Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/475

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
473
hervez san̄t lukaz.

8. Hag éc’h én̄vorchon̄t komsiou Jésuz.

9. Hag ô véza distrôed eûz ar béz é tisklerchon̄t kémen̄t-sé d’ann unnég abostol, ha d’ar ré all holl.

10. Ar ré a lavaraz ann dra-zé d’ann Ébestel a ioa Mari Madalen, Janned, ha Mari mamm Jakez, hag ar ré all péré a ioa gan̄t-hô.

11. Hag ar geriou-zé a oé kémeret gan̄t-hô évit sorc’hennou : ha na grédchon̄t kéd d’ézhô.

13. Hôgen Per a zavaz hag a rédaz d’ar béz : hag ô véza soublet na wélaz néméd al lienennou a oa choumed énô, hag éz éaz kuît, souézet brâz enn-han̄ hé-unan eûz ar péz a ioa c’hoarvézet.

13. Ha chétu enn deiz-zé, daou anézhô a iéa enn eur vourc’h hanvet Emmauz, war-héd tri-ugen̄t stad diouc’h Jéruzalem.

14. Hag hî a gomzé étré-z-hô eûz a gémen̄d a ioa c’hoarvézet.

15. Ha pa gomzen̄t, ha ma brézégen̄t kévret, Jézuz hé-unan a dôstaaz out-hô, hag a gerzaz gan̄t-hô :

16. Hôgen hô daou-lagad a ioa dalc’het, évit na helljen̄t kéd hé anaout.

17. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Pétrâ a livirit-hu étré-z-hoc’h enn eur gerzout, ha pérag oc’h-hu trist ?

18. Hag unan anézhô hanvet Kléofaz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ha té hép-kén eo ann diavésiad é Jéruzalem ha na oufé kéd ar péz a zô c’hoarvézed enn-hi enn deisiou-man̄ ?

19. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Pétrâ ? Hag é léverchon̄t : Diwar-benn Jézuz a Nazaret, péhini a oé eur Profed, galloudek enn hé ôbériou hag enn hé lavariou, dirâk Doué ha dirâg ann holl bobl :

20. Ha pénaoz Prin̄sed ar véleien hag hor Prin̄sed hô deûz hé varned d’ar marô, hag hé staged ouc’h ar groaz.

21. Hôgen nî a c’hortozé pénaoz é tasprénjé Israel : ha koulskoudé goudé kémen̄t-sé holl, chétu ann tréde deiz ma eo c’hoarvézet kémen̄t-sé.

22. Hôgen merc’hed péré a ioa gan-é-omp ho deûz souézet brâz ac’hanomp : éad in̄d d’ar béz a-raog ann deiz,

23. Ha n’hô deûz két kaved hé gorf ; hag in̄d deûed da lavarout pénaoz hô deûz gwélet Élez, péré hô deûz lavared d’ézhô é oa béô.

24. Hag hiniennou ac’hanomp a zô éad d’ar bez : hag hô deûz kavet pép-trâ ével m’hô doa lavared ar merc’hed ; hôgen hén̄, n’hô deûz kéd hé gavet.

25. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : O tûd diboell, péré a zô diek a galoun évit kridi ar péz hô deûz lavaret ar Broféded !

26. Ha né oa két réd é c’houzan̄vché kémen̄t-sé ar C’hrist, ha m’az ajé ével-sé enn hé c’hloar ?

27. Hag ô téraoui dré Voizez, ha goudé dre ann holl Broféded, é tisklerié d’ézhô enn holl Skrituriou, kémen̄d a ioa bét lavared diwar hé benn hé-unan.

28. Ha pa dôstajen̄t oud ar vourc’h é péhini éz éan̄t, hén̄ a réaz neûz da von̄t pelloc’h.

29. Hôgen hî a viraz out-han̄ na d-ajé, ô lavarout : Choum gan-é-omp, râk divézad eo, hag izéleet brâz eo ann deiz : hag éz éaz enn tî gan̄t-hô.

30. Neûzé pa édo ouc’h taol gan̄t-hô, é kéméraz bara, hag é bennigaz anézhan̄, hé dorraz hag hé rôaz d’ézhô.

31. Hô daou-lagad a zigoraz, hag éc’h anavézchon̄t anézhan̄ : hag hén̄ a steûziaz a zirâg hô daou-lagad.

32. Neûzé é léverjon̄d ann eil d’égilé : Hor c’haloun ha né oa-hi két birvidik ennomp, pa gomzé ouzomp enn hen̄t, ha pa zisklerié d’é-omp ar Skrituriou ?

33. Hag ô véza savet war ann heur, é tistrojon̄d da Jéruzalem ; hag é kavchon̄t ann unnék péré a oa strollet, hag ar ré a ioa gan̄t-hô :

34. Hag a lavaré : Évit-gwîr dazorc’hed eo ann Aotrou, hag eo en em ziskouézet da Zimon.

35. Ar ré-man̄ a zanévellaz ivé ar péz a ioa c’hoarvézet gan̄t-hô enn hen̄t ha pénaoz hô doa hé anavézet pa dorré ar bara.

36. Hôgen pa lavaren̄t kémen̄t-sé, Jézuz en em ziskouézaz enn hô c’hreiz,