. Chétu ann desténi a rôaz Iann, pa oé kased d’ézhan̄ béleien ha lévited gan̄t Iuzevien Jéruzalem évid ôber ar goulenn-man̄ digan̄t-han̄ : Piou oud ?

20. Hag éc’h an̄savaz, ha na na-