Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/466

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
464
aviel san̄tel jézuz-krist

14. Hôgen tûd hé vrô a gasaé anézhan̄ ; hag é kaschont kannaded war hé lerc’h, évit lavaroud d’ezhan̄ : Na fell kéd d’éomp é vé hé-man̄ hor roué.

15. Hag é tristrôaz goudé béza digéméret hé rouan̄télez : hag é c’hourc’hémennaz gervel ar mevellou da béré en doa rôed hé arc’han̄t, évit gouzout pégémen̄t en doa gounézet pép-hini.

16. Hôgen ar c’hen̄ta a zeûaz hag a lavaraz : Aotrou, da béz arc’han̄t en deûz gounézed dég all.

17. Hag hé aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Braô, mével mâd, dré ma’z oud bét léal war nébeûd a drâ, ez pézô galloud war zék kéar.

18. Eunn all a zeûaz hag a lavaraz : Aotrou, da béz arc’han̄t en deûz gounézet pemp all.

19. Hag ann Aotrou a lavaraz da hé-man̄ : Ha té, ez pézô galloud war bemp kéar.

20. Eunn all a zeûaz hag a lavaraz : Aotrou, chétu da béz arc’han̄t, em eûz lékéad enn eunn tamm lien,

21. Râg aoun em eûz bét ra-z-od, dre ma’z oud eunn dén garô : kéméroud a réz ar péz n’éc’h eûz két rôet, médi a réz el léac’h n’éc’h eûz kéd hadet.

22. Hé aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Dré da c’hénou da-unan, é varnann ac’hanôd, mével fall : té a wié pénaoz ounn eunn dén garô, pénaoz é kémérann ar péz n’em eûz két rôet, ha pénaoz é védann el léac’h é pehini n’em eûz kéd hadet :

23. Pérâg éta n’éc’h eûz-té ket lékéat va arc’han̄t war daol ar werz, évit, pa zistrojenn, ma hé dennjenn gan̄t kampi ?

24. Hag é lavaraz d’ar ré a ioa énô : Tennit digan̄t-han̄ ar péz arc’han̄t en deûz, ha rôit-hén̄ d’ann hini en deûz dék péz arc’han̄t.

25. Hag hi a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, dék péz arc’han̄t en deûz.

26. Hôgen, émé-z-han̄, mé a lavar d’é-hoc’h pénaoz da gémen̄d en deûz é vezô rôet, hag é founnô : hôgen da nép n’en deûz két, é vézô lamet digan̄t-han̄ kémen̄d en deûz.

27. É-ken̄ver va énébourien péré né ket fellet d’ézhô é vijenn da roué d’ézhô, digasit-hô aman̄, ha lazit-hô dira-z-oun.

28. Hag ô véza lavaret kémen̄t-sé, é piñaz da Jéruzalem, ô von̄d a-raog ar ré all.

29. Ha pa dôstajon̄d out Bélfajé hag out Bétania, war ar ménez a c’halveur Olived, é kasaz daou eûz hé ziskibled,

30. Hag é lavaraz dézhô : Id d’ar vourc’h a zô râg-énep d’é-hoc’h, ha pa viod éad enn-hi, é kéfot eunn azen iaouan̄k stâg, war béhini n’eo c’hoaz piñed dén ; distagit-hén̄ ha digasit-hén̄ d’in.

31. Ha ma lavar eur ré d’ê-hoc’h : Pérag é tistagit-hu hen-nez ? Livirid d’ézhan̄ : Dré ma en deûz ann Aotrou ézomm anézhan̄.

32. Ar ré a gasé a iéaz éta, hag a gavaz ann azen iaouan̄k é-c’hîz m’en doa lavared d’ézhô.

33. Hôgen pa zistagen̄t ann azen, hé berc’henned a lavaraz d’ézhô : Perâg é tistagit-hu ann azen iaouan̄k-zé ?

34. Hag hî a lavaraz : Dré m’en deûz ann Aotrou ézomm anézhan̄.

35. Hag é tigaschon̄d anézhan̄ da Jézuz. Ha goudé béza taolet hô diḻad war ann azen, é lékéjon̄t Jézuz wâr-n-ézhan̄.

36. Ha dré ma’z éa, é skiñé ann dûd hô diḻad war ann hen̄t.

37. Hôgen pa dostéé eûz a ziskenn ménez Olived, ann holl ziskibled laouen-brâz, a zéraouaz meûli Doué a bouéz-penn eûz ann holl vurzudou hô doa gwélet,

38. O lavarout : Benniget ra vézo ar roué a zeû enn hanô ann Aotrou : péoc’h enn én̄v, ha gloar enn uc’héla eûz ann én̄vou.

39. Neûzé hiniennou eûz ar Farizianed péré a ioa é-touez ar bobl, a lavaraz d’ézhan̄ : Mestr, krôz da ziskibled.

40. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Hel lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz ma tâv ar ré-man̄, ar vein hô-unan a c’harmô.

41. Ha pa dôstéé, ha pa wélaz kéar, é lén̄vaz war-n-ézhi, ô lavarout :

42. Ma anavézchez enn deiz-man̄ ar