Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/47

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
45
levr ar profed isaias.

4. Rak mé a wié pénaoz oud kalet, pénaoz da c’houzoug a zô evel eur varren houarn, ha da dâl ével arem.

5. Hé ziouganet em eûz d’id a neûzé ; hé rôet em eûz da anaout d’id abarz ma teujé, gan̄d aoun na lavarjez : Va idolou eo hô deûz gréat kémen̄t-sé, va skeûdennou kizellet, va skeûdennou teûzet eo hô deûz gourc’hémennet kémen̄t-sé.

6. Kémen̄d éc’h eûz klévet, gwél-hi holl ; hôgen, c’houi, ha diouganet hoc’h eûz ? Traou névez a rôinn da anaout d’id bréma, traou kuzet, ha na anavézez két.

7. Bréma hô grann, ha nann a gen̄t : na oan̄t két abarz ann deiz-man̄, ha n’az pôa két klévet hanô anézhô, gan̄d aoun na lavarjez : Chétu mé hô gwié.

8. N’éc’h eûz két hô c’hlévet, n’éc’h eûz két hô anavézet, ha né két digoret da skouarn a vréma ; râk mé a oar évit-gwîr pénaoz é vézi eunn dén fallakr ; hag adalek kôv da vamm em eûz da c’halvet torrer va lézen.

9. Enn abek d’am hanô é pellainn va frouden ; hag em meûleûdi é likiinn eur vesken did, gan̄d aoun na varvchez.

10. Chétu em eûz da c’hlanet enn tân ; nann ével ann arc’han̄t ; da zilennet em eûz é fournigel ar baourentez.

11. Enn abek d’in, enn abek d’in her grinn, évit na vézô két drouk-prézeget ouz-in ; ha na rôinn két va gloar da eunn all.

12. Sélaou ac’hanoun, Jakob, ha té, Israel, péhini a c’halvann ; mé eo, mé eo ar c’hen̄ta, ha mé eo ann divéza.

13. Va dourn eo en deûz diazézet ann douar, va dourn déou eo en deûz men̄tet ann én̄vou, ; mé hô galvô, hag hî a zavô kévret.

14. En em strollit holl, ha sélaouit : Piou anézhô en deûz diouganet kémen̄t-sé ? Ann Aotrou en deûz hé garet ; hé ioul a rai é Babilon, hag hé vréac’h é-vézô war ar C’haldéed.

15. Mé eo, mé eo em eûz komzet, hag em eûz hé c’halvet ; hé zigaset em eûz, hag éeunet eo bét hé hen̄t.

16. Tôstait ouz-in, ha sélaouit ann dra-man̄ : Adaleg ar penn ken̄ta n’em eûz két komzet é-kûz ; enn amzer ma eo c’hoarvézet, édounn énô ; ha bréma ann Aotrou Doué hag hé spéred en deûz va c’haset.

17. Ével-henn é lavar ann Aotrou da zaspréner, san̄t Israel : Mé eo ann Aotrou, da Zoué, a zesk d’id ann traou talvouduz, a rén ac’hanod enn hen̄t é péhini é kerzez.

18. A-ioul az pijé heûliet va gourc’hémennou ; da béoc’h a vijé deûet ével eur ster, ha da reizded ével koummou ar môr.

19. Da wenn a vijé deûet ével ann tréaz, ha frouez da gorf ével hé villigou ; na vijé két bét dispennet, hag hé hanô na vijé ket bét lamet a zira-z-oun.

20. Id er-méaz eûz a Vabilon, tec’hid diouc’h ar C’haldéa ; tridit ha rôid da anaout ar c’hélou-zé ; embannit-hô bété penn ar béd. Livirit : Ann Aotrou en deûz dasprénet Jakob hé zervicher.

21. N’hô deûz két bét séc’hed enn distrô, pa en deûz hô digaset ; tennet en deûz dour évit-hô eûz ar méan ; faoutet eo bét ar méan gan̄t-han̄, hag ann dour a zô rédet.

22. N’eûz kéd a béoc’h évid ar ré fallagr, émé ann Aotrou.


————


XLIX. PENNAD.


Ar Mési distolet gan̄d Israel, ha kaset d’ar brôadou.


1. Sélaouit, énézi ; ha likiid évez, poblou a-bell : Ann Aotrou en deûz va c’halvet abaoé ma ounn ganet ; adalek kôv va mamm en deûz bét koun enn-oun.

2. Ével eur c’hlezé lemm en deuz lékéat va génou ; gan̄t skeûd hé zourn en deûz va gwarézet, va lékéat en deûz ével eûr zaez dilennet ; enn hé dron̄s en deûz va c’huzet.

3. Hag hén̄ en deûz lavaret d’in : Va zervicher oud, Israel, ha mé en em veûlô enn-od.

4. Ha mé em eûz lavaret : Enn-aner em eûz labouret, héb abek hag enn-