Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/453

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
451
hervez san̄t lukaz.

5. Lavaroud a réaz c’hoaz d’ézhô : Péhini ac’hanoc’h mar en défé eur miñoun, ha m’az ajé d’hé gaout da han̄ter-nôz, hag a lavarjé d’ézhan̄ : Va miñoun, rô d’in évid eunn amzer teir dors vara.

6. Râg eur miñoun d’in a zô deûed eûz ann hen̄t d’am c’havout, ha n’em eûz nétrâ da lakaad dira-z-han̄.

7. Ha ma lavar ann dén-zé eûz hé dî d’ézhan̄ : Na heskin kéd ac’hanoun : serred eo va dôr ; va bugalé a zô kousket em gwélé ; na hellann két sével évit rei d’îd ar péz a c’houlennez.

8. Ha ma ken̄dalc’h da skei, hel lavaroud a rann d’é-hoc’h. ma na zâv kéd évit rei d’ézhan̄ dré ann abek ma eo miñoun d’ézhan̄ ; hôgen dré ann abek d’hé heskin é savô, hag é rôiô d’ézhan̄ kémen̄d ha ma en dévézô ézomm.

9. Ha mé a lavar d’é-hoc’h : Goulennit, hag é vézô rôed d’é-hoc’h : klaskit, hag é kéfot : stokit, hag é vézô digored d’é-hoc’h.

10. Râk néb a c’houlenn, é véz rôed dézhan̄ : ha néb a glask a gâv : ha da néb a stok é vézô digoret.

11. Hôgen péhini eo ann tâd ac’hanoc’h, péhini a rôjé d’hé vâb eur méan, pa c’houlenn bara, pé eunn aer, pa c’houlenn pésked ?

12. Pé a rôjé d’ézhan̄ eur grug, pa c’houlenn eur vi ?

13. Mar gouzoc’h éta, ha c’houi drouk, rei traou mâd d’ho pugalé, gan̄t péger braz préder hô tâd péhini a zô enn én̄v na roi-hén̄ két eur spéred mâd d’ar ré a c’houlenno digan̄t-han̄ ?

14. Hag hén̄ a gasaz-kuît eunn diaoul péhini a ioa mud. Ha pa en doé kaset-kuîd ann diaoul, ann dén mûd a gomzaz, hag ann holl bobl a oé souézet-brâz.

15. Hôgen lôd anézhô a lavaraz : Dré Véelzébub, penn ann diaoulou eo é kas-kuîd ann diaoulou.

16. Lôd all évid hé dempti, a c’houlennaz digan̄t-han̄ eunn arouéz enn én̄v.

17. Hôgen Jézuz oc’h anaoud hô ménosiou, a lavaraz d’ézhô : Pép rouan̄télez dizunvan out-hi hé-unan, a vézô disman̄tret, ha pép tî dizunvan out-han̄ hé-unan, a vézô diskaret.

18. Mar d-eo éta Satan dizunvan out-han̄ hé-unan, pénaoz é choumô hé rouan̄télez enn hé zâ ? Râk c’houi a lavar pénaoz eo dré Véelzébub é kasann-kuît ann diaoulou.

19. Mar kasann-kuît ann diaoulou dré Véelzébub, dré biou hô c’hâs-kuît hô pugalé ? Râk-sé é vézin̄d hô-unan hô parnerien.

20. Hôgen mar kasann-kuît ann diaoulou dré viz Doué, rouan̄télez Doué a zô éta deûet bétég enn-hoc’h.

21. Pa éma ann dén kré armet évid diwalloud hé dî, kémen̄d en deûz a zô é péoc’h.

22. Hôgen mar teû eur ré kréoc’h égét-han̄, ha péhini a drec’hô anézhan̄, hé-man̄ a gasô gan̄t-han̄ hé holl armou, é péré é fisié, hag a zarnaouô hé ziwisk.

23. Nép n’éma két gan-én, a zô a-énep d’in : ha nép na zastum két gan̄-én, a skiñ.

24. Pa eo éat ar spéred louz er-méaz eûz a eunn dén, é valé dré al lec’hiou séac’h, ô klaskoud ar péoc’h : hag ô véza n’hé c’hâv két, é lavar : Distrei a rinn d’am zî a béléac’h ounn deûet.

25. Ha pa zeû, é kâv anézhan̄ skubet ha kempennet.

26. Neûzé éz â, hag é kémer gan̄t-han̄ seiz spéred all gwasoc’h égét-han̄, hag ô von̄d enn tî é choumon̄d énô : hag ar stâd divéza euz ann dén-zé a zô gwasoc’h égéd ar stâd ken̄ta.

27. Hôgen pa lavaré kémen̄t-sé, eur vaouez ô sével hé mouéz eûz a greiz ar bobl, a lavaraz d’ézhan̄ : Euruz ar c’hôv en deûz da zouget, hag ann divronn éc’h eûz sunet.

28. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhi : Pé ken̄toc’h, euruz ar ré a zelaou gér Doué, hag a vîr anézhan̄.

29. Hôgen ô véza ma tirédé ar bobl war hé drô, é téraouaz lavarout : Ar wenn-man̄ a zô eur wenn drouk : eunn arwéz a c’houlenn, ha na vézô rôed d’ézhi néméd arwéz ar profed Jonaz.

30. Râk ével ma oé Jonaz eunn arwéz évid ann Ninivéed, ével-sé é vézô Mâb ann dén eunn arwez évid ar wenn-man̄.