Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/452

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
450
aviel san̄tel jézuz-krist

23. Hag ô tistrei oud hé ziskibled, é lavaraz : Euruz ann daoulagad a wél ar péz a wélit.

24. Râk hel lavaroud a rann d’é-hoc’h, pénaoz kalz a brofédéd hag a rouéed hô deûz bét c’hoan̄t da wélout ar péz a wélit, ha n’hô deuz két gwélet : ha klevoud ar péz a glevit, ha n’hô deûz két klevet.

25. Ha chétu eunn dén gwiziek el lézen a zavaz hag a lavaraz d’ézhan̄ évid hé dempti : Mestr, pétrâ a dléann-mé da ôber évit kaout ar vuez hîr-baduz ?

26. Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ a zô skrivet el lézen ? Pétrâ a lennit-hu enn-hi ?

27. Hé-man̄ a respoun̄taz hag a lavaraz : Karoud a rî ann Aotrou da Zoué a greiz da galoun, a greiz da éné, a greiz da ners, hag a greiz da spéred, ha da nésa ével-d-oud da-unan.

28. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Respoun̄tet éc’h euz ervâd : gra kément-sé hag é vévi.

29. Hôgen hé-man̄, péhini a fellé d’ézhan̄ en em zizamalloud hé-unan, a lavaraz da Jézuz : Ha piou eo va nésa ?

30. Hôgen Jézuz a gomzaz, hag a lavaraz : Eunn dén a ziskenné eûz a Jéruzalem da Jériko, hag a gouézaz é-touez laéroun, péré a ziwiskaz anézhan̄, ha goudé béza hé chôlôed a c’houliou, éz éjon̄t-kuît hag é lezchon̄t anézhan̄ han̄ter varv.

31. Neûzé é c’hoarvézaz pénaoz é tiskennaz eur Bélek dré ann hen̄t-sé : hag ô véza gwélet anézhan̄, éz éaz é-biou.

32. Eul Lévit, ô véza ivé tréméned dré ann hen̄t-sé, a wélaz anézhan̄, hag a iéaz é-biou.

33. Hôgen eur Samariad, ô von̄d enn hé hen̄t, a dréménaz dré énô, ha pa wélaz anézhan̄, en doé truez out-han̄.

34. Tôstaad a réaz out-han̄, hag é lienennaz hé c’houliou, goudé béza skuḻet enn-hô éôl ha gwîn : lakaad a réaz anézhan̄ war hé varc’h hé-unan, kâs a réaz anézhan̄ enn eunn hostaléri, hag é prédériaz anézhan̄.

35. Hag an̄trônôz é tennaz daou ziner, é rôaz anézhô d’ann hostiz, hag é lavaraz d’ézhan̄ : Az pez préder eûz a hé-man̄ : ha pétrâ-bennâg a roi ouc’h-penn, é tistaolinn d’îd, pa zistrôinn.

36. Péhini eûz ann trî-zé, war da vénôz, eo béd ann nésa d’ann hini a zô bét kouézet é-touez al laeroun ?

37. Hag hén̄ a lavaraz : Ann hini en deûz bet truez out-han̄. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa, ha grâ ével-t-han̄.

38. Hôgen pa oan̄t enn hen̄t, Jézuz a iéaz enn eur vourc’h : hag eur vaouez hanvet Marta, a zigéméraz anézhan̄ enn hé zî.

39. Hou-man̄ é doa eur c’hoar hanvet Mari, péhini a ioa azézet ouc’h treid ann Aotrou, hag a zélaoué hé gomsiou.

40. Hôgen Marta a ioa prédériet brâz, oc’h aoza pép trâ : hî a arzaoaz, hag a lavaraz : Aotrou, ha na évésaez-té két pénaoz va c’hoar am lez da zervicha va-unan ? Lavar éta d’ézhi don̄d d’am skoazia.

41. Hag ann Aotrou a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhi : Marta, Marta, difréuz-brâz oud, ha saouzanet oc’h gan̄d kalz a draou (G).

42. Hôgen eunn dra hép-kén a zô réd. Mari é deûz dilennet ar gwella lôden, ha na vézô két lamet digan̄t-hi.


————


XI. PENNAD.


1. Eunn deiz, pa édo Jézuz enn eul léac’h ô pidi, goudé m’en doé éhanet, unan eûz hé ziskibled a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, desk d’é-omp da bidi, ével ma en deûz desket Iann d’hé ziskibled.

2. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Pa bédot, livirit : Tâd, da hanô bézet meûlet. Da rouan̄télez deûed d’é-omp.

3. Rô d’é-omb hiriô hor bara pemdéziek.

4. Ha distaol d’e-omp hor péc’héjou, ével ma tistaolomp d’ar ré holl péré a dlé d’é-omp. Ha n’hol laosk kéd da gouéza é gwall-ioul.