Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/464

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
462
aviel san̄tel jézuz-krist

3. Béz’ éz oa ivé eunn in̄tan̄vez er géar-zé, hag a zeûaz d’hé gavout, ô lavarout : Kastiz va énébour.

4. Hag é-pâd pell-amzer na fellaz kéd d’ézhan̄ hé ôber. Hôgen goudé-zé é lavaraz enn-han̄ hé-unan : Pétrâ-bennâg na zoujann kéd Doué, ha n’em eûz aoun é-béd râg ann dûd,

5. Koulskoudé, ô véza ma teû ann in̄tan̄vez-zé da heskina ac’hanoun, é kastizinn hé énébour, gan̄d aoun na zeûfé enn-divez da vézékaad ac’hanoun.

6. Neûzé ann Aotrou a lavaraz : Klevit pétrâ a lavar ar barner disléal.

7. Hôgen Doué ha na ven̄jô-hén két hé ré zilennet, péré a lén̄v out-han̄ nôz-deiz, hag habaskded en dévézô enn hô c’hén̄ver ? (G).

8. Hel lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz é ven̄jô anézhô hep dalé (G). Hôgen pa zeûi Mâb ann dén, ha c’houi a venn pénaoz é kavô feiz war ann douar ?

9. Lavaroud a réaz ivé ar barabolen-man̄ da hiniennou, péré a fisié enn-hô hô-unan é-c’hîz tûd gwirion, hag a réa faé eûz ar ré all :

10. Daou zén a biñaz enn templ évit pidi : unan a ioa Farizian, hag égilé Publikan.

11. Ar Farizian oc’h en em zerc’hel enn hé zâ, a bédé ével-henn enn-han̄ hé-unan : Va Doué, da drugarékaad a rann ô véza n’ounn kéd ével ar ré all eûz ann dûd, péré a zô laéroun, disléal, hag avoultrerien : na zô-kén ével ar Publikan-man̄.

12. Diou wéach ar zizun é iunann : ann déog a rôann war gémen̄d em eûz.

13. Hag ar Publikan oc’h en em zerc’hel a bell, na grédé két sével hé zaou-lagad étrézég ann én̄v : hag é skôé war boull hé galoun, ô lavarout : Va Doué, az péz truez ouz-in-mé péc’her.

14. Hel lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz hé-man̄ a zistrôiô diskarg d’hé dî, hag égilé na rai két : râk piou-bennâg en em uc’héla a vézô izéléet : ha piou-bennâg en em izéla a vézô uc’héléet.

15. Neuzé é oé kased dézhan̄ bugaligou évit ma lakajé hé zaouarn war-n-ézhô. Hôgen hé ziskibled pa weljon̄d anézho, en em lékéaz d’hô c’hrôza enn eunn doaré dichek.

16. Ha Jézuz a c’halvaz anézhô enn-drô d’ézhan̄, hag a lavaraz d’hé ziskibled : List ar vugaligou da zon̄d d’am c’havout, ha na virit kéd out-hô ; rak rouan̄télez Doué a zô évid ar ré a zô hén̄vel out-hô.

17. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h ; piou-bennâg na zigémérô két rouan̄télez Doué ével eur bugel bihan, n’az ai kéd ébarz.

18. Ha chétu eur prin̄s a zeûaz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou mâd, oc’h ôber pétrâ em bézô-mé ar vuez peûr-baduz ?

19. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg am galvez-té mâd ? Doué hép-kén a zô mâd.

20. Ar gourc’hémennou a anavézez : Na lazi két : Na avoultri két : Na laéri két : Na zougi kéd a fals testéni : Enor da dâd ha da vamm.

21. Hag hén̄ a lavaraz : Mired em eûz kémen̄t-sé adalek va iouan̄kiz.

22. Jézuz ô véza hé glevet, a lavaraz d’ézhan̄ : Eunn dra éc’h eûz c’hoaz da ôber : gwerz kémen̄d éc’h eûz, ha rô hén̄ d’ar béorien, hag ez pézô eunn ten̄zor enn én̄v : ha deûz, hag heuḻ ac’hanoun.

23. Hé-man̄ pa glevaz kémen̄t-sé a oé glac’haret-braz ; râk pinvidik-braz é oa.

24. Hôgen Jézuz pa hen gwélaz deûet trist, a lavaraz : Pégen diez eo da eunn dén pinvidik mon̄d é rouan̄télez Doué !

25. Râg easoc’h eo da eûr c’han̄val treménoud dré graouen eunn nadoz, égéd da eunn dén pinvidik mon̄d é rouan̄télez Doué.

26. Hag ar ré a zélaoué anézhan̄ a lavaraz : Piou éta a hellô béza salvet ?

27. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Ar péz a zô dic’halluz d’ann dûd, a zô galluz da Zoué.

28. Hôgen Per a lavaraz d’ézhan̄ : Évid-omp-ni hon eûz dilézet pép-trâ, hag hon eûz da heûliet.

29. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h pé-