Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/454

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
452
aviel san̄tel jézuz-krist

31. Rouanez ar C’hresteiz a zavô é deiz ar varn gan̄d ar wenn-man̄, hag a damallô anézhi dré ma eo deûed eûz a harzou ann douar da zélaoui furnez Salomon : ha chétu aman̄ mui égét Salomon.

32. Tud Niniva a zavô é deiz ar varn gan̄d ar wenn-man̄, hag a damallin̄t anézhi dré ma hô deûz gréat pinijen goudé prézégen Jonaz : ha chétu aman̄ mui égét Jonaz.

33. Dén na énaou eur c’hleûzeur, évid hé lakaad enn eul léac’h kuzet, pé din̄dan ar boézel : hôgen hé lakaad a réeur war eur c’han̄toler, évit ma sklerai ar ré a zeûi ébarz.

34. Da lagad a zô kleûzeur da c’horf. Mar d-eo eeun da lagad, da gorf holl a vézô lugernuz : hôgen mar d-eo drouk, da gorf a vézô téval.

35. Diwall éta na vé tévalien ar goulou a zô enn-oud.

36. Mar d-eo éta da gorf holl lugernuz, hép kévren dévat é-béd, lugernuz é vézô holl, hag é sklerai ac’hanod, é-c’hîz eur c’hleûzeur lufruz.

37. Ha pa gomzé, eur Farizian a bédaz anézhan̄ da leina enn hé dî. Hag hén̄ ô véza éad ébarz, en em lékéaz ouc’h taol.

38. Hôgen ar Farizian a zéraouaz lavaroud enn-han̄ hé-unan : Pérâk na walc’h kéd hé zaourn abarz leina ?

39. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : C’houi, Farizianed, a néta ann diavéaz eûz ar c’hôp hag eûz ar plâd : hôgen ann diabarz ac’hanoc’h a zô leûn a laéron̄si hag a zrougiez.

40. Tûd diboell, ann hini en deûz gréad ann diavéaz, ha n’en deûz-hén̄ két gréad ivé ann diabars ?

41. Hôgen rôid ann aluzen diwar ar péz a hellid da ziouéri ; ha chétu pép tra a vézô glân d’é-hoc’h.

42. Hôgen gwa c’houi, Farizianed, péré a baé ann déog war ar ven̄t, war ar rû, ha war ann holl louzou, ha péré a drémen dreist ar varn hag ar garan̄tez a Zoué. Ann traou-zé a zô réd hô ôber, hép lézel ar ré all da ôber.

43. Gwa c’houi, Farizianed, péré a gâr ar c’hadoriou ken̄ta er sinagogou, hag ar stouou er marc’hallec’h.

44. Gwa c’houi, péré a zô ével bésiou ha na wéleur két, ha war béré é valé ann dûd, héb hô anaout.

45. Neûzé unan eûz a zoktored al lézen a respoun̄taz, hag a lavaras d’ézhan̄ : Mestr, ô komza ével-sé, é tirogez ivé ac’hanomp.

46. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Gwa ivé c’houi, doktored al lézen, dré ma kargid ann dûd a vec’hiou ha na hellon̄t kéd da zougen, ha c’houi na fin̄vfac’h kéd anézhô gan̄d hô pîz.

47. Gwa c’houi, péré a zâv bésiou d’ar Broféded ; hag hô tadou hô deûz hô lazet.

48. Évit-gwîr é rôid da anaout pénaoz é kavit-mâd ar péz hô deûz gréad hô tadou : râg hî hô deûz hô lazet, ha c’houi hoc’h eûz savet bésiou d’ézhô.

49. Dré-zé furnez Doué é deûz lavaret : Kâs a rinn d’ézhô Proféded hag Abostoled, hag é lazin̄t lôd, hag éc’h heskinin̄t lôd all.

50. Évit ma vézô goulennet digan̄d ar wenn-man̄ goâd ann holl Broféded, a zô skuḻet adalek derou ar béd,

51. Adalek goâd Abel bété goâd Zakariaz, péhini a zô bét lazet étré ann aoter hag ann templ. Ia, hé lavaroud a rann d’é-hoc’h, kémen̄t-sé a vézô goulennet digan̄d ar wenn-man̄.

52. Gwa c’houi doktored al lézen, dré ma hoc’h eûz kéméret alc’houez ar wiziégez, ha n’oc’h kéd éad enn-hi, hag hoc’h eûz diarbennet ar ré a fellé d’ézhô mon̄d ébarz.

53. Hôgen pa gomzé ével-sé d’ézhô, ar Farizianed ha doktored al lézen a zéraouaz hé en̄krézi stard, hag hé skuiza gan̄d holl draou a c’houlennen̄t digan̄t-han̄.

54. Oc’h aoza lindagou d’ézhan̄, hag ô klaskout tenna eunn dra eûz hê c’hénou, évit tamalloud anézhan̄.


————


XII. PENNAD.


1. Hôgen ô véza ma en em zastumaz kalz a dûd, enn hévélep doaré ma valéen̄t ann eil war égilé, é téraouaz Jézuz lavaroud d’hé ziskibled :