Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/467

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
465
hervez san̄t lukaz.

péz a hell digas ar peoc’h d’id : hôgen bréma kémen̄t-sé a zô kuzed ouz da zaou-lagad.

43. Râk don̄d a rai eunn amzer war-n-od, é péhini da énébourien a rai kleûsiou enn-drô d’îd, hag a strobô ac’hanôd, hag a strizô ac’hanôd a bép tû :

44. Da ziskara a rain̄d d’ann douar, té hag ar vugalé a zô enn-od, ha na lézin̄t két méan war véan ; ô véza n’éc’h eûz kéd anavézet ann amzer eûz da wéladen.

45. Hag ô veza éad enn templ, é téraouaz kâs-kuît ar ré a werze hag ar ré a bréné,

46. O lavaroud d’ézhô : Skrived eo : Va zî a zô tî ar béden. Ha c’houi hoc’h euz gréad anézhan̄ eur c’héô laéroun.

47. Ha bemdéz é kelenné enn templ. Hôgen Prin̄sed ar véleien, ar Skribed, ha Pennou ar bobl a glaské ann darvoud d’hé golla.

48. Ha na gaven̄t nétrâ da ôber enn hé énep ; râg ann holl bobl a ioa souézet-braz oc’h hé glevout.


————


XX. PENNAD.


1. Unan eûz ann deisiou-zé, pa édo ô kélenna ar bobl enn templ, hag ô prézégi ann aviel, Prin̄sed ar véleien, ar Skribed hag ann Hénaoured en em strollaz,

2. Hag a lavaraz d’ézhan̄ : Lavar d’é-omp gan̄t pé c’halloud é réz kémen̄t-sé, pé piou en deûz rôed d’îd ar galloud-zé ?

3. Hôgen Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Eur gér a c’houlenninn ivé digan-é-hoc’h. Respoun̄tid d’in :

4. Badez Iann, hag hén̄ a zeûé eûz ann én̄v, pe eûz ann dûd ?

5. Hag hî a venné enn-hô hô-unan, ô lavarout : Ma lévéromp eûz ann én̄v, é lavaro : Pérâg éta n’hoc’h eûs-hu két kréded d’ézhan̄ ?

6. Hôgen ma lévéromp eûz ann dûd, ann holl bobl a labézo ac’hanomp ; râk kridi a réon̄t évit-gwîr pénaoz Iann a ioa Profed.

7. Hag hî a respoun̄taz pénaoz na wien̄t kéd a béléac’h é teûé.

8. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Ha, mé na livirinn kéd d’é-hoc’h gan̄t pé c’halloud é rann kémen̄t-sé.

9. Neûzé é téraouaz lavaroud d’ar bobl ar barabolen-man̄ : Eunn dén a blan̄taz eur winien, hag a rôaz anézhi é gôbr da labourerien, hag a iéaz enn eur vrô bell évit pell amzer.

10. Pa oé deûed ann amzer, é kasas eur mével étrézég al labourerien, évit ma rôjen̄d d’ézhan̄ frouez hé winien. Hôgen ar ré-man̄ goudé béza hé gannet, a gasaz kuît anézhan̄ hép rei nétrâ d’ézhan̄.

11. Eur mével all a gasaz d’ézhô. Hôgen hî, goudé béza ivé hé gannet, ha gréad d’ézhan̄ meûr a zismégan̄s, hé c’hasas-kuît hép rei nétrâ d’ezhan̄.

12. Eunn trédé a gasas : Hag hî, goudé béza hé c’houliet, hé c’hasaz ivé kuît.

13. Hôgen aotrou ar winien a lavaraz : Pétrâ a rinn-mé ? Kâs a rinn va mâb kér d’ézhô : martézé, pa hen gwélin̄t, é toujin̄d anézhan̄.

14. Hôgen al labourerien pa wéljon̄d anézhan̄, a vennaz enn-hô hô-unan, ô lavarout : Hé-man̄ eo ann her, lazomp-hén, hag hé zigwés a vézô d’é-omp.

15. Hag ô véza hé daolet enn tû all d’ar winien, é lazjon̄d anézhan̄. Petrâ éta a rai d’ézhô aotrou ar winien ?

16. Don̄d a rai, hag é kollô al labourerien-zé, hag é rôi hé winien da labourerien all. Prin̄sed ar véleien ô veza klevet kémen̄t-sé, a lavaraz d’ézhan̄ : Doué ra virô.

17. Hôgen Jézuz ô selloud out-hô a lavaraz d’ézhô : Pétrâ éta eo ann dra-man̄ a zô skrivet : Ar méan a zô bét distaolet gan̄d ar ré a zavé ann tî, a zô deûed da véza ar méan ken̄ta eûz ar c’horn.

18. Piou-bennâg a gouézô war ar méan̄-zé a vézô brévet ; hag ann hini war béhini é kouézô a vézô friket.

19. Prin̄sed ar véleien hag ar Skribed hô doé c’hoan̄t da gregi enn-han̄ enn heur-zé ; râg anavésed hô doa pénaoz en doa danévellet ar barabo-